Irmgard Möller
Irmgard Möller (pe Irmgard Moeller, 13 a viz Mae 1947 e Bielefeld) a zo un alamanez a gemeras perzh e Rote Armee Fraktion azalek 1971. Kelenner e oa he zad[1]. A-raok bezañ ezel eus RAF e stagas gant studioù alamanek.
Ezel eus RAF
kemmañEn RAF e oa he ferzh aozañ ha kenurzhiañ kement taol aozet e korn-bro Stuttgart.
- D'an 12 a viz Mae 1972 ez eas Irmgard Möller hag Angela Luther da di ar boliserien en Augsburg. Ganto e oa malizennoù. Leuskel a rejont danvez-tarzh en 3de hag er 4re estaj hag ez ejoint kuit. Da 12e15 e tarzhas ar bombezennoù : gloazet e voe pemp poliser ha distrujet lein ar 4re estaj.
- Soñjal a reer e kemeras perzh en ur gwalldaol all d'ar 24 a viz Mae 1972. Möller a vije bet unan eus an daou zen a laoskas kirri danvez-tarzh enno e diazlec'h servijoù-spiañ SUA e Campbell Barracks e Heidelberg. Lazhet e voe tri soudard (Ronald Woodward, Charles Peck ha Clyde Bonner) ha gloazet e voe pemp soudard all.
- D'an 8 a viz Gouere 1972 e voe harzet ha kondaonet d'an toull-bac'h gant ul lez eus Hamburg. Da doull-bac'h Stammheim e voe kaset.
Bac'het ha klask en em zistrujañ
kemmañDiwar rentaoù-kont an toull-bac'h ma oa e lenner e klaskas en em zistrujañ (taolioù kontell) d'an 18 a viz Here 1977. Diwar holl izili RAF bac'het d'ar mare-se ez eo an hini nemeti a chomas bev. Soñjal a reer o doa savet un emglev en em zistrujañ en toull-bac'h. Izili all RAF evel Andreas Baader, Gudrun Ensslin ha Jan-Carl Raspe a varvas dre en em grougañ pe dre armoù-tan. Da vare an Diskar-amzer alaman e voe kalz divizoù pa'z embannas an dud a save a-du gant RAF e oa dibosupl en em lazhañ e toulloù-bac'h ken evezhiet. A-viskoazh he deus Irmgard Möller lavaret n'he doa ket klasket en em zistrujañ ha ne oa bet tamm emglev ebet e-touez izili RAF evit aozañ un emlazh a-stroll[2].
E 1995 e voe dieubet Möller. E Hamburg emañ o chom abaoe 2006.
Notennoù
kemmañ