Degemer mat war Wikipedia, Breizhadig !

Diouzhtu e c'hallez mont da sellet ouzh an alioù kentañ evit kemmañ ha skridaozañ pennadoù war Wikipedia.
Gallout a rez ivez mont da foar ar goulennoù (FAG), da ereadur Wikipedia hag ober taolioù esae er poull-traezh. Kavout a ri an holl draoù-se displeget dre ar munud war al levr-heñchañ evit stagañ gant Wikipedia.

Evit ma vo klok an degemer e kinnigan dit mont d'ober un tamm tro war ar reolennoù da heuliañ (reolennoù an neptuegezh, an degemer pennadoù, ar gwirioù aozer...) ha war pajennoù ar raktresoù. Moarvat e kavi tra pe dra dedennus evidout dre eno.

Evit sinañ da gemennadennoù (war ar pajennoù kaozeal nemetken), e c'hallez bizskrivañ ~~~ ; ha gant ur pevare tildenn, ouzhpenn da "sinadur", e vo diskouezet an deiz hag an eur (~~~~). Arabat sinañ pennadoù ar c'helc'hgeriadur. Posupl eo adkavout --Fulup 20 Kzu 2005 da 17:23 (UTC)roll an aozerien en ur glokañ war rann Istor pep pennad.Respont

A-wechoù e vez implijet arouezennoù pe gerioù kevrinus gant ar Wikipedourien : adkavout anezho a --Fulup 20 Kzu 2005 da 17:23 (UTC)c'hallez ma'z ez war ar bajenn luc'haj. Eno emañ displeget o zalvoudegezh.Respont

Mar fell dit e c'hallez lavaret deomp piv out, eus pelec'h out ha gant petra out dedennet. Evit se e c'hallez personelaat da bajenn hiniennel. Mard deuez eus ur Wikipedia all, na zisoñjez ket da lakaat liammoù war-du da bajennoù hiniennel all. Gallout a rez dont d'en em ginnig war kannadig ar Wikipedourien nevez ivez.

Kement hag aesaat an eskemmoù etre an implijerien disheñvel o yezh e c'hallez merkañ ar yezhoù boaziet ganit — ha da beseurt live — en ur lakaat unan eus ar patromoù a gavi war Wikipedia:Babel war da bajenn bersonel.

Ha ma'z peus goulennoù da sevel, arabat chom etre daou soñj a-raok dont e darempred ganin. Gallout a rez sevel da c'houlennoù en ti-chopin ivez, pe ouzh an implijerien prest da sikour, pe c'hoazh dont da gaozeal war IRC.

Avel vat war ar c'helc'hgeriadur kentañ e brezhoneg !

--Fulup 19 Du 2005 da 20:36 (UTC)Respont

  • Trugarez da chom hep reizhañ traoù n'int ket fazioù war ar pennadoù. N'eo ket un dra ret tamm ebet e brezhoneg lakaat ar ger miz dirak un deiziad, daoust d'ar boaz zo dre gomz. Divizet ez eus bet e oa tu da aozañ an deiziadoù evel-se war ar Wiki. Skañvoc'h eo hag ouzhpenn eo bet diazezet an holl batromoù a servij d'ober liammoù evit an deiziadoù evel-se. Ma ouzhpennez miz e torrez al liamm. --Fulup 19 Du 2005 da 20:46 (UTC)Respont

--Fulup 17 Kzu 2005 da 21:42 (UTC)Respont

  • Ur fazi lec'hiañ zo bet graet ganit evit ar bajenn Langaj chon (barrennig-stagañ diezhomm). Pajennoù dibar (ispisial) eo ar pajennoù dindan askell Wikipedia, n'int ket pennadoù kelc'hgeriadur. Enno e renker ar pennadoù a denn da mont en-dro ar wiki pe ar gumuniezh. Lakaet em eus diverkañ ar bajenn hag adsavet em eus ar pennad gant el lec'h reizh : Langaj chon. Fulup
    • Trugarez da vezañ lakaet pep-tra en urzh mat, n'on ket kustumet mat gant wiki c’hoazh ;o) Breizhadig

