Karbonifer
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Pempvet marevezh ar Paleozoeg eo ar c'harbonifer, anvet ivez Marevezh ar glaou. Padet en deus eus diwezh an Devonian, 359,2 milion a vloavezhioù zo, betek deroù ar Permian, 299,0 milion a vloavezhioù zo. Evel evit an darn vrasañ eus ar marevezhioù koshañ eo anavezet mat ar gwiskadoù maen a verk e zeroù hag e ziwezh met diresis eo e deiziadur. Hervez ar gweleadoù glaou a furmas en e gerzh eo anvet ar c'harbonifer. Ar Missisippian eo anvet lodenn gentañ ar c'harbonifer hag eben zo badezet Pennsilvanian
Isrannadurioù
kemmañRannet eo ar c'harbonifer e daou ismarevezh, ar Mississippian hag ar Pennsilvanian, hag en un niver bras a ismareadoù:
Pennsylvanian diwezhat Kasimovian
kemmañ- Klazminskian
- Dorogomilovksian/Virgilian
- Chamovnicheskian/Cantabrian/Missourian
- Krevyakinskian/Cantabrian/Missourian
Pennsylvanian krenn Moscovian
kemmañ- Myachkovskian/Bolsovian/Desmoinesian
- Podolskian/Desmoinesian
- Kashirskian/Atokan
- Vereiskian/Bolsovian/Atokan
Pennsylvanian abred Bashkirian/Morrowan
kemmañ- Melekesskian/Duckmantian
- Cheremshanskian/Langsettian
- Yeadonian
- Marsdenian
- Kinderscoutian
Mississippian diwezhat Serpukhovian
kemmañ- Alportian
- Chokierian/Chesterian/Elvirian
- Arnsbergian/Elvirian
- Pendleian
Mississippian krenn Visean
kemmañ- Brigantian/St Genevieve/Gasperian/Chesterian
- Asbian/Meramecian
- Holkerian/Salem
- Arundian/Warsaw/Meramecian
- Chadian/Keokuk/Osagean/Osage
Mississippian abred Tournezian (koshañ)
kemmañ- Ivorian/Osagean/Osage
- Hastarian/Kinderhookian/Chautauquan/Chouteau
Douaroniezh
kemmañKiladeg ar morioù a verkas dibenn an Devonian ne badas ket. E-pad ar Misisippian e oa goloet darn vrasañ an izeldirioù gant morioù bas. Ar wrez a zigreskas war-dro penn-ahel ar su, avat, ha skornet e chomas su Gondwana e-pad an holl varevezh. N'anavezer ket hag e o ar skornegoù-se ar peurrest eus re dibenn an devonian pe o-doa en em furmet e-pad ar c'harbonifer. Levezon ebet war hiniad an trovanoù o-deus, avat. Koadegoù lagennek a greske 30° hepken diouzh bevenn ar skornegoù.
E krenn ar marevevezh e tigreskas adarre live ar morioù ar pezh a voe abeg ul lazhadeg vihan. Da get ez eas un lodenn vras eus ar grinoided hag eus an ammonitoù. Merkout a ra an darvoud-se an harzhoù etre ar Misisippian hag ar Pennsilvanian.
Un amzer ag orogeniezh oberiant e oa ar c'harbonifer. Kevandirioù ar su, hag a furme ar Gondwana a stokas ouzh Laurusia a-hed ar pezh a zo deut da vezañ biz Amerika hiziv. Degas a reas an dra-se an orogeniezh Hersiniek en Europa hag an orogeniezh Alleghaniek en Amerika. Brasaat a reas ivez ar menezioù Apalach dre grouiñ ar menezioù Ouachita er su dezho. En hevelep amzer e kejas darn vrasañ eus ar pezh a zo ar blakenn euraziatek hiziv gant Europa a-hed ar menezioù Oural. Sina ar Su ha Sina an Norzh hepken a chome dizalc'h. An dreistkevandir nevez, Pangea e anv, en-doa furm ur O.
