Josefa de Óbidos, pe Josefa de Ayala Figueira (Sevilla, miz C'hwevrer 1630Óbidos, 22 a viz Gouhere 1684), a oa ul livourez portugalat, eviti da vout ganet e Spagn.

Natividade (Ganedigezh)

Merc'h e oa da Baltazar Gomes Figueira, ul livour portugalat eus Óbidos. Labourat a rae en Évora, ha mont a reas da Sevilla hag eno e timezas da Catarina de Ayala Camacho Cabrera Romero, un dimezell eus Andalouzia.

E 1634 e tistroas an tad gant e wreg ha Josefa, o merc'hig pevar bloaz, da Bortugal. Mont a rejont da chom da g-Quinta da Chapeleira, en Óbidos, pa oa-hi c'hwec'h vloaz. Eno e voe skoliet hag abred e tiskouezas bout donezonet da livañ, engravañ er metal, e kouevr, en arc'hant, un doare-ober anvet pontinho.
Brudet e oa evel livourez bleunioù, frouezh, ha traoù dilach.

E 1653, pa oa 19 vloaz, ec'h engravas embannadur an Estatutos de Coimbra. Goude e labouras evit kouentoù hag ilizoù.

Mervel a eure en Óbidos e 1684, da 54 bloaz, ha beziet en iliz San Pedro. He breur Barnabé de Ayalla a oa livour ivez.

Oberennoù

kemmañ

Levezonet kaer e oa gant al livour spagnol Zurbarán. Lezet he deus war he lerc'h ouzhpenn kant oberenn, en o zouez taolennoù a vleunioù er rummad anvet ar Mizioù.

Emañ he brud o kreskiñ c'hoazh. E 1970 e voe gwerzhet un oberenn diwar he dorn evit 5.500 €, hag 20 vloaz goude e voe lakaet e gwerzh evit 200.000 €.

  NODES
Note 1