Keltiek ha gerioù deveret

kemmañ

Ober a ra ar yezh unvan gant gerioù deveret diwar ar wrizienn kelti-. Hennezh eo ar stumm zo en implij gant an holl, geriadurioù, kelaouennoù, yezh komzet, skol-veur, hag all. N'haller ket evel-se divizout cheñch skritur ur ger ken boutin ha ken pouezus er c'helc'hgeriadur peogwir ne blij ket da hemañ-henn pe peogwir eo bet lennet amañ pe aze e vije bet gwelloc'h pe reishoc'h loc'hañ diwar elfenn pe elfenn. Favereau a blij dezhañ degas adstummoù a bep seurt na zegasont ket gwalldra peurliesañ nemet ar blijadur da lakaat kemmesk er genyezh pa n'eo ket deuet a-benn da lakaat cheñch an doare-skrivañ. --Fulup 17 Kzu 2005 da 15:37 (UTC)Respont

  • M'ho peus c’hoant, gwir eo stumm "keltiek" ivez... Ar stumm "keltek" zo bet meneget ivez gant meur a yezhourien (lod anezho a gelenn pe a gelenne e skolioù-meur) hag a oar istor ar yezh hag ar yezhoù keltek all... Evidon, Keltia a ro Kelt ha Keltek, evel Serbia a ro Serb ha Serbek ha neket Serbiek, yezhoù keltek all a ra gant ar reizhad-mañ, perak e vije ur fazi e Brezhoneg ? Ha n'eo ket gwall ziaes kaout daou stumm evit ur ger, e Galleg ez eus ar stumm "clef" ha "clée", n'eo ket ur gudenn ? Geo ?.. Arabat bezañ ken strizh evit degemer traoù e-barzh ur yezh, ma'z eo traoù reizh pe draoù evit pinvidikaat ar yezh, ne vo ket ur gudenn evit kompren ster un destenn gwelout "keltek" e lec’h "keltiek"... Grit evel ho peus c’hoant, n'eo ket din Wikipedia...
    • Wikipedia zo d'an holl ha gwir en deus pep hini da zisplegañ e soñjoù. Se eo spered ar raktres just a-walc'h. Dre an eskemm soñjoù eo e vez kensavet an oberenn. N'eus droug ebet e neblec'h. Reizh eo e vefe soñjoù kontrol gant an dud a-wechoù. Ar pezh zo d'ober memes tra eo diazezañ reolennoù boutin hag en em glevet war an termenoù evit ma yafe an oberenn war an hevelep tu. Ar ger keltiek zo un termen boutin-kenañ er yezh ha kavet hag implijet e vez alies-tre. Derc'hel a ran da soñjal ne zegas netra vat klask degas cheñchamantoù reizhskrivañ dizehan er yezh e-lec'h stabilaat an implij, dreist-holl evit gerioù ken anavezet ha ken ledet o implij. Pa'z peus adcheñchet ar reizhadenn am boa graet em eus leusket ar pezh ar pezh skrivet. Skrivet em eus ma soñj e pajenn gaozeal ar pennad evel m'eo dleet evit ma c'hallfe an implijerien all reiñ o soñj war ar c'hraf-mañ ivez ha ma vo divizet un dra bennak. :) --Fulup 17 Kzu 2005 da 21:42 (UTC)Respont

Patromoù

kemmañ

Trugarez da vezañ kempennet patromoù evit yezhoù nevez. Hir-tre hag arabadus eo d'ober rak kalz yezhoù zo ha betek-henn e oan bet ma-unan penn o krouiñ anezho. --Fulup 18 Kzu 2005 da 18:09 (UTC)Respont

  • Mann ebet ;o) M'ho peus ezhomm un tamm sikour evit traoù zo, goulennit diganin, ma'm eus amzer e rin. Ur wir plijadur eo labourat war Wiki. --Breizhadig 18 Kzu 2005 da 21:12 (UTC)Respont
    • mat eo trugarez. Gwelet a ran out dedennet gant an traoù keltiek. Mat-tre, mankout a ra ur bern pennadoù war an dachenn-mañ. Merzet em eus ur fazi er skeudenn enporzhiet ganit : Kroaz keltiek eo ar stumm reizh, k keltiek ne gemm ket goude z kroaz (reolenn kemmadur an anvioù-gwan). Dedennus eo ar pennad diwar-benn an oghamoù. Diwall da chom hep kregiñ atav da frazennoù gant ar rener. Klasket em eus adkempenn un tamm. --Fulup 20 Kzu 2005 da 17:23 (UTC)Respont