Daou veurvor a oa e-pad ar c'harbonifer : Panthalassa a c'holoe darn vrasañ an Douar ha Paleotethis a oa e kreiz Pangea. War-zigresk e oa ar meurveurioù arall ha da get ez ejont pa douezas ar c'hevandirioù a rible anezho.
- Meurvor Rheek (serret gant unvaniezh norzh ha su Amerika),
- Meurvor Oural (serret gant stokad Baltica ha Siberia)
- Meurvor Rak-Thethy (Serret gant stokad Sina an Norzh ha Siberia)
En Europa ez a gwiskadoù raz, krag, skiltr ha glaou d'ober reier ar c'harbonifer. Asambles e furmont ar pezh a vez anvet cyclothems er Stadoù-Unanet ha coal measures e Breizh-Veur. Goueledennoù ar c'harbonifer abred a vez morel ar peurliesañ, ar pezh a zispleg disrannadur ar c'harbonifer e Amerikan an Norzh. Ar glaou furmet e-pad ar c'harbonifer a bourvezas darn vrasañ an trelosk evit an dispac'h greantel hag ur pouez armerzhel bras en-deus c'hoazh hiziv.
Evit daou abeg e voe furmet glaou ar c'harbonifer. E-pad ar marevezh-se e tiwanas ar gwez kentañ gant plusk met ar bakteri barrek da ismoriñ al lignin. Mat tre e oa ar marevezh evit kreskadeg koadegoù geunniek bras. Daoust ma oa uhel a-walc'h live ar morioù izeloc'h e oa eget e-pad an devonian, ar pezh a frankizas kelc'hiadoù-aod bras. Kalz karbon a voe beuziet er reier, a pezh a voe kaoz d'ur c'hresk eus ar feur oksigen en atmosferenn. 35% a dizhas, war a greder, ar pezh a zegasas tanioù-gwall hag a aesaas diorrodigezh amprevaned ramz.
E biz Amerika e vez boutinoc'h ar gweleoù morel e-pad deroù ar c'harbonifer eget e fin ar marevezh.
Buhez ar c'harbonifer
kemmañDivellkeineged ar morioù
kemmañEr meurvorioù e oa ar strolladoù pennañ ar foraminiferae, Anthozoae, bryozoae, brac'hiopodoù, ammonoided, ec'hinodermed (krinoided dreist holl),ha C'hondric'hthyed (ar bleizi-mor hag o c'herent).
Evit ar wech kentañ e furme ar foraminiferae darn vrasañ eus faon ar morioù. Fonnus e oa ar fusulinae er pezh a zo hiziv Rusia, Sina, Japan ha Norzh-Amerika. Ar genadoù pennañ arall a oa Valvulinae, Endothyrae, Archaediscused, ha Saccamminae Kavout a reer kregin a radioloariae e chertoù ar Chulm e Devon hag e Kernev-Veur.
Anavezet e vez ar spoue dre o spikuloù dreist holl. Ar genadoù pouezusañ a a zo Cotyliscus ha Girtycoelia. Paotiñ a ra ar c'houral. Ar furmoù pennañ a zo rugosa ( Canina, Corwenia, Neozaphrentis) ha Tabulata. Ar Bryozoa a zo fonnus e rannvroioù 'zo. Ar c'herentiad fonnusañ a zo ar fenestellidae hag a endalc'h ar Fenestellae, Polypora, hag an Archimedesed.
Fonnus e oa ar brac'hyopodoù ivez. Enderc'hel a raent ar broduktided, a dizhas reoù'zo, evel ar Gigantoproductus, tra m'o-doa reoù rall evel ar Chonetes furmoù hengouneloc'h. An athyridided, ar spiriferided, ar rhynchonellided, ha an derebratulided a zo boutin.
Annelided evel Spirorbis ha Serpulites a zo boutin ivez e-barzh an holl rannvroioù. E-touez ar vlodeged e kreskas e niver ha pouez an divgrogeneged. Ar genadoù boutinañ a zo Aviculopecten, Posidonomya, Nucula, Carbonicola, Edmondia, ha Modiola. Ar rostrokonc'hed evel Conocardium a zo boutin ivez.