For other languages, consider using Wikipedia:Babel
Salud, Pokorny, Un degemer c'hwek a roomp dit war ar Wikipedia e brezhoneg
Demat, Pokorny. Trugarez da gemer perzh er raktres. Spi hon eus e vi plijet o labourat ganeomp hag e vi en da vleud amañ.
Un holloueziadur savet a-stroll eo Wikipedia e brezhoneg. Frank a wirioù eo an danvez a gaver ennañ. Savet eo bet d'an 22 a viz Mezheven 2004; abaoe ez eus bet diazezet gant ar gumuniezh meur a bennaenn evit kenlabourat. Ma'z out nevez war ar wiki, kemer un tamm amzer evit lenn diwar-benn an temoù da-heul, a-raok kregiñ da gemer perzh da vat e Wikipedia. Gra gant patromoù Babel evit lakaat war wel ar yezhoù komzet ganit.
Kregiñ ganti
Ober e gammedoù kentañ
Takad pleustriñ
Evit ma c'hallfes ober taolioù-esae
Program skoazell.
Goulenn bezañ skoazellet gant unan bennak evit kregiñ ganti
Desk penaos degas kemmoù en ur bajennn
Titouroù evit cheñch traoù war pajennoù ar wiki
Fazioù boutinañ a ranker diwall outo
Diverrañ eus ar fazioù boutinañ stadet war ar wiki
Foar ar Goulennoù
Goulennoù a vez graet gant an holl
Reolennoù Wikipedia
Reolennoù aprouet gant ar gumuniezh
Tavarn
Ma c'hallez goulenn tra pe dra ouzh ar wikipedourien all
Pemp pennaenn Wikipedia
Reolennoù diazez mat da c'houzout
Skoazell
Dornlevr hollek Wikipedia

Homañ eo da bajenn gaozeal, ma c'hallez resev kemennoù a-berzh Wikipedourien all. Mar fell dit leuskel ur gemennadenn d'ur wikepedour all eo ret dit skrivañ war e bajenn gaozeal dezhañ; a-hend-all, ne ouio ket. E traoñ da gemennadenn e tleez sinañ gant peder ~~~~ pe pouezañ war ar bouton-mañ : . Dalc'h soñj ne vez ket sinet ar pennadoù.


Spi hon eus ez po plijadur war Wikipedia e brezhoneg.

--Fulup 8 Gen 2006 da 17:34 (UTC)Respont
  • Plijet-tre on gant da bennadoù. Dispar eo evit ar wikipedia brezhonek kaout un den eveldout dedennet gant ar broioù alamanek ha gouest da zegas boued deomp. Spi am eus e kendalc'hi e-pad pell.

--Fulup 11 Gen 2006 da 18:04 (UTC)Respont

Kenderc'hel a rin, ha gant plijadur! --J. Pokorny 11 Gen 2006 da 20:08 (UTC)Respont

    • Klask a rin, met ne vo ket aes, rak artifisiel ha droch eo alamaneg an destenn orin. --J. Pokorny 13 Gen 2006 da 22:39 (UTC)Respont
      • Trugarez dit. Pa respontez ouzh kemennadennoù unan bennak eo gwelloc'h respont war eeun war bajenn gaozeal an den en deus skrivet dit. Evel-se e vez resevet gant an den-se ur gemennadenn a lavar dezhañ ez eus bet respontet dezhañ. A-hend-all emañ ar riskl ne ouife ket an den ez eus bet respontet dezhañ ma ne soñj ket mont da welet war bajenn gaozeal ar Wikipedourien all. Trugarez c'hoazh --Fulup 14 Gen 2006 da 15:05 (UTC)Respont

Dilennit ho merourien

kemmañ

Digor eo ar votadeg evit dilenn ho merourien, votit AMAÑ

Yezhoù

kemmañ

brav-tre emañ ar yezhoù o tont a-drugarez da's strivoù-te. bravo! --Neal 19 C'hwe 2006 da 12:26 (UTC)Respont

hebraeg

kemmañ

gloups! n'eo ket a-ratozh eo ne oa ket bet menneget an hebraeg e-touez ar yehzoù semitek muiañ-komzet :-)) --Neal 25 C'hwe 2006 da 14:42 (UTC)Respont

yezhoù mongolek

kemmañ

o paouez kregiñ on gant ar pennad-mañ Kalmoukeg-oirateg met n'pn ket ur mailh war afer ar patromoù-yezh daonet-se - n'oûn ket, e berr gomzoù, hag-eñ em eus lakaet al liv mat pe get (hag ul liv nemetañ zo evit an holl yezhoù altaek pe unan disheñvel evit bep ar yezhoù mongolek ha turkek?). ha gallout a rafes mont da laka ur sell ha da reizhañ ar pezh a zo fall mar plij? a groysen dank --Neal 5 Meu 2006 da 13:15 (UTC)Respont

mat eo, ul liv evit an holl yezhoù altaek. a-du --Neal 6 Meu 2006 da 07:56 (UTC)Respont

Haider hag ar sloveneg=

kemmañ

Salud dit, n'hallfes ket skrivañ ur pennad berr (pe hir!) diwar-benn Haider hag ar sloveneg, pezh a lavar ha pezh a ra enep d'ar skolioù hag ar panelloù? Trugarez. 87.90.203.65 8 Meu 2006 da 13:33 (UTC)Respont

bachkireg

kemmañ

ne gomprenan ket perak ne deu ket brav ar padrom yezhoù war ar pennad-mañ. ha gallout a rafes mont da laka ur sell warnañ? --Neal 10 Meu 2006 da 09:22 (UTC)Respont

trugarez. ret e oa sellet pizh ma doue! --Neal 10 Meu 2006 da 16:12 (UTC)Respont

Article request

kemmañ

Greetings Pokorny!, Can you please help me create a stub for this article; which is based on this French article. 3-5 lines would be sufficient enough. Please. Your help would be appreciated. (I do not know what the correct title should be). -- Joseph, 12 March 2006

... Hag unan all e brezhoneg...

kemmañ
... db sloveneg Karintia, war batrom kroateg Burgenland, deuet brav ganit. Met kemer amzer da ziskuizhañ. Bianchi-Bihan 16 Meu 2006 da 17:32 (UTC)Respont

Trugarekaat. Ne vijen ket deuet a-benn hep skoazell da sevel pajenn ar c'hampoù. Brasoc'h kalz eo ar gartenn er wiki gallek? Perak? Bianchi-Bihan 19 Meu 2006 da 17:39 (UTC)Respont

Kurów

kemmañ

Could you please write a stub http://br.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w - just a few sentences based on http://de.wikipedia.org/wiki/Kur%C3%B3w ,FR or EN wiki? Only 2 -5 sentences enough. Please. Pietras1988 22 Meu 2006 da 06:21 (UTC)Respont

Da bennad alamaneg war Lhwyd a vije kaer e brezhoneg: amaén n'eo ket gwall anavezet an den!Bianchi-Bihan 26 Meu 2006 da 17:48 (UTC)Respont