Ogham

kemmañ

Salud, krouet em eus ar rummadoù Rummad:Ogham ha Rummad:Lizherennoù oghamek evit ma c'hallfes renkañ da bennadoù. Graet em eus al liamm gant rummad Iwerzhon hag an iwerzhoneg ivez. Kalon dit da genderc'hel ganti. --Fulup 21 Kzu 2005 da 17:43 (UTC)Respont

  • Trug ;)

Luc’haj

kemmañ

Me renk deoc'h hoc'h yezhadur, ha c'hwi da revertiñ an artikl !!! -- RobinHood 22 Kzu 2005 da 00:09 (UTC)Respont

  • Cheñchet ho peus traoù ha ne oa ket fazioù, ouzhpenn-se, n'ho peus netra d'ober gant ar pennadoù skrivet e Peurunvan, n'eo ket ar memes Brezhoneg ! Ma welit fazioù, cheñchit, mes arabat enlec’hiañ traoù evel "na vezañ" gant "nompas bezañ", memestra eo ! --Breizhadig 22 Kzu 2005 da 00:17 (UTC)Respont
    • "nompas bezañ" zo brezhoneg, a gav din a-taw. Mod pe vod, galloud a rit miroud ma chanchoù reizh ha renkañ reoù all evel plij deoc'h.
    • "netra d'ober gant ar pennadoù skrivet e Peurunvan" ? ha c'hwi 'ta, d'ho tu, c'hwi a zilam an degemer "tradicionel" !!! -- RobinHood 22 Kzu 2005 da 00:23 (UTC)Respont
      • Ar bajenn-degemer zo e Peurunvan, neuze n'eus ket tu ober gant ur Brezhoneg all, m'ho peus c’hoant ober ho tispac’h, digorit ho kelc’hgeriadur ! Pik echu, na cheñchit ket mui ma fennadoù peotramant e vo fall-tre an traoù evidoc’h... Mes ne ra ket forzh, bepred e vo skarzhet gant unan all ho Prezhoneg... Ne gavit ket iskis bezañ hoc’h unan e-barzh ho tispac’h ?.. Ouzhpenn-se, soñjit e-barzh ar vugale a glask traoù e-barzh wikipedia evit ar skol, peseurt skouer e vo evito gwelout pennadoù skrivet gant ur skritur ha n'int ket kustumet gantañ ? --Breizhadig 22 Kzu 2005 da 00:33 (UTC)Respont
        • Ar bajenn-degemer (ar bajenn-zegemer memes, en peurunvan, sañset !) a oa en Etrerannyezhel. Digoret moa anehi d'ar peurunvan ewid peoc'h an añsiklopedi. Implijer:Fulup an-heni en-deus hadkomañset da g'hober jeu.
        • Ar vugale zo ba skol ewid deskiñ ar vuhez evel emà, ha n'eo ked ar bed comme si -- RobinHood 22 Kzu 2005 da 01:04 (UTC)Respont
          • N'eo ket ur fazi, "pajenn-degemer" eo ar stumm gwir abalamour ma n'eo ket "degemer" un anv-gwan mes ul lodenn deus ar ger "pajenn-degemer" eo... Klaskit e-barzh geriaduroù, e-barzh skridoù, e-barzh google... // A-zivout ar skol hag ar vugale, ne gomprenan ket, n'eo ket ur skritur (pe ur yezh) un dra a zesk traoù kealoniek (ideolojik m'ho peus c’hoant) mes ur benveg evit eskemm e soñjoù pe e ouiziegezh nemetken, ne zesker ket ar bed gant ur reizhad skritur, lu eo ar soñj-se... Ret eo implij un hevelep yezh, un hevelep skritur evit bezañ komprenet, evit beviñ gant ar re all, penaos ema an traoù gant ar yezhoù all ?? Digorit ho taoulagad un tamm ! Arabat huñvreal hag ober ho tispac’h hoc’h unan, gwalldrivilus (patetik) eo ! Gwir eo ez eus ur yezh poblek hag ur yezh skiantel, mes Wikipedia zo un dra skiantel, ne skriver ket e-barzh evel e prezeger, daoust hag eñ e vez gwelet e-barzh kelc’hgeriaduroù saoznek traoù e-giz " 'is man fàz very nownn" pe gerioù poblek e lec’h gerioù skiantel ? Vez ket... Un diforc’h bras zo etre ar yezh dre-skrid hag ar yezh dre-gomz... Perak e vije disheñvel evit ar Brezhoneg ? Ur menoz droch eo... --Breizhadig 22 Kzu 2005 da 01:56 (UTC)Respont
