Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Dizemglev war an dermenadurezh

An nevezc'herioù a zo implijet er pennad-mañ a zo bet krouet a-ratozh-kaer.
Ne vezont ket kavet er geriadurioù ordinal peurvuiañ eta, pe, a-wechoù dre abeg teknikel pe abeg resis, ne glot ket an termenadur anezho gant an termenadur boutin.


Implijet e vez an termen heterofobiezh evit komz eus gwalldiforc'hioù a-enep da dud arallrevel abalamour d'o revelezh, peurliesañ gant tud heñvelrevel pe divrevel.

Ral-kenañ eo seurt gwalldiforc'hioù e gwirionez avat, dreist-holl pa geñverier gant ar gwalldiforc'hioù hogozik sistematel a-enep d'an dud heñvelrevel.

Gant Daphne Patai e voe krouet an nevezc'her-mañ (diwar ar gresianeg $homo + fobia) hervez an hevelep patrom evit homofobiezh, implijet evit ar wech kentañ dre skrid e saozneg (homophobia) e 1990.

Er penn-kentañ e voe bet krouet ar ger-mañ evit komz eus un tuadur a veze kavet a-wechoù el luskad feminist duet da vezañ enep-gourel ken ma veze $ostracisex maouezed hag o deveze darempredoù reizhel ha/pe karantezel gant goured (sellit ouzh Lesbianouriezh politikel).

Gant Albert Memmi

kemmañ

Implijet eo bet ar ger heterofobiezh (hétérophobie e galleg) gant ar skrivagner gall Albert Memmi en e levr Le Racisme, evit ober anv eus ar gasoni ouzh an disheñvelder dre vras, ar ouennelouriezh o vezañ un doare heterofobiezh.


Gwelet ivez

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched ar revelezh denel (LGBT) – Adkavit pennadoù Wikipedia a denn d'ar revelezh.

Patrom:LGBT-stub

  NODES
Note 1