Inizi ar Mor Kouralek

Inizi ar Mor Kouralek zo ur strollad inizi trovanel didud (war-bouez unan) er Mor Kouralek, er biz da aod Queensland, en Aostralia. N'eus tud o chom nemet en Willis.

Kartenn eus inizi ar Mor Kouralek
Kartenn

Un tregont karreg pe atoll zo, hag un daouzek bennak a vez goloet gant ar mor dalc'hmat pe damzizolo d'an izelvor. 51 enezennig zo (18 anezho e karreg Lihou), ha glazur war darn eus ar re-se. Atolloù zo o deus ouzhpenn ur c'hilometr treuz, met eno ivez emañ eil brasañ atoll ar bed, Atoll Lihou.

  NODES
Done 1