Graet em eus anv eus ar vroadelouriezh c'herman er pennad Tacitus. Petra soñjez? Alaman pe c'herman?Bianchi-Bihan 30 Meu 2006 da 12:55 (UTC)Respont

Gallout a rez lavarout din pehini eo ar gwellaén evit ma fennad? Pe reizhañ da unan diouzh ezhomm? Trugarez. Bianchi-Bihan 30 Meu 2006 da 13:34 (UTC)Respont

Sorry but I don't understand. Pietras1988 22 Ebr 2006 da 17:50 (UTC)Respont

heñvelrevelezh pe heñvelreviezh

kemmañ

salut dit! mall zo warnon gallout kemmañ an traoù (hir e vo!) a-benn reizhañ an traoù da vat war an dachenn-mañ. trawalc'h e vo d'am soñj en em lakaat a-du (hag unan bennaket all mar bez tu - eul vuioc'h seul welloc'h evel-just) rak war a seblant n'eus ket kalz a dud all dedennet a-walac'h evit ober kinnigoù resis (kentoc'h evit lâret pere ne blij ket dezhe...). boñ, reiñ a ra ur c'hinnig strizh ar wech-mañ etre daou stumm nemetken o tennña d'al lostger reishañ evit ober gantañ (lakaet e vo da dalvezout, anat deoc'h, evit an holl gerioù all ivez):

  • heñvelrevelezh
  • heñvelreviezh (> heñvelreviel pe heñvelrevel?)

skrivit-me ar buanañ ar gwellañ mar plij. --Neal 1 Ebr 2006 da 11:01 (UTC)Respont

Julius Pokorny

kemmañ

Salud deoc'h. Ha kar oc'h da Julius Pokorny, ar gouizieg bras war ar yezhoù keltiek, a oa eus Aostria a gav din? Rognogno 8 Ebr 2006 da 12:10 (UTC)Respont

Anne Frank

kemmañ

Echu ar pennad ganin. Ne gomprenan ket perak n'a ket en-dro al liamm gant Roll kampoù-bac'h an nazied. Nag amañ ivez!Bianchi-Bihan 14 Ebr 2006 da 04:26 (UTC)Respont

Trugarez eus ar skoazell roet evit kempenn Bergen-Belsen.Bianchi-Bihan 4 Mez 2006 da 12:30 (UTC)Respont

Nazied

kemmañ

Er bajenn kampoù-bac'h e welan skrivet nazied ha nazied. D'am soñj e vije ret dibab da vat. N'ouzon ket petra eo dibab ar wikipedia-mañ (mae deus unan). Ma n'eus ket e kinnigfen an Nazied hag ar Yuzevien evel ar Vretoned, dre ma'z eus kaoz eus tud unanet dre o orin pe o feiz. Ar Vutunerien a vije tud eus ur bobl pe ur relijion bennak, hag ar vutunerien tud o vutuniñ hepken.Bianchi-Bihan 5 Mez 2006 da 21:30 (UTC)Respont

Yuzevegezh

kemmañ

Demat deoc'h. Savet hoc'h eus un toullad pennadoù dedennus a denn d'ar yuzevegezh. Graet hoc'h eus gant ar ger yuzevegezh evit relijion ar Yuzevien (pennad Yuzevegezh) hag evit hollad an traoù a denn dezho (titl ar patrom). En alamaneg, war a welan, e lakaer kemm etre judäische Religion ha Judentum. Daoust ha ne vefe ket tu d'ober heñvel e brezhoneg hag ober gant yuzevegezh (termenet e Geriadur An Here evel hollad ar meizadoù hag aozadurioù relijiel ar Yuzzevien) ha gant yuzeviezh (a gaver er Geriadur istorel hag en hini ar Gleau, savet evel kristeniezh) evit ar relijion ? --Llydawr 15 Mez 2006 da 20:22 (UTC)Respont


Judit Polgar

kemmañ

Demat. Trugarez evit bout tennet an "e" (chomet deus un destenn all, moarvat) e Budapest. "Mendalenn" hag "he raok" a seblant din bout ken koulz ha "medalenn" hag "araozi". A galon. Klaod. Kadbzh 1 Eos 2006 da 18:25 (UTC)Respont

Me eo adarre. Un ali fur a vo moaien deoc'h reiñ din: emaon o vont da sevel rummadoù c'hoarierion echedoù , dre Stad (pe broad?). Luziet a-walc'h e c'hell bout, da skwer evit Tchekoslovakia ha Yougoslavia... Kit da welet Salomon Flohr,Wilhelm Steinitz,Oldřich Duras: Tcheked? Tchekoslovakiz? ... Sevel a ran pennadoù diwar an dielloù (bras meurbet) a zo ganin er gêr, ha diwar Wikioù e yehoù latin + un tammig saozneg pe izelvroeg. Ne gomprenan tost netra en alamaneg, ha poz ebet er yezhoù slavek.

A galon. Klaod. Kadbzh 1 Eos 2006 da 21:57 (UTC)Respont

Trugarez evit bout gwellaet ha reizhet traoù! A galon. Klaod. Kadbzh 3 Eos 2006 da 12:57 (UTC)Respont
Demat.

Geriadurioù An Here a skriv "dan". A galon. Klaod. Kadbzh 9 Eos 2006 da 11:43 (UTC)Respont

Karel Traxler

kemmañ

Aouh! "Traxler" pe "Traksler"? Roit ho soñj, m.p. A galon. Klaod. Kadbzh 9 Eos 2006 da 18:13 (UTC)Respont

Věra Menčikova

kemmañ

Demat.

Kemmit an titl m.p. (+ Chirov ivez, ma c'hellit).

Trugarez en a-raok.

A galon.

Klaod.

Kadbzh 23 Eos 2006 da 14:13 (UTC)Respont

Hag anvioù arall m.p. (sevel a rin o fichennoù araok pell...):Kampionezed bedel echedoù .

Trugarez.

A galon.

Klaod.Kadbzh 24 Eos 2006 da 12:24 (UTC)Respont

Porched Aostria

kemmañ

Gant an holl bennadoù dedennus ac'h eus graet diwar-benn Aostria e vefe brav kaout ur porched gouestlet d'an danvez-se evel ma'z eus unan evit Sina da skouer, ne gav ket dit ?--Neert 25 Eos 2006 da 14:38 (UTC)Respont

Lizherennaoueg + anvioù

kemmañ

Białystok ł: torr-penn eo al lizherenn-mañ. Afer m'eus ag un ali fur. A galon. Klaod. Kadbzh 7 Gwe 2006 da 07:45 (UTC)Respont

Hilfe

kemmañ

Demat. Treut eo ar pennadoù gallek ha saoznek diwar-benn Jules Arnous de Rivière. Danvez a gaver en alamaneg, met divarrek-kenañ on àr ar yezh-mañ. Taolit ur sell m.p. A galon. Klaod. Kadbzh 8 Gwe 2006 da 08:33 (UTC)Respont

