Dielloù

kemmañ

Kaozeadenn Implijer:Huñvreüs/Dielloù

Bloavezh mat...

kemmañ

...deoc'h kement ha d'ho re. Ra chomo dilogod an ti dreist-holl ! 2A01:CB08:8E08:9800:B556:E44:738A:D001 1 Gen 2025 da 10:49 (UTC)Respont

Ha deoc’h ivez. Emañ ar c’hazh o teurel evezh 🐱 Huñvreüs (kaozeal) 1 Gen 2025 da 11:56 (UTC)Respont
Gant ned aio ket ar grefier da spontañ al laboused emaomp oc'h ober war o zro...! 2A01:CB08:8E08:9800:B556:E44:738A:D001 1 Gen 2025 da 13:25 (UTC)Respont
😆 Huñvreüs (kaozeal) 2 Gen 2025 da 08:45 (UTC)Respont

American Dad

kemmañ

Bloavezh mat! Yec'hed ha prosperite! Ur goulenn perak eo bet diverket ar bajenn American dad? Tu 'zo din adsevel anezhi propik met petra a oa war gudenn? A galon --Dishual (kaozeal) 1 Gen 2025 da 11:06 (UTC)Respont

Salud dit Dishual, bloavezh mat ivez!
Diverket am eus ar pennad American Dad! hervez ar « gaozeadenn »-mañ. Moarvat n’ez poa ket gwelet anezhi. Diziverket am eus ar bajenn neuze. Huñvreüs (kaozeal) 1 Gen 2025 da 11:56 (UTC)Respont
Demat,
Trugarez! Kompren a ran. Da adsevel penn-da-benn e vo ma vo tud dedennet!
A galon Dishual (kaozeal) 1 Gen 2025 da 12:26 (UTC)Respont

Acanthizidae

kemmañ

Demat, genadoù 'zo eus ar c'herentiad - Pachycare, Oreoscopus, Pycnoptilus, Hylacola, Smicrornis, Neosericornis, Origma, Aethomyias hag Acanthornis n'o deus liamm ebet ouzh ar yezhoù all. A galon. 2A01:CB08:8E08:9800:7CB:6FA7:CB1F:CD77 2 Gen 2025 da 10:49 (UTC)Respont

Demat,
Evit lakaat anezho: klikañ war Ostilhoù / Ouzhpennañ al liammoù etreyezhel, dibab ur wiki (da skouer: frwiki pe enwiki) ha titl ar pennad da liammañ, ha klikañ war « Liammañ ouzh ar bajenn ». Huñvreüs (kaozeal) 2 Gen 2025 da 11:51 (UTC)Respont
Ya, er mod-se em eus klasket ober, en aner siwazh. Loba ez on hep mar ebet :-( 2A01:CB08:8E08:9800:7CB:6FA7:CB1F:CD77 2 Gen 2025 da 12:24 (UTC)Respont
Penaos lakaat liammoù etreyezhel
Marteze e vo sklaeroc’h gant ur video ? Huñvreüs (kaozeal) 2 Gen 2025 da 12:45 (UTC)Respont
Trugarez vras eus ho video, bihan a-walc'h eo avat (ha n'eo ket ur rebech) ha n'omp ket evit e lenn siwazh... 2A01:CB08:8E08:9800:7CB:6FA7:CB1F:CD77 2 Gen 2025 da 15:52 (UTC)Respont
E traoñ, tu dehoù, ar bajenn a deu pa glikit war ar video ez eus ur bouton e stumm ur seut karrez diglok. Pa tremen bir al logodenn warnañ e teu war wel ul lagadenn, enni an destenn "Fullscreen" (marteze e vank un droidigezh). Klikit warnañ da vrasaat ar video. Gwelloc'h eo evel-se ? Huñvreüs (kaozeal) 2 Gen 2025 da 16:07 (UTC)Respont
Pell welloc'h eo, ya : kaer 'm eus klikañ war Ouzhpennañ al liammoù etreyezhel ne deu ket Liammañ ouzh ar bajenn war wel. Biskoazh kemend-all ! E-lec'h e teu Create a new Item. 2A01:CB08:8E08:9800:7CB:6FA7:CB1F:CD77 2 Gen 2025 da 16:39 (UTC)Respont
Iskis. Evit pehini eus ar pennadoù? Huñvreüs (kaozeal) 2 Gen 2025 da 17:23 (UTC)Respont
Ya. Klasket 'm eus c'hoari gant ar pennad diwar-benn Neosericornis. Marteze n'eo ket aotreet an IPoù lakaat liammoù etreyezhel ? 2A01:CB08:8E08:9800:7CB:6FA7:CB1F:CD77 2 Gen 2025 da 17:27 (UTC)Respont
Gwir eo, n'ez a ket en-dro pa vezer digevreet. Souezhus eo. Poent krouiñ ur gont, marteze? Huñvreüs (kaozeal) 2 Gen 2025 da 17:31 (UTC)Respont
Krouiñ ur gont, mutu ? N'omp ket peursur e vije ur mennozh mat. 2A01:CB08:8E08:9800:7CB:6FA7:CB1F:CD77 3 Gen 2025 da 14:14 (UTC)Respont
Ha perak ne vije ket? Warlene e ouien ar respont, bremañ ne ran ket. Huñvreüs (kaozeal) 3 Gen 2025 da 16:06 (UTC)Respont
Gall' 'ran respont deoc'h didro ? 2A01:CB08:8E08:9800:7CB:6FA7:CB1F:CD77 3 Gen 2025 da 16:38 (UTC)Respont
Ya, evel-just. Huñvreüs (kaozeal) 3 Gen 2025 da 17:07 (UTC)Respont

