Izabel Kastilha (1283-1328)

Ur pennad Izabel Kastilha zo ivez.

Izabel Kastilha, pe Isabel de Castilla y de Molina, ganet en 1283 e Toro, e Rouantelezh León, ha marvet en 1328, a oa infantez a Gastilha, hag a voe rouanez Aragon, ha dugez Breizh.

Ganet e oa e Toro, hiriv e proviñs Zamora. Merc'h e oa da Sancho IV, roue León ha Kastilha, ha da María de Molina; c'hoar e oa da Fernando IV.

Dimezioù

kemmañ
  • E 1291, pa ne oa nemet eizh vloaz, e voe dimezet e Soria da Jaime II, pevar bloaz warn-ugent, ma teuas da vezañ rouanez kenseurtez rouantelezh Aragon etre 1291 ha 1295, rak er bloavezh-se e varvas he zad Sancho IV, hag eñ dibenhêr; dispennet e voe an eured, ha ne oa ket bet sevenet, hag ouzhpenn-se ne oa ket bet a aotre digant ar pab.

Mervel a reas Sancho IV e 1295, hag eñ dibennhêr. mesk a voe e kastilha, ha Jaime a lakeas an eured da vezañ dispennet evit dimeziñ da Blanche Anjev, eil merc'h Charlez II Naplez ha Maria Arpad, eus Hungaria. Dizimez e chomas Izabel e-pad un dek vloaz.

He marv

kemmañ

Pa varvas e voe beziet en abati Itron Varia ar Pedennoù e Beler, e Breizh.

  NODES
Note 1