            • Da ma soñj e ra Fulup gant "bajenn-zegemer". Gwelit penn kentañ Kaozeal:Degemer. Normalamant ne zegass ked ur yezh (nag ur skritur) un ideoloji, nann, nemed ar brezhoneg arnewez hag ar Peurunvan a ra : ar brezhoneg arnewez a glask pellaad ar vroioù/yezhioù an eil deus he-ben (Breizh deus Frañs, brezhoneg deus ar g'heriaoueg internacional -- nemed e vefent deus ar memes "gouenn"), ha pellaad aneze en un doare aotoriter c'hoazh (eneb d'ar bobl) ; ar peurunvan, a-hend-all, zo bed mired abalamour da bloawezh 1941, daoust n'eo ked parfed (ha skritur Falc'hun zo bed kroued enep d'ar gollaboracïon-se...). Ur brezhoneger normal, mod pe vod, n'eo ked gouest da gompren yezh ho "kelc'hgeriadur".... Diferañsoù vez etre neb yezh komsed hag he versïon skrived, evel just, mes james kemend-all hag ez eus etre an newez-vrezhoneg hag ar brezhoneg tradicionel, evel-kent ! An nebeutañ diferañsoù ar gwellañ. An diferañsoù-se zo lakaed war an daol, e-gis digarezoù, ewid pass lâred ar pezh e klask gober paotred an newez-vrezhoneg : dilatinnaad ar yezh. -- RobinHood 23 Kzu 2005 da 01:04 (UTC)Respont
  • Me a gompren mat-tre pezh a lârez mes ret eo ober un diforc’h etre ar yezh prezeget hag ar yezh skrivet, dre-brezeg eo ret bezañ komprenet gant an holl peogwir ez eo rediet bezañ komprenet diouzhtu, ne vo ket implijet an hevelep gerioù gant un den hag en deus desket ar yezh er skol ha gant un den ha n'en deus ket desket ar yezh nemet e-barzh e familh, dre-skrid n'eo ket e-giz-se tamm ebet... Yezh ebet a vez skrivet e-giz ma'z eo prezeget, ar yezh skrivet zo disheñvel-tre diouzh ar yezh prezeget, n'eo ket an hevelep geriaoueg nag an hevelep ereadurezh, ul live uheloc’h zo er yezh skrivet. Ma ne gredit ket ac’hanon, lennit traoù e Galleg, gerioù zo ha n'int ket implijet dre-brezeg, diaesoc’h eo e Brezhoneg peogwir n'eus media ebet evit lakaat ar yezh da vont war-raok, ret eo ober gant gerioù a zo anavezet, neuze emprestiñ diouzh ar Galleg, daoust hag eñ ez eo un doare reizh d'ober bepred ? Hervezon n'eo ket, ret eo implij traoù e-giz Wiki evit lakaat ar yezh da vont war-raok e-giz ma ra ar Saozneg, ar Ruseg, ar Galleg ha kement yezh a zo anezho : an digloserezh a vez graet deus an dra-se (ur brezhoneg lennek hag ur brezhoneg prezeget)... N'eo ket ur menoz a vroadelouriezh mes ur menoz a zreistelezh, ret eo mont war-raok ha pelloc’h gant ar ouizidigezh bepred, arabat chom stag ouzh un dra bennak a zo a-is, ret eo bepred mont war an tu uhelañ, ne zegas netra an den a chom bepred en e lec’h... Hag ur blijadur eo deskiñ traoù ouzhpenn-se... Ret e vefe termeniñ petra eo ar Brezhoneg evidoc’h, ur yezh hag a zle chom e-giz ma oa er bloavezhioù '50 pe ur yezh hag a zle mont war-raok evit bezañ implijet evit pep tachenn a zo ?.. Peogwir ma'z implijomp gerioù Gallek hag un ereadurezh Gallek e pep lec’h, gwelloc’h eo prezeg Galleg...
