Katekiz ar vugale vihan

Katekiz ar vugale vihan evit eskopti Kemper ha Leon zo ul levr katekiz embannet e Kemper e 1911[1]. Ul levrig 40 p. skeudennaouet eo, "moullet e ti Arsène de Kerangal, mouller an eskopti" evel ma z'eo skrivet war ar golo melen, gant ar "priz: 4 guennek".

An oberour

kemmañ

Ur rakskrid zo, titlet Klevit mad, sinet gant Adolph, eskob Kemper ha Leon, Adolphe Duparc (1857-1946) eta, hag a grog evel-henn : Ar C'hatekiz-mab a zo bet great gant Aotrou'n Eskob Guened hen deuz roet aotre deomp da voulla anezan ive d'Hon eskobti. Gant Alcime-Armand-Pierre-Marie Gouraud (1856-1928), eskob Gwened adalek 1906 betek e dremenvan, e voe skrivet al levrig end-eeun[2]. N'ouzer ket gant piv e voe lakaet e brezhoneg Leon.

Danvez al levr

kemmañ
  • p. 2, ur rakskrid gant Adolph, eskob Kemper ha Leon
  • p. 3, Peden ar bugel kristen, ma kaver : Ar Bater, An Ave maria
  • p. 4, Ar Gredo, Ar Gonfiteor, Gourc'hemennou Doue Giz Leon
  • p. 5, Gourc'hemennou an Iliz Giz Leon, Gourc'hemennou Doue Giz Kerne, Gourc'hemennou an Iliz Giz Kerne,
  • p. 6, Gourc'hemennou Doue Giz Treger, Gourc'hemennou an Iliz Giz Treger, Akt a Feiz
  • p. 7, Akt a Esperanz, Akt a Garantez, Akt a Gontrision
  • p. 8, Pedennou stag outo induljansou
  • p. 9, Petra ra ar bugel devot
  • pp. 10-11, ma krog Katekiz ar vugale vihan da vat, gant ar C'henta kentel: Doue, enni dek goulenn ha dek respont, evel ar goulenn kentañ:
    • Piou hen deuz krouet ar bed? 1. Doue eo hen deuz krouet ar bed ha kement tra zo ennan.
  • p. 12, Eil Kentel - An Dreinded sakr (10 goulenn)
  • p. 13, Trede Kentel - Krouadurien Doue (8 goulenn)
  • p. 14, Pederved Kentel - Krouadurien Doue (kendalc'h) (7 goulenn)
  • pp. 15-16, Pemved Kentel - Jesus-Krist (7 goulenn)
  • pp. 17-18, C'houec'hved Kentel - Buez Jesus-Krist (11 goulenn)
  • pp. 18-19, Seizved Kentel - Ar Redampsion (8 goulenn)
  • p. 20, Eizved Kentel - Ar Pec'hed hag ar Finvesiou diveza (7 goulenn)
  • pp. 21-22, Naved Kentel - Ar Pec'hed hag ar Finvesiou diveza (kendalc'h) (8 goulenn)
  • pp. 22-23, Dekved Kentel - An Iliz (9 goulenn)
  • p. 24, Unnekved Kentel - Ar Vadiziant hag ar Gonfirmasion (7 goulenn)
  • pp. 24-25, Daouzekved Kentel - Sakramant ar Binijen (10 goulenn)
  • pp. 26-27, Trizekved Kentel - Sakramant ar Aoter hag ar Gommunion (11 goulenn)
  • pp. 27-28, Pevarzekved Kentel - Ar Zakramanchou all (10 goulenn)
  • p. 29, Pemzekved Kentel - Ar Gristenien vad (6 goulenn)
  • pp. 30-31, C'huezekved Kentel - Karet an Aotrou Doue (9 goulenn)
  • pp. 31-32, Seitekved Kentel - Karet an Nessa (7 goulenn)
  • p. 32, Kentel diveza - Ret eo deski ar Relijion (3 goulenn)
  • p. 33-36, Penaoz en em gemer evit kovez
  • p. 37-39, Evit en em brepari da gommunia
  • p. 40, Taolen

Evezhiadennoù

kemmañ
  • Kerent a vez graet eus tad ha mamm ar vugale (pajennoù 2, ha 31) , evel e meur a levr relijiel all.
    • Er bajenn 31 e lenner : Hor c'herent eo a dleomp da garet da genta.

Notennoù

kemmañ
  1. Skrid al levr.
  2. Yann Celton : Leoriou ar baradoz – Approche bibliographique du livre religieux en langue bretonne, #1586 p. 246 ; Association Bibliographie de Bretagne, Kemper, 2002 (ISBN 2-9515762-4-2)
  NODES
Association 1
Note 3