Echedoù

kemmañ

Demat. Erruet oc'h en-dro neuze... Trugarez evit ho skoazell. Alies am bez kudennoù gant anvioù ekzotek! A galon. Klaod. Kadbzh 12 Gwe 2006 da 15:37 (UTC)Respont

Kathe Kollwitz

kemmañ

Homañ a gavan dedennus. A galon. Klaod. Kadbzh 12 Gwe 2006 da 16:06 (UTC) Trugarez. Gast ag umlau! A galon. Klaod. Kadbzh 13 Gwe 2006 da 05:43 (UTC)Respont

Anvioù ekzotek

kemmañ

Emaon o vont da glokaat an traoù db ar re mañ. Ken koulz eo din gortoz un ali fur.

category "Armenian chess players"

A Tatev Abrahamyan Levon Aronian Karen Asrian G Genrikh Gasparyan H Vladimir Hakobyan K Garry Kasparov M Lilit Mkrtchian M cont. Sergei Movsesian P Tigran Petrosian S Gabriel Sarkisyan V Rafael Vaganian


Retrieved from "http://en.wikipedia.org/wiki/Category:Armenian_chess_players" Trugarez. A galon. Klaod.


Aostrian pe get?

kemmañ

Kadbzh 13 Gwe 2006 da 05:46 (UTC) Rummad:C'hoarier echedoù aostrianRespont

Demat. Techet eo hon mignoned ag ar Wiki saoznek da lakaat "Aostrian" alies a-walc'h. Luziet eo... A galon. Klaod. Kadbzh 18 Gwe 2006 da 09:22 (UTC) Trugarez evit ar respont... Lod a lak "rummad: ... poloniat" + " rummad: ...gall", h.a. Er Wiki saoznek e reont ivez gant ur rummad ispisial: "Yuzevion" (Bof...). A galon. Klaod. Kadbzh 18 Gwe 2006 da 19:15 (UTC) Pennadoù nevez krouet: Ostrava Karlovy Vary Tchekoslovakia Semmering Ode Semmering A galon. Klaod. Kadbzh 11 Du 2006 da 19:59 (UTC)Respont

Sikour

kemmañ

Demat. Czernowitz: peseurt stumm dibab m.p. ? A galon. Klaod.

Demat. Moaien 'vo deoc'h gober un adkas deus München war-zu Munich ? Trugarez en a-raok. Kroget eo ar chase war al liammoù ruz e fichennoù ar c'hoarierion echedoù: setu perak e lañson pennadoù bihan a-zivout ur bern kêrioù ha broioù. Trugarez eus ho skoazell. A galon. Klaod.Kadbzh 25 Gwe 2006 da 16:16 (UTC)Respont

Zlatoust

kemmañ

Hihihi... C'hwi an hini eo , paotre ar reter (Osterreich...). Evit distagañ, "Zlatoust" a c'hellfe bout mat. N'ouzan ket ar ster... Mallus eo gortoz. Goulennom alioù fur. A galon. Klaod. Aleksandra Kosteniuk 'P'eus ket c'hoant en em lakaat da c'hoari echedoù da vat? Daniel Harrwitz, bet ganet d'an 29 a viz Ebrel 1823 e Breslau (bremañ Wrocław, Polonia), marvet d'an 9 a viz Genver 1884 e Bozen e Su Tirol. Bozen ? Peseurt stumm dibab? http://www.jewishencyclopedia.com/view.jsp?artid=510&letter=D "Nizhny Novgorod" ha "Gorky": pegiz treuzskrivañ m.p.? A galon. Klaod. Kadbzh 1 Her 2006 da 14:37 (UTC)Respont

Kuokkala ha Vyborg ... A galon. Klaod. Kadbzh 2 Her 2006 da 08:30 (UTC)Respont

Wiki alamanek

kemmañ

Salud. Spi 'm'eus eo mat an traoù ganeoc'h. Ur pennadig Aleksei Barsov a zo dija... A galon. Klaod. Kadbzh 9 Du 2006 da 21:03 (UTC) Giambattista Lolli hag adarre!!!Respont

Trugarez. Implijet ' vo ho labour da vagañ ar pennad Aleksei Barsov. A galon.Klaod.Kadbzh 10 Du 2006 da 08:51 (UTC)Respont

Klask a zo àr un alamaneger. A galon. Klaod. Kadbzh 3 Du 2006 da 14:37 (UTC)Kadbzh 3 Du 2006 da 19:42 (UTC) Alexei Barsov aus Wikipedia, der freien Enzyklopädie Wechseln zu: Navigation, Suche Alexei Barsov (*3. April 1966 in Samarkand) ist ein usbekischer Schachmeister.Respont

Barsov, ein gelernter Jurist, ist seit Anfang der 1990er Jahre Berufsschachspieler und einer der führenden Spieler in Usbekistan. Einige Jahre war er Trainer und Sekundant des FIDE-Weltmeisters Rustam Kasimjanov. Er trägt den Titel eines Großmeisters. Zu seinen bedeutendsten Erfolgen in internationalen Turnieren zählen Siege in Oxford 1998 und York 1999 (geteilt mit Tiger Hillarp Persson und Julian Hodgson), er war geteilter Erster (1.-9.) in Kairo 2001, Zweiter in Abu Dhabi 2001. Er gewann das Traditionsturnier von Hastings 2001/02 (zusammen mit Pentala Harikrishna und Krishnan Sasikiran), 2003 in Tarbes. Im gleichen Jahr wurde er Zweiter in Bogny-sur-Meuse 2003 und gewann in St. Quentin 2004, danach Zweiter in Caerleon 2005 und Sieg in Casablanca 2005. Barsov vertrat Usbekistan auf den Schacholympiaden in Istanbul 2000 und Calvià 2004.

Barsov spielt in mehreren europäischen Schachklubs, in Deutschland in der 2. Schachbundesliga für die Schachfreunde Lohmar. Aktuelle Elo-Zahl: 2532 (Stand: Januar 2006); damit ist er nach Rustam Kasimjanov zweitbester Spieler in Usbekistan.

Von „http://de.wikipedia.org/wiki/Alexei_Barsov“

Doare envel Departmantoù Frañs (votadeg)

kemmañ

Savet 'zo bet un tabut war ar poent-mañ (displeget dre an hir war ar bajenn-mañ). Kaset e vo da benn ur votadeg e-pad ur sizhunvezh d'an nebeutañ evit klask kaout un diskoulm diazezet war un emglev ledan.

Pedet oc'h neuze da vont da lakaat ur sell war an displegadurioù ha da reiñ ho soñj dre votiñ.

Mat e vefe d'an holl implijerion/ezed kemer perzh, rak seul ledanoc'h e vo an emglev tizhet a-benn ar fin seul aezetoc'h e vo lakaat an traoù da vont war-raok en un doare aezet.

