Jakob (pe Jacob) Hutter (pe Huter pe Hueter) (war-dro 150025 a viz C'hwevrer 1536), oa un Advadezour eus Tirol levier ha krouer al luskad anvet Hutteridi.

Jakob Hutter

E vuhez

kemmañ

Ganet eo bet Hutter e Moos e-kichen Sankt Lorenzen e traonienn ar Puster e Su Tirol (bremañ e Bro-Italia). Deskiñ a reas ar vicher a doger e Prags e traonienn ar Puster ha dont a reas da vezañ un artizan-baleer.

Kejañ a reas gant advadezourien evit ar wech kentañ e Klagenfurt ha buan e voe kendrec'het gant o c'helennadurezh. Kregiñ a reas da brezeg en Tirol, o krouiñ un toullad kumuniezhioù bihan.

E penn kentañ 1529 e krogas pennadurezhioù Tirol da heskinañ an advadezourien. Mont a reas Hutter hag un nebeud re all da Voravia peogwir o doa klevet ne oa ket ken garv an heskinerezh eno. Kavout a rejont e oa gwelloc'h ar saviad hag advadezourien Tirol a zivizas divroañ. Tra ma yeas Strolladoù d'ober o annez e Moravia, e vanas Hutter e Tirol evit bleniañ ar re a oa chomet. Ne voe ket tapet Hutter gant ar pennadurezhioù peogwir ne lavaras netra an advadezourien bet paket diwar-benn e zoareoù zoken goude bezañ bet jahinet garv.

Embann a reas Ferdinand Iañ, Impalaer Roman Santel hag arc'hdug Aostria e 1527 ne vefe damasantet da sektenn disivouder ebet.

Tec'hout a reas Hutter da Voravia pa voe an heskinerezh enep an advadezourien e Tirolen e washañ e 1533. Kalzik advadezourien all eus Pfalz, Schwaben ha Silezia a zeus d'ober o annez e Moravia ivez.

Hutter a unvanas ar c'humuniezhioù advadezour o reiñ tro d'an advadezouriezh da ziorren a Moravia. Leviet gant Hutter e tibabas un darn eus ar c'humuniezhioù lakaat o madoù e boutin hervez doareoù ar gristenien gentañ ouzhpenn o c'hredenn advadezour en nann-feulster hag e badeziant an dud deuet.

E 1535 gouarnamant Moravia a argasas an holl advadezourien diouzh ar vro. Strewiañ a rejont er broioù tro-dro.

Distreiñ a reas Hutter da Dirol,ma voe harzet d'an 30 a viz Du 1535 e Klausen ha kaset da greñvlec'h Castle Bronzolo. D'an 9 a viz Kerzu e voe kaset da Innsbruck ma voe aterset ha bountet da zinac'h e gredenn. Daoust dezhañ bezañ bet jahinet garv ne zinac'has ket ha ne roas anv advadezour all ebet. Kondaonet e voe da vezañ devet. Mervel a reas d'an 25 a viz C'hwevrer 1536 war arbuched e Innsbruck e-tal ar Goldenes Dachl.

 
Goldenes Dachl (Toenn Alaouret) en Innsbruck, Aostria

Hervez Kronikenn an Hutteridi e vefe bet lazhet 360 advadezour en holl en Tirol.

Kavet a reer kelennadurezh Hutter en eizh lizher bet skrivet da vareoù a heskinerezh garv.

Jakob Hutter und die Hutterer, Märtyrer des Glaubens, teulfilm, 82munutenn, Aostria, 2004, gant Thomas F. J. Lederer, produet gant Louis Holzer, Taura Film

Levrlennadur

kemmañ
  • {en} The Chronicle of the Hutterian Brethren (Plough Publishing House 1987)
  • {en} Brotherly Faithfulness: Epistles from a Time of Persecution (Plough Publishing House 1979)
  • {en} Hutterite Beginnings: Communitarian Experiments during the Reformation gant Werner O. Packull, The Johns Hopkins University Press, 1995
  • Friedrich Wilhelm Bautz: Huter, Jakob. In: Biographisch-Bibliographisches Kirchenlexikon (BBKL). Band 2, Bautz, Hamm 1990, ISBN 3-88309-032-8, pp. 1218–1221.
  • Carl Adolph Cornelius: Huter, Jakob. In: Allgemeine Deutsche Biographie (ADB). Band 13, Duncker & Humblot, Leipzig 1881, p. 460.
  • Grete Mecenseffy: Huter, Jakob. In: Neue Deutsche Biographie (NDB). Band 10, Duncker & Humblot, Berlin 1974, ISBN 3-428-00191-5.
  • {en}Claus-Peter Clasen: The anabaptists in south and central Germany, Switzerland, and Austria – their names, occupations, places of residence and dates of conversion, 1525–1618. Mennonite Historical Society, Goshen, Ind. 1978, ISBN 0-8357-0324-X.
  • Georg Loesche: Archivalische Beiträge zur Geschichte des Täufertums und des Protestantismus in Tirol und Vorarlberg (Jahrbuch für die Geschichte des Protestantismus in Österreich 47). Evangel. Presseverband in Österreich, Wien 1926.
  • Christoph Hartung von Hartungen, Günther Pallaver (Hrsg.): Die Täuferbewegung. Zum 450. Todestag des Begründers der "Hutterer" Jakob Huter (1536–1986). Gaismair-Tage 1986. Praxis 3, Bozen 1989.
  • Werner O. Packull: Die Hutterer in Tirol – frühes Täufertum in der Schweiz, Tirol und Mähren (= Schlern-Schriften. 312). Wagner, Innsbruck 2000, ISBN 3-7030-0351-0.
  NODES
Experiments 1
HOME 1
Note 1
os 5