  • Evel just e lakaon un diferañs etre yezh skrivet hà yezh prêget. N'on ket Implijer:Chañ Maï pe me oar-me... Ewid emprestiñ diouzh ar Galleg, ez eus bet savet reolennoù, geo, gant tud Diwan, Yann Gerven, n'ouzon ket re : implijed int gant Geriadur ar Matematikoù... Ne ran ket gante penn-da-benn, OK, mes reolennoù ez eus. Ur yezh skrivet zo forzh pessort yezh mar be sklaer, en heh yezhadur ha geriadur, gant gerioù an aessañ possubl da gompren memes-tra. Brezhoneg gant gerioù kembraeg zo un dra vad ewid nacionalisted, ha setu tout : n'eo ket bet akseptet gant an dud normal. Ur yezh hag a ya war-raog hiziw an dez, zo ur yezh hag a gemer gerioù internacional. -- RobinHood 27 Kzu 2005 da 20:21 (UTC)Respont
  • A-raok lâr traoù e-giz "broadelourien", sellit ouzh ar bed, e Galleg uhel e kavan gerioù hag a ne gomprenan ket, gerioù savet diwar ar Gresianeg (pe c’herioù kozh) ha distummet kalz... E Gresianeg, ez eus ur yezh uhel : ar C’hoïne ; en Islandeg, an dud a fell dezho mirout ar yezh hogos-tre deus ar yezh orin neuze ne vez ket degemeret gerioù-all e-giz-se, broadelourien int ? Ne soñjan ket... Gerioù "internasional", e Bulgareg e vez lâret "méjdounaroden" evit "etrebroadel" pe "internasional", "meðunarodni" e Serbeg, "alþjóðlegur" en Islandeg, "rhyngwladol" e Kembraeg, graet e vez gant ar stumm "international" gant ar yezhoù romanek kentoc’h, ur skouer eo, mes ez eo memes tra evit gerioù all... N'eus "ger internasional" ebet nemet un nebeut gerioù skiantel e-giz "dinosor", "elektron", "atom" ha kement zo, mes gerioù boutin-tre e yezhoù brasañ ar bed n'int ket gerioù etrebroadel, deskit yezhoù, kit kuit deus ho koadoù, beajit ha keñverit ho spered gant spered ar re all... Ma reomp gant gerioù etrebroadel, gant ur yezhadur aes kennañ, ar yezhoù a yelo da get, chom a raio ur yezh nemetken, ur yezh etrebroadel... C’hwi a brezeg deus broadelourien mes petra lar diwar-benn an etrebroadelourien ?.. Dre huchal "Faskourien int !" e teu an nen da vezañ "faskour", soñjit e-barzh an dra-mañ... Un difoc’h zo etre "faskour" ha "desket", n'eo ket gant tud dizesk (emsaverien pe dud o deus c’hoant kaout ur yezh a denn d'o c’hoantoù) e reer ur yezh (me a brezeg deus ar yezh skrivet ha lennek) mes gant yezhadurourien, istorourien ar yezh ha kement zo... Mod-se ema, ma n'hoc’h ket a-du savit ho Wikipedia hag ho yezhadur mes ne vioc’h ket heuliet gant kalz a dud, me ' lar deoc’h... Un dra iskis zo ouzhpenn, anavezout a ran kalz tud ha n'o deus ket desket ar yezh, ne implijont ket kement a c’herioù gallek ouzhpenn, n'hallan ket krediñ ac’hanoc’h pa lârit ha c’hwi zo nes-tre deus ar brezhoneg poblek (tradissionnel), n'eo ket gwir, n'anavezan ket brezhoneg Penn-ar-Bed nag hani Aodoù-an-Arvor nag hani kornôg Mor-Bihan en ho Prezhoneg... (PS : arabat klevout francoise morvan, hi zo "nasionalist" penn-da-benn ! lol ret eo deoc’h ober an difoc’h etre "nasionalist" ha tud desket) - Gwir eo, ret eo pinvidikaat ar yezh dre zegemer gerioù estren a-wechoù mes arabat ober un trefoedaj dre c’hallekaat anezhi... In faque 't, vous speakez Breton comme si un French speakait avec plein de words emprunted from l'English, eske vous understandez mieux mon point of view comme ca ? Je ne joke pas but votre Breton est exactly comme un French rempli d'English words, cette way de speaker voudrait être chokant pour plus d'un French, et more encore si c'était written ! --Breizhadig 27 Kzu 2005 da 22:33 (UTC)Respont