Lennit ha votit amañ: Politikerezh Envel Departamantoù Frañs (tabut)

--Neal 5 Du 2006 da 09:21 (UTC) (Merour)Respont

Bas-Rhin

kemmañ

Mat e vije treiñ an an anv elzasek da ziskouez n'eo ket troidigezh an anv gallek. Bianchi-Bihan 12 Du 2006 da 16:20 (UTC)Respont

Hini ebet en doa lâret e oant bet troet diwar ar galleg en elzaseg. E brezhoneg e c'hellfent bezañ troet diwar an elzaseg pe diwar ar galleg - ne vern gant ma vo savet adkasoù a-walc'h a-benn gallout kavout ar pennad pennañ dre glask n'eus forzh peseurt stumm e vefe.--Neal 12 Du 2006 da 16:53 (UTC)Respont

Semmering hag ar pennadoù arall

kemmañ

Demat. Dreist! Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 13 Du 2006 da 13:57 (UTC)Respont

Taolit ur sell m.p.

kemmañ

[1] A galon. Klaod.

  • Grob vs. Pokorny? *lol*

ha war an dra-mañ ivez m.p.Erich Eliskases A galon. Klaod.

Ne ran ket forzh e gwirionez, met e brezhoneg e vez graet gant Inizi war gartennoù zo eus an inizi -se. Hag ouzhpenn-se eo gant ar ger-se e vez graet evit an holl enezegoù, enezegi, pe enezeier. A galon. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2006 da 18:06 (UTC)Respont

Kartenn ar Wikipedourien

kemmañ

Demat dit, azasaet em eus kartenn ar Wikipedourien evit ar vrezhonegerien. Aze emañ : Wikipedia:kartenn ar Wikipedourien. Dre m'emaout o chom er-maez eus Breizh ne vefe ket fall lec'hiañ ac'hanout war ar gartenn, kement ha diskouez d'an dud ez eus estreget Bretoned o kemer perzh er wiki-mañ. Petra a soñjez ? M'emaout a-du e c'hallez ouzhpennañ da anv war-eeun pe lavar din hag e ouzhpennin ac'hanout. Fulup 10 Kzu 2006 da 18:07 (UTC)Respont

dreist! trugarez. Fulup 10 Kzu 2006 da 18:24 (UTC)Respont

Vincenc Hrubý

kemmañ

Emañ ar wirionez ganeoc'h, evel-just... Hon mignoned ag ar Wiki saoznek a lak anezhañ e mesk an Italianed (???). Bof... A galon. Klaod. 90.25.249.189 13 Kzu 2006 da 18:39 (UTC)Kadbzh 13 Kzu 2006 da 18:40 (UTC)Respont

Gorizia

kemmañ

Demat. Taolit ur sell m.p. A galon. Klaod. Kadbzh 14 Kzu 2006 da 09:14 (UTC)Respont

Distagañ

kemmañ

M'em eus lakaet un doare distagañ er pennad Aostria-Hungaria. Ha gwir eo pe faos ? MP 14 Kzu 2006 da 11:46 (UTC)Respont

Ratmir C'holmov

kemmañ

Demat. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 19 Kzu 2006 da 07:21 (UTC)Respont

Viktorija Čmilytė h.a. Emaon o paouez kregiñ gant fichennoù c'hoarierion lituanian en alamaneg (Mallozh an Doue), poan ganin, èl-rezon... A galon. Klaod. G.S.: 'ma' ket re yen du-hont?
Trugarez. Un tammig tommoc'h amañ memes tra. Nedeleg Laouen deoc'h! A galon. Klaod. Kadbzh 24 Kzu 2006 da 17:54 (UTC)Respont

Sikour: Stumm kerneveurek St Erth

kemmañ

salut adarre abaoe an amzer! ha goût a ouzez-te perak ez eus daou anv disheñvel evit ober diouzh ar gêriadenn gerneveurek ma reer "St Erth" outi e saozneg: "Praze Pras" ha "Lannudhno"? Ha le'hioù disheñvel int, pe stummoù diheñvel hervez an doare kerneveurek (kemmyn, h.a.).? Pehini eo ar stumm muiañ-implijet? Trugarez --Neal 20 Kzu 2006 da 16:30 (UTC)Respont

Mur ras deugh-why. --Neal 20 Kzu 2006 da 18:28 (UTC)Respont

Skrivañ a rez aliezik "ur gêr a gKernev-Veur". Mat . Un dibab eo. Kinnig a ran dit, peogwir ne blij ket din gwelout "a gK", skrivañ:

  • pe eus Kernev-Veur, hep kemmadur
  • pe a vro Kernev-Veur, hep kemmadur ivez en anv-lec'h.

Hag ober a ri evel a gari. Bianchi-Bihan 21 Kzu 2006 da 18:29 (UTC)Respont

kerneveuregoù

kemmañ

me gave din e vefe un mennozh mat lakaat un destennig verr war bep o fajenn evuit diskouel an diforc'h etre an doare -skrivañ ha kavet ganin (evel-just) pajenn degemer ar wikipedia e kerneveureg. pezh zo, ne deuon ket a-benn da c'hoût gant peseurt doare-skrivañ e klot pep testenn! (desket am boa ma zammig kerneveureg un ugent vloaz zo ha ne oa nemet KU Nance d'ar mare-se...). setu ar skridoù:

KU? Dynnargh dhe Wikipedi yn Kernewek! Yma 1,228 a erthyglow y'n Wikipedi kernewek y'n termyn ma. Mar kewsydh neb rannyeth a Gernewek po mars esos ow tyski an yeth, ty a yll gweres! Y hyll'ta skrifa erthygel yn kever neppyth dhe les yn godhoniador, mes yma nebes profyansow a Gernow a-is. Nyns yw erthyglow gans kevrennow rudh skrifys na hwath, mes y hyllir hwath amendya, gwellhe hag ystynna erthyglow gans kevrennow ha dhedha py liw pynag.

KK? Wolcum dhe Wikipedia Kernowek! Yma 1,228 erthygel yn Wikipedia Kernowek y'n termyn ma. Mars esta ow clappya ranyeth Kernowek po desky an yeth, te a yll gweres! Te a yll screfa erthygel ow tuchya un dra dhe les yn godhonyador, mes yma nebes profyansow a Gernow awoles. Ny vue scryfys erthyglow ha kevrennow rudh ynnans na whath, hag y hyllysta ewna an erthyglow, aga gwellhe ha'ga ystynna gans kevrennow yn lyw vyth oll.

KN? Welkom the Wikipedia yn Kernuak! Ma 1,228 article en Wikipedia Kernuak en termen ma. Mar kreo why clappia dialek Kernuak po desce an tavas, why ell gweras! Why ell screffa article dro idn dra tha leas en godhoniador, buz ma nebbas profyangow thort Kernow awollas. Na vee articles screffes ha kevrednow rooz ettans na whaeth, buz why ell owna an articles, gwella an gye ha hetha an gye warbar gen kevrednow en lew vetholl.

