Judit ha Holofern (arz)

Judit gant penn Holofern zo anv meur a daolenn, oberennoù eus mare an Azginivelezh italian dreist-holl, a zo bet awenet gant ur vojenn eus an Testamant Kozh.

Judit II (Salome), gant Gustav Klimt.

Ar vojenn

kemmañ

An taolennoù

kemmañ

Judit o lazhañ Holofern

kemmañ

Livadurioù Caravaggio

kemmañ
 
Judit o tibennañ Holofern, gant Caravaggio.

Caravaggio (1571-1610) an hini kentañ en deus kredet livañ ar muntr. Evezh a daoler ouzh genoù heuget Judit, intañvez yaouank, ha tres drouk he matezh, ur wrac'h roufennet ha dizant anezhi.

Un daolenn all zo bet dizoloet e Toloza hag a vije diwar zorn Caravaggio[1],[2]

Livadurioù Artemisia Gentileschi

kemmañ
 
Judit o tibennañ Holofern (1612-21), eoullivadur war lien 199 x 162 cm, gant Artemisia Gentileschi, Galleria degli Uffizi, Firenze.

Judit o tibennañ Holofern, gant Artemisia Gentileschi (1612-21), zo div daolenn damheñvel gant al livourez italian. Souezhet e veze meur a zen pa wele e oa deuet ur plac'h a-benn da livañ un darvoud ken kriz. Hervez an arzvarnourien e c'haller gwelet konnar an arzourez ouzh ar gwaz en devoa he gwallet. Levezonet-kaer e oa-hi gant doare-livañ Caravaggio.

Judit o tougen penn Holofern

kemmañ

Teir zaolenn awenet gant ar vojenn zo bet livet gant Sandro Botticelli.

Gwelout : Judit (Botticelli).

Taolennoù all

kemmañ

Mar deo ral gwelout Judit o lazhañ e weler anezhi aliesoc'h o tougen penn ar jeneral enebour, pa ne lez ket he matezh da zougen anezhañ. Alies ivez e vez ur c'hleze ganti.

XVvet kantved

kemmañ

XVIvet kantved

kemmañ

Gwelout : Judit (Cranach).

★Gant Ambrosius Benson.

XVIIvet kantved

kemmañ

Meur a wech e voe livet istor Judit er c'hantved-se ivez.

Div daolenn zo anavezet gant Lavinia Fontana

Teir zaolenn zo gant Artemisia Gentileschi: div damheñvel, meneget uheloc'h, ma weler Judit da vat o tibennañ an ofiser, hag unan all ma he gweler o tougen ar penn en ur baner. thumb|upright 1.2|Judit hag he matezh , livet gant Artemisia Gentileschi, 1612-1613

Div daolenn zo anavezet gant Simon Vouet (1590-1649).

Livourien arall
kemmañ
 
Judit ha penn Holofern, livet gant Cristofano Allori (1613). Penn al livour eo a vefe e dorn ar vaouez, e bried-kleiz a-hervez.

XVIIIvet kantved

kemmañ

Div daolenn gant Luca Giordano.

Un daolenn gant Giulia Lama, Judit gant penn Holofern, war-dro 1730, Gallerie dell'Accademia, Venezia.

XIXvet kantved

kemmañ

XXvet kantved

kemmañ
 
Judith ha penn Holofern, 1901. Belvedere, Vienna.

Delwennoù

kemmañ

Mojenn dost

kemmañ

Tostaat a c'haller al livadurioù-se ouzh ar re ma weler pe o troc'hañ penn Yann ar Badezour pe o tiskouez e benn war ur plad war c'houlenn Salome, evel e taolennoù Caravaggio : gant an daou vuntr e oa bet awenet. Ouzhpenn da se ez eus un daolenn all gantañ ma weler David o tibennañ Goliat.
Gustav Klimt ivez en deus anvet e eil daolenn diwar-benn mojenn Judit : Judit II (Salome), o veskañ an div vojenn.

Notennoù

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Done 1