Porched Babel

kemmañ
  • Mat ha sklaer e kavan ar pezh ac'h eus graet. Gant petra out nec'het ?

--Fulup 29 Kzu 2005 da 17:33 (UTC)Respont

  • N'on ket nec’het ken mes sell ouzh stumm kentañ ar porched hag e kompreni, ur spont e oa mes dre glaskañ em eus kavet penaos kempenn an traoù gwelloc’h... N'eo ket dreist c’hoazh mes gant sikour e vo savet ur porched dereat...
--Breizhadig 29 Kzu 2005 da 17:41 (UTC)Respont

Dilennit ho merourien

kemmañ

Digor eo ar votadeg evit dilenn ho merourien, votit AMAÑ


Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)

kemmañ

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledaoc'h e vo an emglev ytizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 08:42 (UTC) (Merour)Respont

Dilennadeg

kemmañ

Votit amañ
 

Lañset zo bet ur votadeg (amañ[[[br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Du_2006]) evit dilenn merourion/ezed nevez. Tu zo deoc'h da lakaat hoc'h anv ha/pe da reiñ ho vot evit ar re all bet lakaet o anv dija.

Kemenn votadeg

kemmañ

Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.

Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.

Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:24 (UTC)Respont

Pennad eus an dibab

kemmañ

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon,  Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:53 (UTC)Respont

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)

kemmañ

 Galvadenn


Merour·ion·ezed nevez zo ezhomm !
Lakait hoc'h anv pe hini un implijer/ez all amañ

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 19:31 (UTC)Respont

E ser an dilennadeg

kemmañ

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[1]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[2]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[3] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant Kdbzh, Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) ha Kadbzh (kinniget gant BB, Neal, Ex-Smith) (an daou diwezhañ o vezañ nullet o c’hinnig diwar o goulenn) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw ha Kdbzh gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr ha Kdbzh gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[4] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

Meven 2 Her 2009 da 15:20 (UTC)Respont

E ser doareoù Bianchi-Bihan

kemmañ

E ser va stankadennoù

kemmañ

Kalz buanoc'h e vin diwar-benn "respont"[5] Bianchi-bihan, a skriv er wezh-mañ diwar bluenn Neal.