KUA? Dynargh dhe Wykypedya Kernewek! Yma 1,228 a erthyglow y'n Wykypedya kernewek y'n termyn ma. Mar kewsyth nep ranyeth a Gernewek po mars esos ow-tysky an yeth, ty a yl gweres! Y hyl'ta scryfa erthygel yn kever neppyth dhe les yn godhonyador, mes yma nebes profyansow a Gernow a-ys. Nyns-yú erthyglow gans kevrennow ruth scryfys na whath, mes y-hyllyr whath amendya, gwellhé hag ystynna erthyglow gans kevrennow yn nep lyw vyth.

Trugarez--Neal 22 Kzu 2006 da 21:09 (UTC)Respont

Votoù

kemmañ

Demat. Votoù a zo o vont en-dro amañ evit aotreañ botoù 'zo (YunBot ha TXiKibot), hag amañ diwar-benn ar peurunvan war wikipedia. Emichañs t'o tro reiñ da ali evit lakaat da vevañ an demokratelezh wikipedian ha kemer divizoù asantet gant ar muiañ niver. A galon, Benoni 27 Kzu 2006 da 23:34 (UTC)Respont

Demokratelezh

kemmañ

[[2]] Votomp. MP 30 Kzu 2006 da 09:57 (UTC)Respont

zuni pe z(o)unieg?

kemmañ

betek-hen eo bet graet gant al lostger "-eg" evit envel ar yezhoù war ar wikipedia (goût a ran n'eo ket bet graet atav evel-se e lec'h all - n'oûn ket re vat perak). perak eo bet savet un adkas "zunieg" > "zuni" (pennad pennañ dinadan an anv-mañ) kentoc'h evit ar c'hontrol "zuni" / "zuñi" / "shiwi" > "zounieg" (gwelloc'h evit "zunieg" gant ma vez brezhonekaet d'am soñj). A galon --Neal 7 Gen 2007 da 10:09 (UTC)Respont

Trugarez

kemmañ

Demat = Bloavezh Mat. A galon. Klaod Kadbzh 11 Gen 2007 da 14:48 (UTC)Respont


Bloavezh mat

kemmañ

Ha setu ur prof: Listenn stêrioù Aostria‎. Kergidu 25 Gen 2007 da 09:04 (UTC)Respont

Kemenn votadeg

kemmañ

Demat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.

Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.

Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.

Trugarez, --Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 16:29 (UTC)Respont

Hebraeg

kemmañ

Salud dit ! Ma 'peus barregezh war an hebraeg, na 'peus nemet teurel ur sell ouzh anvioù ar mizioù er pennad Deiziadur hebraek. Lakaet em eus stummoù da c'hortoz, a c'hello bezañ reizhet gant neb a garo. A galon,--Llydawr 24 Meu 2007 da 18:02 (UTC)Respont

Vot digor evit kaout ur bureviad

kemmañ

Ur vot a zo bet digoret amañ evit kaout ur bureviad war ar wikipedia brezhoneg. Neal en deus lakaet e anv. Poent bras eo kaout ur bureviad war hon wikipedia evit bezañ emren penn-da-benn. Ar bureviad a servijo evit krouiñ merourien nevez, reiñ ar statud bot da implijerien 'zo (da skouer da Nono le petit robot a zo kroget da labourat kalzig war hon wikipedia), ha kemm anv implijerien 'zo mar bez ezhomm. Evit poent eo ret tremen dre meta evit an tri dra se. Trugarez da votiñ. A galon, Benoni 17 Ebr 2007 da 08:57 (UTC)Respont

Sikour

kemmañ

Demat. Un tamm skoazell war Die Schwalbe a blijfe din... Trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 18 Ebr 2007 da 21:10 (UTC)Respont

Samaritains

kemmañ

Bonjour. La photo du grand-prêtre tsedaka (Skeudenn:HighPriestTsedaka.jpg) est-elle en licence libre, et si oui, laquelle ? je voudrais l'utiliser pour l'article français Samaritains. Merci d'avance. Tu peut me répondre sur ma page. Cordialement. Christophe Cagé.

Pennad eus an dibab

kemmañ

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù eus an dibab. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad eus an dibab" d'az pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon,  Benoni (Kaozeadenn) 16 Kzu 2007 da 23:54 (UTC)Respont

Pennad mat

kemmañ

Demat! Ur pennad savet ganit pe az peus labouret warnañ a zo bet kinniget evit bezañ lakaet war renk ar pennadoù mat. Tu zo dit reiñ da ali amañ. Mar bez ezhomm e c'hellez ivez ober da vad eus ali an implijerien all evit gwellaat c'hoazh ar pennad a benn ma yelo ar gumuniezh a-du evit reiñ ar meneg "pennad mat" d'ar pennad. Ma sav goulenn pe c'houlenn e c'hellez mont e darempred ganin. A wir galon,  Benoni (Kaozeadenn) 17 Kzu 2007 da 16:21 (UTC)Respont

Galvadenn: Dilennadeg merourion/ezed nevez (pazenn gentañ)

kemmañ

 Galvadenn


Merour·ion·ezed nevez zo ezhomm !
Lakait hoc'h anv pe hini un implijer/ez all amañ

Savet eo bet ganin ur c'hinnig evit boulc'hañ gant an argerzhadur evit dilenn merourion/ezed nevez . Pedet out da reiñ da ali war ar bazenn gaozeal stag ouzh ar c'hinnig-se (amañ) diwar-benn ar c'hraf kentañ a denn d'an doare ma ranker lakaat anv unan bennak evel kannad/ez evit dont da vezañ merour/ez. Ur wezh sklaeraat ar bazenn gentañ-se ha tizhet ur c'henemglev ledan e vo tu da vont pelloc'hig o tigeriñ ar argerzhadur da vat o pediñ digant an implijerion/ezed lakaat o anv pe anv unan bennak all evit gallout mouzhiañ diwar ofenn da c'houde. Da achuiñ neuze e vo ret da c'houde dont a-benn d'ur c'henemglev diwar-benn mont-en-dro ar vouzhiadeg hec'h-unan a-raok stagañ ganti da vat. Neal (Kaozeal) 30 Eos 2009 da 19:42 (UTC)Respont

E ser an dilennadeg

kemmañ

Da gregiñ ganti e kinnigin un tamm arroudenn eus ar reolennoù a sell ouzh kefridi ar verourion : Dre vras ne zle ket ur merour kemer divizoù hep ali hag asant ar gumuniezh en a-raok. Arabat eo dezhañ implijout e ostilhoù evit ur gounid personel ivez pe en un doare dizonest. Ma vez seurt emzalc'hioù gant ur merour e c'haller soñjal e kammimplij e veli.[3]

Mat. Bremañ, petra eo orin an dilennadegeg a-vremañ ? War a greder e vefe gant emouestl Wikipedidi laouen da skoazellañ Neal, a labour e-unan evel merour. Jentil –frommus zoken-, neketa ?

Bianchi-Bihan, prest bepred da labourat evit ar Brezhoneg (gant ur bennlizherenn mar plij), en em ginnigas kerkent. Brav eo, neketa ?

