Ur pennad Juluan zo ivez.

Flavius Claudius Iulianus (henc'hresianeg : Ἰουλιανός), Julian ar Renavi, pe c'hoazh Julian II (abalamour d'an impalaer Didius Julianus a renas en e raok) (331 – 26 a viz Mezheven 363) a oa un impalaer roman etre 361 to 363, koulz ag ur prederour ha skrivagner henc'hresianek.

Ioulianou autokratoros ta sozomena, 1696

Un niz da Constantinus Iañ e oa, ha dreistbevet en deus lazhadeg an tiegezh impalaerel aozet gant Constantius II e genderv. Julian a venas emzivad goude lazhadenn e dad e 337, hag e kreskas dindan evezh dizehan gant Constantius.[1] Hogen aotreet e voe gant an impalaer da gas Julian da Hellaz ha deskiñ ar brederouriezh klasel. Dre-se e teuas Julian da vout un den desket-bras, muioc'h eget e gempredidi[2]. Constantius II a c'halvas Julian e 355 d'e harpañ evit ren Galia. Daoust ma ne oa ket skiant-prenet getoñ, e teuas a-benn da dizhout an amkan : adkas ar C'hermaned da tu arall ar Roen[1]. E 360 e voe dilennet da impalaer gant e soudarded e Lutetia (Pariz), o loc'hañ ur brezel keodedel gant Constantius. Hogen pervel a reas Constantius a-raok ma c'halljont krogiñ un emgann etreze, ha Julian a zeuas da vout impalaer d'e heul.

Julian a oa un tiern milourel, koulz ag un theosofour, ur c'hempennour sokial, hag ul lenneg meur[3]. Ar rener digristen diwezhañ ag an impalaerezh e oa, ha splann e oa evitañ e oa dav adstaliañ talvoudigezhioù kozh ar Republik Roman evit e saveteiñ ag an diskar[4]. Skarzhañ a reas ul lodenn vras eus izili ar melestradur uhel a-raok klask adlakaat hengounoù relijiel Henroma evit gwanaat ar gristeniezh. Raktreset en devoa sevel an trede azeuldi e Jerusalem evit kreñvaat galloud ar yuzevien diwar-goust ar gristenien[2]. Berzet e oa d'ar gristenien kelenn ha deskiñ al lennegezh klasel pa oa Julian o ren[5].

Buhez prevez

kemmañ

Ganet eo bet e Kêrgustentin e miz Du pe e miz Kerzu 331, en ur familh eus Moesia. E dad, Julius Constancius, a oa mab da Caius Flavius Julius Constantius (Constance Chlore).E vamm, Basilina, a oa eil gwreg Julius Constancius ; aet eo da Anaon nebeut goude bet he bugel.

E miz Du 355 e timezas Juluan gant Helena, merc'h an impalaer Constantius II. Difrouezh e chomas ar c'houblad. N'ouzer ket hag ur gwir goublad a oa anezho.

Buhez politikel

kemmañ

Anvet e voe da Gaesar e Galia, adalek 355 betek 361[6], gant Constantius II, ha da impalaer roman goude adalek miz C'hwevrer 361[6] betek e varv e-kerzh noz ar 26/27 a viz Mezheven 363. Nemet ugent miz ne renas, met brudet e voe e oberoù, milliget aliesoc'h eget benniget. Adsevel al liesdouegezh en e impalaeriezh a fellas dezhañ, pa oa bet savet er relijion gristen, pe en arianegezh, dindan an eskibien Eusebios Nikomedia (a vadezas an impalaer Kustentin Veur), ha Georgios Kappadokia.

Skridoù a savas a-enep ar gristeniezh.

Skridoù

kemmañ
  • Misopogon[7]
  • Meuleudi en enor d'an impalaer an impalaer Koñstanz
  • Meuleudi en enor d'an impalaerez Euzebia
  • Oberennoù an impalaer Koñstans, pe Diwar ar roueelerezh
  • Diwar kimiad Sallustius
  • D'ar Sened ha da Bobl Aten

Levrlennadur

kemmañ
  • J. Bidez : L'empereur Julien. Oeuvres complètes. Discours de Julien César. Belles Lettres. Paris. 1972
  • François Zosso ha Christian Zingg ː Les empereurs romains. 27 av. J.-C. - 476 ap. J.-C. Editions Errance. Paris. 1994

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 Oxford Dictionary of Late Antiquity, "Julian the Apostate", p. 839
  2. 2,0 ha2,1 Julian.
  3. Glanville Downey, "Julian the Apostate at Antioch", Church History, Vol. 8, No. 4 (December 1939), pp. 303–315 ; gwelit p. 305.
  4. Athanassiadi, p. 88.
  5. Potter, David (2009). Rome in the Ancient World - From Romulus to Justinian. Thames & Hudson. 288 p. ISBN 978-0500251522. 
  6. 6,0 ha6,1 Hervez Zosso ha Zingg ː miz C'hwevrer 360.
  7. (en) Troidigezh saoznek e Wikisource
  NODES
Note 3