  • Da gentañ-holl n'eo ket gwall dener treuzkompradennoù BB "Neal" a lenner en he "respont" pa n'em eus kaset netra dezhi. Da veur a zilenner 'm eus kaset va zestenn, tamm ebet dezhi avat.
  • Kompren a c'haller aes a-walc'h n'eur ket gwall blijet gant pezh 'm eus skrivet. Hogen goulenn a ran da bep hini adlenn va zestenn ha lavarout din hag-eñ e kavo enni un emzalc'h "tagus ha kunujennus" eus va ferzh. An div arroudenn nemeti meneget gant BB zo "Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous" hag an devoud m'emañ Neal "e dorn Bianchi-Bihan". Gwirionezioù anat da'm meno, d'ar gwashañ un ali ha n'eo ket BB a-du gantañ...Hogen, kunujennoù ? Gwall vuan ez erruer e domani ar c'hunujennoù, gouez da vBB/"Neal", a hañval gwall gizidik... Abalamour da se on bet stanket 3 miz da gentañ, ur bloaz da c'houde, diverket eus roll an emstriverion ha zoken eus an dilennerion ! Mendare petra vefe ur vro renet gant tud a-seurt-se. Er broioù dieub e vez asantet d'ar re n'int ket a-du gant ar re a zo er galloud da ezteurel o savpoent. Naturel a-walc'h e kavan bezañ kaset va savpoent d'an dilennerion. BB en defe gallet mouezhiañ a-enep din, goulenn digant ar Wikipedidi all ober kement-all da ziskouez d'an holl pegen enebet ez int ouzhin, kas ul lizher kevatal -n'eo ket evel merour (dindan anv Neal), evel n'eus forzh petore Wikipediad ne lavaran ket. Krediñ a reer amañ bezañ e Frañs da c'hrez "enstriverezhioù kefridiel" Napoleon III pa ne oa asantet d'en em lakaat war ar renk nemet ar re a-du gant ar galloud staliet. Pelec'h eo bet stummet BB -ha pa vefe amañ dindan anv "Neal" ? E Tirana pe e Minsk ? En ur Republik bennak eus Suamerika (evel an San Teodoros, da skouer) ? Pe e Brussel gant ar re a zo boas da dremen e-biou disoc'h mouezhiadennoù pa n'int ket a zo gortozet (evel e Danmark, Izelvroioù, Frañs, Iwerzhon...) : nec'het e vez d'an tu enep d'ezteurel e savpoent, dilamet eus o gwir da vouezhiañ ar re n'int ket a-du gant ar re zo penn ar galloud. Estregedon ez eo bremañ tro Gwilhmod[ http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009].
  • Kement-all a c'haller gwelout evit ar wiriekadenn IP bet goulennet. An disoc'h oa e oa disheñvel an IPoù arveret ganin ha gant reoù all tamallet. Neuze e oa eilgeriet ne broue ket an IPoù disheñvel e oa disheñvel o arverion. A zo gwir moarvat. Met neuze perak ober un enklask ? An disoc'h n'en deus talvoudegezh nemet ma 'z eo diouzh an tu mat. Kaerat reizhiad varnerezhel e rouantelezh BB -hag e sekreour Neal- ! Ha pa vefe bet heñvel an IPoù, petra a vefe bet lavaret ? Ha ! Setu ar brouenn !...