Sellomp 'ta un tamm a-dostoc’h bremañ. Da heul tabutoù savet ganin a-zivout krefen lieseurt –diwar-benn rieion Kembre pergen, a zo berzet ouzhin labourat diwar o fenn– e kavas B.-B. ur respont : en em ginnig da verourez[4]. Pezh a ziskouez n’eo ket tamm ebet evit "skoazellañ" Neal en em ginnig B.-B., evit ober un arver personel eus ur galloud brasoc’h ne lavaran ket. Fentus eo lenn diwar he fluenn -o komz diwar va fenn- gerioù evel "vandalerezh", "margodenniñ", "kunujennoù", "tagadennoù" ha me oar-me. BB a oar eus petra emañ o komz hep mar : pa seller ouzh obererezh merouriezh kent[5] e lenner dres, etre ar 4 Mezheven 2007 hag ar 5 C'hwevrer 2008 (hag a-raok, d'an 22 Du 2006, gant e "geneil" Bernez Bernioù), stankadennoù diniver en abeg dres da seurt emzalc'h. Da c’hoarzhin eo lenn tamalloù a-berzh BB evel “margodenniñ” ! Ha petra eo soñj Implijer:Bernez Bernioù, Implijer:Tangi Gwegen, Implijer:Shelley Konk, Implijer:Alan Delo, Implijer:Rufus, Implijer:Nihil Obstat, Implijer:Ab Ostol, Implijer:Kergidu, Implijer:Lola Kola, Implijer:Alfoñs ar C'hlas, Implijer:Alfoñs ar Werenn…diwar-benn kement-se ? Fentus eo a-hend-all lenn Neal skrivañ "Krediñ a reer e c'hellfe bezañ implijet ar gont-mañ evit margodenniñ". Kinnig a rafen a-walc'h un doare gwelloc'h c'hoazh : "Krediñ a reer, hervez tud zo, a c'hellfe, marteze (gallus a c'hallfe bezañ), bezañ implijet, dre ma vefe diskred...". Pe ur stumm all un tamm berroc'h : "Bianchi-Bihan he deus lavaret din skrivañ...". Hag un tamm pelloc'h : "goulennet eo bet gwiriekaat IP ar gont-mañ". Emeur bepred o c'hortoz disoc'h an enklask, me'gred...

Bremañ e rankomp dilenn merourion nevez. Evel-just e oa BB an hini gentañ d'en em lakaat war ar renk...a-raok ar prantad kefridiel embannet zoken ! Mall zo ganti pakañ ur galloud nevez c'hoantaet bras ganti abaoe pell zo, war a hañval...

Petra eo stad an traoù, bremañ ? E-touez ar verourion kent, Kadwalan, Benoni, Paotr, Fulub ha C.Rogel a hañval bezañ "steuziet". Ne chom oberiant nemet Neal, a zo penn-da-benn e dorn BB.

E-touez an emstriverion e weler diouzh un tu ur skipailhig tud en em anavez mat war a hañval, hag oc'h en em kinnigañ pep hini an eil evit egile : BB (kinniget gant Ex-Smith ha Neal), Ex-Smith (kinniget gant Neal ha BB), Llydaw (kinniget gant Ex-Smith, BB ha Neal) : bravat tiegezh, neketa ? Diouzh un tu all, estregedon, Y-M D (kinniget gant Bolivar, "Gweñlc'h"), Gwendal P. ha Malo (kinniget ganto o-unan). Ha neuze e teu an traoù da vezañ kemplesoc'h evit BB hag e sujidi ! Neal ha BB zo ar re o deus kinniget ar muiañ a emstriverion (BB, Ex-Smith, Llydaw gant Neal ; Ex-Smith, Llydawr gant BB), pa oa asur e oa tud eus o skipailhig. Ha bremañ pa welont tud all -ne hañvalont ket anavezout ken mat- e skriv Neal : Ret eo anzav on souzhet bras gant an niver a dud a fell dezhe dont da vezañ merour... hag en em c'houlenn a ran hag-eñ e c'houvezont int-i holl pe re eo kefridioù ar c'harg-se? N'eus forzh penaos, ne gav ket din e vefe un dra vat kaout re a verourion rak ret eo dezhe en em glevet ivez ha, d'am soñj atav, e vefe aesoc'hig kas an traoù war-raok en un doare sioulig ma vefe un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav.[6] Ya, sur ! Gwelloc'h eo "un nebeud merourion oc'h ober war-dro ar raktres atav". Un nebeut tud dibabet mat na petra 'ta !

Ha petra eo "labour" BB a-benn ar fin ? Evel am eus bet tro da verkañ ergentaou e skriv war pep tra, daoust dezhi na c'houzout tra diwar o fenn. Evel-just, anat deoc'h, ne c'haller ket "gouzout pep tra". Padal eo souezhus gwelout unan bennak bezañ dizesk war pep tra evelti. Pezh a ra hepken zo klask treiñ pennadoù diwar Wikipediaoù all. Hogen, evel 'm eus bet tro da lavarout, ne c'haller ket treiñ ervat un destenn pa ne gomprenner ket anezhi. Levrlennadur nemetañ BB zo...ar Wikipediaoù all ! Hag ul levr bennak he defe digoret en he buhez ?. Evit pezh a sell ouzh an diskibezhioù on boas da bleustriñ -an Istor, am eus un tamm stummadur warnañ, da skouer- pe an dodennoù a gav din bezañ bet studiet kalzig -ar reizhiad amaezhel saoz da skouer- e c'hallan lavaret en un doare diogel ez eo nul live ar brizhpennadoù savet gant BB. Ne vin ket evit barnañ disklibezhioù all estrenoc'h ouzhin, goulakaat a c'hallan ez eo heñvel he live diwar o fenn. Ha Wikipedia a vefe tonket da vezañ troidigezhioù -fall- eus ar Wikipediaoù all ? Padal ar Wikipediaoù all zo bouedet gant titouroù hag imbourc'hioù diavaez, n'int ket troidigezhioù hepken eus ar Wikipediaoù all. Gwell a se evit ar Wikipediaoù-se n'eo ket o fennadoù troidigezhioù diouzh ar Wikipedia brezhonek !

Ar pep gwashañ eo n'eo ket evit gouzañv e vefe tud all o klask kas war-raok ul labour sirius : e Wiki dezhañ an hini eo, hag ur pennad en deus savet zoken evit addegas kement-se da soñj da gement hini en defe ankouaet un dra ken anat, anvet en un doare souezhus Wiki-ni e-lec’h Ma Wiki din-me ! Hag emaomp amañ e rouantelezh an Tad Ubu : dizesk, sot, drouk eo...met ar galloud zo ganti ! Ha neuze e c'hall mac'homañ ar Wiki, heskinañ kement ali disheñvel diouzh hec'h hini. Un doare emskiantek eo moarvat da gaout an dizober eus ar re n'int ket e "linenn" BB hag he lakezed, a-hend-all : o digalonekaat hag o heugiñ dre o rediañ da asantiñ dibaboù tidel ne c'haller ket asantiñ, kement-se a-benn o lakaat da baouez da gemer perzh. Ha den n'en deus klasket kompren perak e oa kement a dud bet oberiant ergentaou ha dilezet ganto Wikipedia abaoe ur prantadig ?