Krouiñ ur gont

kemmañ

Ha c'hoari 'ra ? Goût 'oarit abalamour da betra n'omp ket gwall entanet pa ginnigit (gant gwir abeg) (ad-)krouiñ ur gont dimp. Traoù diaes da lonkañ a oa c'hoarvezet amañ n'eus ket keit-se ha ne welomp ket mat petra zo kaoz ne c'hoarvezfent ket a-nevez. Amañ 'mañ an dalc'h. Mil digarez evit ar respont diwezhat. Gwellañ soñjoù. 2A01:CB08:8E08:9800:7CB:6FA7:CB1F:CD77 5 Gen 2025 da 11:45 (UTC)Respont

Mat ar jeu, ha ganeoc’h?
Gouzout a ran ez eus bet kudennoù en amzer dremenet, met hervez a gredan gouzout int c’hoarvezet dreist-holl gant un implijer a zo bet baniset ha n’eo ket aotreet da zont en-dro. Bremañ eo sioul ar wiki, n’eus tabut ebet war-bouez dizemglevigoù diskoulmet buan. Setu perak ne gomprenan ket pelec’h emañ an dalc’h. Huñvreüs (kaozeal) 5 Gen 2025 da 12:01 (UTC)Respont
Pa lavaran « krouiñ ur gont »: gallout a ran distankañ ar gont bet prennet diwar ho koulenn ivez. Huñvreüs (kaozeal) 5 Gen 2025 da 12:15 (UTC)Respont
War a lennan, emaomp o peuriñ war an hevelep tachenn. Ur goulenn, koulskoude : petra a virfe ouzh an implijer bet meneget ganeoc'h a zistreiñ oc'h ober gant ur vargodenn all ? 2A01:CB08:8E08:9800:7CB:6FA7:CB1F:CD77 5 Gen 2025 da 12:30 (UTC)Respont
Ma bouton Stankañ, da gentañ 😁 Huñvreüs (kaozeal) 5 Gen 2025 da 12:52 (UTC)Respont
Salud deoc'h, Manet on etre daou kent respont deoc'h. Ne c'hell den ebet chom war var eus hoc'h onestiz hag engouestl abaoe m'hoc'h bet dilennet da verour. Nag eus efedusted ho pouton Stankañ emichañs. Amañ n'emañ ket an dalc'h. Stanket e oa bet an implijer-se da viken er Wiktionnaire galleg 6 vloaz 'zo ha kement-mañ n'en deus ket miret outañ a zistreiñ di oc'h ober gant meur a fri faos evel amañ pe aze, da skouer. Afer merourien al lec'hienn-se an hini eo, gwir eo. Se zo kaoz n'em bez ket c'hoant d'advevañ kement-se avat. A galon. 2A01:CB08:8E08:9800:7CB:6FA7:CB1F:CD77 6 Gen 2025 da 14:34 (UTC)Respont
E dibaboù ur gont e c’hellit « didrouzañ » un implijer, d.l.e. mirout ouzh an implijer-mañ da gemenn ac’hanoc’h. Kement-se ne c’hall ket bezañ graet gant un IP.
Gwir eo n’on merour nemet amañ, met ma vefe kudennus emzalc’h an implijer-mañ er Wiktionnaire, da skouer, e vefe stanket gant merourien ar Wiktionnaire, sur a-walc’h.
N’eo ket fin an istor koulskoude. Stanket eo an implijer-mañ da viken war 3 wiki dija. Fedoù nevez a harallerezh war n’eus forzh pe wiki a vefe abeg a-walc’h evit goulenn ur global ban, d.l.e., difenn ouzh an den-mañ da zont en-dro war n’eus forzh pe wiki an Diazezadur Wikimedia. Ur seurt bombezenn nukleel eo, moarvat e vefe spontus a-walc’h evit lakaat anezhañ da sioulaat ma vefe ezhomm, rak anat eo e fell dezhañ kenderc’hel da labourat, war ar Wikeriadur da nebeutañ. Huñvreüs (kaozeal) 6 Gen 2025 da 15:07 (UTC)Respont

┌──────────────┘

Hag ivez: a-benn nebeut e vo kontoù berrbad e lec’h IPoù. Un dra iskis a servijo da chom hep diskwel IPoù peogwir int « roadennoù prevez » (nemet e c’hallo al lodenn vrasañ eus an implijerien gwelout anezho forzh penaos), n’int ket kontoù gwir met kontoù int memestra 🤦 Huñvreüs (kaozeal) 8 Gen 2025 da 16:38 (UTC)Respont

Salud, Ne oan ket evit respont kent dre m'em boa tapet anoued. Ne grouin kont ebet, kollet ar fiziañs e "Diazezadur Wikimedia" ganin ha n'oc'h ket kiriek da se, evel-just. Kompren a ran pegen torr-penn e c'hell bezañ dleout teurel evezh ouzh degasadennoù an implijerien digevreet : kas a rin da benn an tamm labour boulc'het er pennadoù-skrid liammet ouzh al laboused. Ra vo meulet Oppenheimer koulskoude ! A galon. 2A01:CB08:8E08:9800:7CB:6FA7:CB1F:CD77 9 Gen 2025 da 17:26 (UTC)Respont
  NODES
Note 1
os 8