Impalaerouriezh a reer eus politikerezhioù ar broioù a glask astenn o galloud, o aotrouniezh pe o levezon war broioù all ha n’int ket ken kreñv. Gant ar vro c’halloudusañ e vez kemeret he c’hreñv war broioù all disteroc’h, evit sevel un impalaeriezh pe un impalaerded vras. Gallout a ra kement-se degouezhout dre aloubiñ douaroù pe dre zoareoù all, ameeun, a denn da levezoniñ pe mestroniañ gouarnerezh hag armerzh broioù all.

Impalaerouriezh
meizad, ideologiezh, obererezh
Iskevrennad eusexpansionism Kemmañ
Pleustret gantimperialist Kemmañ
Enebet ouzhanti-imperialism Kemmañ
Ar Saoz Cecil Rhodes o stampañ douar Afrika, eus Kaero da Gêr ar C'hab, hervez ur skeudenn propaganda embannet evit brudañ raktres ul linenn hent-houarn etre an daou benn eus ar c’hevandir.

An disoc’h eus ar politikerezhioù-se a weler dre skouerioù a bep seurt, a-hed istor ar bed, gant savidigezh an Impalaeriezh Vongol, an Impalaeriezh Roman, an Impalaeriezh Otoman, an Impalaeriezh Santel Roman alaman, Impalaeriezh trevadennel Portugal, hini Spagn, hini an Izelvroioù, hini Bro-C'hall[1] pe hini Breizh-Veur[2], Impalaeriezh Rusia,[3].

Dont a ra ar ger impalaerouriezh eus ar ger impalaer- hag a zo deuet e-unan eus ar verb latin imperare (« ren », « gourc’hemenn »). Kroget e voe da gomz kalz eus impalaerouriezh evit ober anv eus politikerezhioù trevadenniñ broioù zo eus Europa, evel Belgia, Breizh-Veur, Bro-C'hall, an Izelvroioù, Portugal ha Spagn, diwar-goust pobloù Afrika, Azia pe Amerika. Gant impalaerouriezh avat ne reer ket anv hepken eus kreskiñ tiriad ur vro vras pe eus sevel trevadennoù, met ivez eus kontrolliñ pe levezoniñ broioù all hag o armerzh.

Distruj jonkennoù sinaat e-pad Brezel an Opiom, kroget gant impalaerourien Breizh-Veur.

Notennoù

kemmañ
  1. Ottoman Empire, French Empire, Encyclopedia of the Orient (en)
  2. The British Empire (en)
  3. The Empire that was Russia, Library of Congress, (en)

Gwelet ivez

kemmañ
  NODES
Note 2
os 1