E ser an dilennadeg

kemmañ
  • ...dres ! An disoc'hoù ne hañvalont ket pezh a oa gortozet gant BB "Neal", gant tud enebet ouzh BB ha ne oant ket gortozet. Ha neuze BB -bepred dindan anv "Neal"- da glask hag-eñ ne vefe ket un tamm irienn bennak : Kement a dud a-enep BB ? Ne c'hall ket bezañ ! Ha neuze BB "Neal" da c'houlenn un tamm enklask diwar-benn ar stankadennoù hag an IPoù digant un atebeg bennak eus ar Wikipedia gallek[6] ha [7]. Ha disoc'h e enklask a voe e voe heñvel IPoù...Bianchi-Bihan ha Kdbzh, arveret stank ganto an hevelep urzhiataer e-pad ur sizhunvezh bennak e miz gouere ! Nag un dichañs ! Ha neuze BB "Neal" da douiñ n'eo ket Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep den ! Neuze, disheñvel talvoudegezh an enklaskoù hervez piv zo e kont : diouzh un tu IPoù disheñvel ne vir ket ouzh un hevelep arverer da vezañ a-dreñv, diouzh an tu all un hevelep IP ne brou ket ez eo an hevelep hini a zo a-dreñv...Ne lavaran ket ez eo Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep hini -pezh n'int ket din da c'houzout-, met petra vefe lavaret ma vefe merket va IP e-touez an dilennerion ? Pe IPoù heñvel e-touez ar re "n'o deus mouezhiet mat" ? Emichañs e vo plijet ar re-se -ar re o deus mouezhiet a-enep BB- da zeskiñ an diskred zo warno da vezañ keniriennourion ganin...Mouezhiet 'm eus gant ur c'hont savet a-ratozh evit se, hogen dindan un lesanv splann a-walc'h -Mewenn-, n'em eus ket klasket kuzhat piv oant : kement-se a dalveze mat, da vihanañ, ur bloaz stanket, ken grevus ma'z eo kement-se, anat deoc'h ! Dreist-holl e lenner diwar bluenn "Neal" Goût a ra an holl, da skouer, n'hall ket ar verourion kemer divizoù diwar-benn kaozeadennoù m'o deus kemeret perzh enne? [8]. Met kement-se n'eo ket un arver personel eus e c'halloud, anat deoc'h !
  • Petra mouezhiañ ? Disorc'hoù kentañ ar vouezhiadeg a ziskouez mat ne c'hall ket mui meur a hini gouzañv diktatouriezhig BB war Wikipedia. Met an holl a hañval krediñ ne vefe nemet dindan e anv ez eo noazus. Evel-se en deus Ex-Smith -a hañval dizañjer- mouezhioù tost an holl dilennerion. Ha padal e ranker merkañ ez eo e-touez ar re o deus kinniget BB da verour, mouezhiet en deus eviti, ha BB hec'h-unan he-deus mouezhiet ha kinniget Ex-Smith. Arvar zo e vefe eta Ex-Smith evel Neal, eleze un anv hepken a sevenefe doujus kement a lavaro dezhañ BB ober. Erbediñ a ran eta mouezhiañ a-enep dezhañ. Hag ar re all ? Amjestr eo lec'hiadur Y-M D, pa hañvale kenlabourat digudenn gant BB. Skrivañ a ra [9]. A-du penn-da-benn gant ar mennozh da geñver ar fiziañ a ranker kaout er merourien. Dre-se ez on a-du evit ma vefe skarzhet eus ar votadeg ar re bet stanket e-pad ar prantad-kinnig, da lavarout eo neuze me. N’on ket feuket gant kement-se, hag ar gwir en deus Y-M D da vezañ displijet ganin, hogen kement-se a dalvez kement ha sevel a-du gant tuad BB. Kement-all n’en deus ket miret outañ a resev un tamm evezhiadenn dismegañsus a-zoare a-berzh BB : Ne welan ket penaos e vo gallet ober pennadoù eus an dibab hep peurvestroniañ ar yezh[10]. Padal en deus Y-M D mouezhiet neptu da geñver BB, tra ma vouezhie Belvar -en deus e ginniget- a-enep da vBB. Gwendal P. ha Malo, diouzh o zu, ne lavaront netra. Mat e vefe d'an tri-se sklaeraat o emzalc'h hag o lec'hiadur a-zivout ar reuz degaset gant BB abaoe re bell zo bremañ. Gwelout a reer daou duad : diouzh un tu skipailhig BB, a vod tud en em anavez mat-tre, a vouezh bepred ez-emskiantek en hevelep doare, diouzh un tu all "ar re all", n'o deus da voutin nemet an devoud ma ne asantont ket diktatouriezhig BB hep en em glevout kentrezo, pezh a zo yac'h pa dalvez kement-se chom stag ouzh ar frankiz. Hogen da vezañ strewet evel-se e weler ne c'hall hini ebet anezho bezañ dilennet da verour ha da gempouezañ galloud skipailhig BB. En tu-hont d'o diforc'hioù reizh e vefe mat dezho en em glevout ha mouezhiañ evito-holl : Gwendal P., Y-M D ha Malo. Met, pa n'hon eus netra da zibab dirak BB hag Ex-Smith, ez erbedan da c'hortoz mouezhiañ evit an tri-se, gant ar spi e c'hallfent kempouezañ ar skipailgig a-vremañ.

Bianhi-Bihan hag he sekretour Neal a glask lakaat da grediñ ne vefe amañ nemet ur gudenn a vennozhioù pe a emzalc'h. UR GUDENN A C'HALLOUD N'EO KEN, hag int -evel an Tad Ubu- a ra pezh a garont pa 'z eo ar galloud ganto, ha mat pell zo.

Meven

  NODES
INTERN 6
Note 2