Evit pezh a sell ouzhin, n'em eus biskoazh klasket rediañ an termenadurezh reizh d'ar pennadoù savet araozon gant ar re all, ha pa oufen pegen lu e c'hallont bezañ. Kinnig ha netra ken, da skouer evit pezh a sell ouzh an anvioù-lec'h iwerzhonek -dic'hallus da zistagañ da gement ne oar ket iwerzhoneg- ha roet dezho gant poell ur stumm brezhonek gant Loeiz Andouard, evel Limnac'h e-lec'h Luimneach). Padal e kav din e ranker tennañ korvo eus an holl re o deus kaset hor yezh war-raok araozomp, eus geriadurourion an 18vet kantvet betek Preder, hag o tremen dre Frañsez Vallée, Gwalarn ha Roparz Hemon, SADED ha Guy Etienne, pe c'hoazh etre Ebrel 1991 hag Here 1992 Bodad ar Yezh Arnevez (BAYA), heuliad emvodoù kaset war-raok gant Herve Kerrain (ha ne oa ket, eñ, ur brizhvrezhoneger)...Ne lakan mammenn ebet a-gostez, an holl o deus o splet. Hogen tud dizesk zo bepred feuket pa lennont traoù n'int ket evit kompren hag a live uheloc'h eget o hini. Ha neuze e ranker skrivañ ur ger gallek war zigarez n'eur ket evit kompren kefridiel (a gaver e Geriadur An Here, pe e Tintin. Afer Klaskato, p. 43 : "En un notenn gefridiel e sav Maodiernezh an Aferioù Diavaez kreñv he mouezh a-enep..." : moarvat e vo lavaret e oa Divi Gervella ha Martial Ménard awenet gant ur gealiadurezh diaoulek !). Neuze e ranker skrivañ lec'hienn e-lec'h load pa rankfe klotañ "ez-naturel" ha "dre ret" lec'hienn (dereat-tre evit ul lec'hienn henoniel da skouer) ouzh ar galleg site, ha pa n'eo ket load anavezet gant ar veulkeed-se. Ha koulskoude e vez kavet ar ger-se e Geriadur ar Stlenneg embannet e 1995, pe e Aber abaoe krouidigezh he load (load gwe a vez kavet abaoe an niv. 15, Nevez-Amzer 2004) ; biskoazh n'em eus kavet, e saozneg, site e-lec'h website. Rediañ a reer c'hoazh dibaboù diboell-krenn diwar-benn an anvioù-rieion, ha dislavarus dreist-holl : treiñ evit broioù zo (Loeiz XIII...), berzañ skrivañ e brezhoneg evit broioù all zo, evit Kembre pergen. Ha koulskoude roue Gwynedd an 10vet kantved ha kont Kernev an 11vet kantved o doa an hevelep anv, ar skoueriekadurioù brezhonek ha kembraek a-vremañ hepken a grou un diforc'h ne oa ket anezhañ d'ar c'houlz-se pa oa c'hoazh ur gumuniezh predenek bev-mat. Merkañ a c'haller a-hend-all e skriv Divi Gervella e Emblèmes et symboles des Bretons et des Celtes, Coop Breizh, 1998, p.26 Hoel Dda (zoken ma c'haller bezañ souezhet e chom e kembraeg da). Heñvel e vefe ar gudenn evit anvioù-tud lec'hlennat evel Olaf/Olof...disheñvel hiziv an deiz e daneg, norgeeg, svedeg hag islandeg, ne oant ket ken dispartiet er Grennamzer avat. Kement-se n'eo ket ur gudenn a yezhoniezh-rik, ur gudenn a Istor ne lavaran ket, pezh ne c'hall ket beulkeed evel BB intent...

Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous. Poent eo ober eus Wikipedia brezhonek ur benveg sirius a c'haller fiziañ ennañ.

DIEUBOMP AR WIKIPEDIA, HA DIEUBET E VO PEP TRA !

Meven 2 Her 2009 da 15:07 (UTC)Respont

E ser doareoù Bianchi-Bihan

kemmañ

E ser va stankadennoù

kemmañ

Kalz buanoc'h e vin diwar-benn "respont"[7] Bianchi-bihan, a skriv er wezh-mañ diwar bluenn Neal.

  • Da gentañ-holl n'eo ket gwall dener treuzkompradennoù BB "Neal" a lenner en he "respont" pa n'em eus kaset netra dezhi. Da veur a zilenner 'm eus kaset va zestenn, tamm ebet dezhi avat.
  • Kompren a c'haller aes a-walc'h n'eur ket gwall blijet gant pezh 'm eus skrivet. Hogen goulenn a ran da bep hini adlenn va zestenn ha lavarout din hag-eñ e kavo enni un emzalc'h "tagus ha kunujennus" eus va ferzh. An div arroudenn nemeti meneget gant BB zo "Ne c'hallomp ket mui plegañ dirak diktatouriezh brizhkefredourion dizesk ha tagnous" hag an devoud m'emañ Neal "e dorn Bianchi-Bihan". Gwirionezioù anat da'm meno, d'ar gwashañ un ali ha n'eo ket BB a-du gantañ...Hogen, kunujennoù ? Gwall vuan ez erruer e domani ar c'hunujennoù, gouez da vBB/"Neal", a hañval gwall gizidik... Abalamour da se on bet stanket 3 miz da gentañ, ur bloaz da c'houde, diverket eus roll an emstriverion ha zoken eus an dilennerion ! Mendare petra vefe ur vro renet gant tud a-seurt-se. Er broioù dieub e vez asantet d'ar re n'int ket a-du gant ar re a zo er galloud da ezteurel o savpoent. Naturel a-walc'h e kavan bezañ kaset va savpoent d'an dilennerion. BB en defe gallet mouezhiañ a-enep din, goulenn digant ar Wikipedidi all ober kement-all da ziskouez d'an holl pegen enebet ez int ouzhin, kas ul lizher kevatal -n'eo ket evel merour (dindan anv Neal), evel n'eus forzh petore Wikipediad ne lavaran ket. Krediñ a reer amañ bezañ e Frañs da c'hrez "enstriverezhioù kefridiel" Napoleon III pa ne oa asantet d'en em lakaat war ar renk nemet ar re a-du gant ar galloud staliet. Pelec'h eo bet stummet BB -ha pa vefe amañ dindan anv "Neal" ? E Tirana pe e Minsk ? En ur Republik bennak eus Suamerika (evel an San Teodoros, da skouer) ? Pe e Brussel gant ar re a zo boas da dremen e-biou disoc'h mouezhiadennoù pa n'int ket a zo gortozet (evel e Danmark, Izelvroioù, Frañs, Iwerzhon...) : nec'het e vez d'an tu enep d'ezteurel e savpoent, dilamet eus o gwir da vouezhiañ ar re n'int ket a-du gant ar re zo penn ar galloud. Estregedon ez eo bremañ tro Gwilhmod[ http://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Kumuniezh/votadeg_evit_merourien_Gwengolo_2009].
  • Kement-all a c'haller gwelout evit ar wiriekadenn IP bet goulennet. An disoc'h oa e oa disheñvel an IPoù arveret ganin ha gant reoù all tamallet. Neuze e oa eilgeriet ne broue ket an IPoù disheñvel e oa disheñvel o arverion. A zo gwir moarvat. Met neuze perak ober un enklask ? An disoc'h n'en deus talvoudegezh nemet ma 'z eo diouzh an tu mat. Kaerat reizhiad varnerezhel e rouantelezh BB -hag e sekreour Neal- ! Ha pa vefe bet heñvel an IPoù, petra a vefe bet lavaret ? Ha ! Setu ar brouenn !...

E ser an dilennadeg

kemmañ
  • ...dres ! An disoc'hoù ne hañvalont ket pezh a oa gortozet gant BB "Neal", gant tud enebet ouzh BB ha ne oant ket gortozet. Ha neuze BB -bepred dindan anv "Neal"- da glask hag-eñ ne vefe ket un tamm irienn bennak : Kement a dud a-enep BB ? Ne c'hall ket bezañ ! Ha neuze BB "Neal" da c'houlenn un tamm enklask diwar-benn ar stankadennoù hag an IPoù digant un atebeg bennak eus ar Wikipedia gallek[8] ha [9]. Ha disoc'h e enklask a voe e voe heñvel IPoù...Bianchi-Bihan arveret stank ganto an hevelep urzhiataer e-pad ur sizhunvezh bennak e miz gouere ! Nag un dichañs ! Ha neuze BB "Neal" da douiñ n'eo ket Bianchi-Bihan an hevelep den ! Neuze, disheñvel talvoudegezh an enklaskoù hervez piv zo e kont : diouzh un tu IPoù disheñvel ne vir ket ouzh un hevelep arverer da vezañ a-dreñv, diouzh an tu all un hevelep IP ne brou ket ez eo an hevelep hini a zo a-dreñv...Ne lavaran ket ez eo Bianchi-Bihan ha Kdbzh an hevelep hini -pezh n'int ket din da c'houzout-, met petra vefe lavaret ma vefe merket va IP e-touez an dilennerion ? Pe IPoù heñvel e-touez ar re "n'o deus mouezhiet mat" ? Emichañs e vo plijet ar re-se -ar re o deus mouezhiet a-enep BB- da zeskiñ an diskred zo warno da vezañ keniriennourion ganin...Mouezhiet 'm eus gant ur c'hont savet a-ratozh evit se, hogen dindan un lesanv splann a-walc'h -Mewenn-, n'em eus ket klasket kuzhat piv oant : kement-se a dalveze mat, da vihanañ, ur bloaz stanket, ken grevus ma'z eo kement-se, anat deoc'h ! Dreist-holl e lenner diwar bluenn "Neal" Goût a ra an holl, da skouer, n'hall ket ar verourion kemer divizoù diwar-benn kaozeadennoù m'o deus kemeret perzh enne? [10]. Met kement-se n'eo ket un arver personel eus e c'halloud, anat deoc'h !
  • Petra mouezhiañ ? Disorc'hoù kentañ ar vouezhiadeg a ziskouez mat ne c'hall ket mui meur a hini gouzañv diktatouriezhig BB war Wikipedia. Met an holl a hañval krediñ ne vefe nemet dindan e anv ez eo noazus. Evel-se en deus Ex-Smith -a hañval dizañjer- mouezhioù tost an holl dilennerion. Ha padal e ranker merkañ ez eo e-touez ar re o deus kinniget BB da verour, mouezhiet en deus eviti, ha BB hec'h-unan he-deus mouezhiet ha kinniget Ex-Smith. Arvar zo e vefe eta Ex-Smith evel Neal, eleze un anv hepken a sevenefe doujus kement a lavaro dezhañ BB ober. Erbediñ a ran eta mouezhiañ a-enep dezhañ. Hag ar re all ? Amjestr eo lec'hiadur Y-M D, pa hañvale kenlabourat digudenn gant BB. Skrivañ a ra [11]. A-du penn-da-benn gant ar mennozh da geñver ar fiziañ a ranker kaout er merourien. Dre-se ez on a-du evit ma vefe skarzhet eus ar votadeg ar re bet stanket e-pad ar prantad-kinnig, da lavarout eo neuze me. N’on ket feuket gant kement-se, hag ar gwir en deus Y-M D da vezañ displijet ganin, hogen kement-se a dalvez kement ha sevel a-du gant tuad BB. Kement-all n’en deus ket miret outañ a resev un tamm evezhiadenn dismegañsus a-zoare a-berzh BB : Ne welan ket penaos e vo gallet ober pennadoù eus an dibab hep peurvestroniañ ar yezh[12]. Padal en deus Y-M D mouezhiet neptu da geñver BB, tra ma vouezhie Belvar -en deus e ginniget- a-enep da vBB. Gwendal P. ha Malo, diouzh o zu, ne lavaront netra. Mat e vefe d'an tri-se sklaeraat o emzalc'h hag o lec'hiadur a-zivout ar reuz degaset gant BB abaoe re bell zo bremañ. Gwelout a reer daou duad : diouzh un tu skipailhig BB, a vod tud en em anavez mat-tre, a vouezh bepred ez-emskiantek en hevelep doare, diouzh un tu all "ar re all", n'o deus da voutin nemet an devoud ma ne asantont ket diktatouriezhig BB hep en em glevout kentrezo, pezh a zo yac'h pa dalvez kement-se chom stag ouzh ar frankiz. Hogen da vezañ strewet evel-se e weler ne c'hall hini ebet anezho bezañ dilennet da verour ha da gempouezañ galloud skipailhig BB. En tu-hont d'o diforc'hioù reizh e vefe mat dezho en em glevout ha mouezhiañ evito-holl : Gwendal P., Y-M D ha Malo. Met, pa n'hon eus netra da zibab dirak BB hag Ex-Smith, ez erbedan da c'hortoz mouezhiañ evit an tri-se, gant ar spi e c'hallfent kempouezañ ar skipailgig a-vremañ.

Bianhi-Bihan hag he sekretour Neal a glask lakaat da grediñ ne vefe amañ nemet ur gudenn a vennozhioù pe a emzalc'h. UR GUDENN A C'HALLOUD N'EO KEN, hag int -evel an Tad Ubu- a ra pezh a garont pa 'z eo ar galloud ganto, ha mat pell zo.

Meven

Astureg

kemmañ

E 2006 ho poa skrivet e oa an asturianeg/astureg ofisiel e Miranda de Douro (Portugal). Er yezhoù all ez eo skrivet n'eo ofisiel ar yezh-se e bro ebet. Un dave ho pefe da lakaat ? Baleer (kaozeal) 11 Ebr 2017 da 15:37 (UTC)Respont

  NODES
INTERN 1
Note 2