Kazetennerezh a reer eus un hentenn enklask hag ur stumm danevellañ eo o fal seveniñ ur garg a wazerezh foran dre zastum, gwiriañ, lec'hiañ er c'hemperzh, urzhasaat, dielfennañ, skridaozañ ha skignañ keleier ha ditouroù arall a-zoare. Arabat eo droukveskañ "kazetennerezh" ha "kehenterezh" eta.

kazetennerezh
industriezh, diskiblezh akademek, artistic creation, doare
Iskevrennad eusobererezh Kemmañ
Produtitour, narrative, keleier Kemmañ
Dezverket drejournalism genre Kemmañ
Istorhistory of journalism Kemmañ
Pleustret gantkazetenner, newsmaker, fixer Kemmañ
Kazetennerion o luc'hskeudenniñ Barack Obama
An Ti Gwenn, Washington D.C., 21/11/2013

Dre ma 'z eo deuet pouezus perzh ar c'hazetennerezh e meur a gevredigezh ez eus bet aozet un dleadouriezh vicherel a c'hoarvez eus reolennoù hag eus deverioù divezel evit heñchañ ar gazetennerion en o labour. Gant c'hweluniadoù e vez embannet ar reolennoù-se – er broioù ma c'haller en ober, rak unan eus ar reolennoù diazez eo e vefe ar c'hazetennerezh dizalc'h diouzh pep galloud politikel hag armerzhel.[1],[2] Disheñvel-krenn ivez diouzh an daranverezh eo ar c'hazetennerezh.

Gant diorren ar rouedadoù sokial e vez lakaet diaes ar gazetennerezh gant ar falskeloù.

Dre skridoù war baper, dre gomz er skingomz hag er skinwel e vez skignet disoc'hoù ar c'hazetennerezh, ha dre zoareoù elektronek ivez abaoe un nebeud bloavezhioù. Abalamour da ziorroadur an Internet hag al luc'hskeudennerezh niverel ez eus dre ar bed kazetennerion n'int ket tud a vicher, a reer "kazetennerion geodedour" anezho alies : gouest eo an dud-se da skignañ skridoù ha skeudennoù hep tremen dre ar media ensavadel.[3]

Istor berr ar c'hazetennerezh

kemmañ
 
Relation : Aller Fuernemmen und gedenckwuerdigen Historien
Keleier : an holl istorioù pouezus
hag eñvoradus

Talbenn (1609) ar sizhunieg kentañ bet embannet biskoazh

Kent donedigezh ar mareadegoù kentañ er gouloù e oa dija eus un doare kazetennerezh, rak pep sevenadurezh he deus bet ezhomm da embann keleier a-hed Istor ar bed.

En Henc'hres e voe skriverion ha kronikerion gopret gant Aleksandr Veur evit enrollañ e gurioù, hag en Impalaeriezh roman, adalek 59 K.J-K., e veze engravet an Acta Diurna, a oa deizlevr ofisiel an Impalaeriezh, ha lakaet a-wel d'an holl el lec'hioù foran diwar urzh an impalaer Caius Julius Caesar[4],[5].
E Sina ez eus bet embannet follennadoù keleier abaoe an trede kantved K.J-K., hag e Beijing e voe krouet ar c'hannadigoù prevez kentañ e 1582[6].

En Europa ar Grennamzer e veze skrivet kronikoù a gonte an darvoudoù pouezus, hag eilskrivet e vezent en ur vout distummet tamm-ha-tamm.
Gant donedigezh ar moullerezh en XIIIvet kantved[7] e voe skignet ar c'heleier dre vroioù a-bezh.

Etre ar XVvet kantved hag ar XVIIvet kantved e voe moullet mareadegoù titlet na lakaer ket e rann ar c'hazetennoù abalamour ma vezent skignet nemet e metoù ar pennadurezhioù.
Tamm-ha-tamm e voe reoliekoc'h an embann, deiziadet ha niverennet e voe ar c'hannadigoù, ha fonnusaet e voe o danvez kazetennel. E 1556 e voe embannet ar mizieg kentañ, e Venezia, hag e 1605 ar sizhunieg kentañ, e Strossburi.
E Leipzig e voe krouet ar pemdezieg kentañ e1650.[8]

E deroù an XVIIIvet kantved e oa ar c'hazetennoù an doare boutinañ da embann keleier a-dreuz Europa. Sizhuniegoù peder fajenn enno e oant peurliesañ, a embanne keleier berr a denne d'ar politikerezh ha d'an darvoudoù milourel.
Gant pennadurezhioù ar Stadoù e vezent embannet peurliesañ, hag alies e veze miret ouzh ar c'hazetennerezh prevez da greskiñ. Dre harp ha stourm ar pobloù avat e teuas frankiz ar wask a-benn d'en em staliañ, daoust dezhi bout mouget a-vareadoù e Stad pe Stad gant galloudoù politikel hollveliour.

E 1835 e voe diazezet e Pariz ar stal-gelaouiñ gentañ, an Agence Havas, gant ar Gall Charles-Louis Havas ; diwezhatoc'h, e 1944, e voe kemmet hec'h anv en Agence France-Presse gant ar Rezistañs.

Adal dibenn an XIXvet kantved e teuas ar c'hazetennerezh da vout ur greanterezh en em strewas er bed a-bezh. Pouezusoc'h-pouezusañ e teuas an elfennoù armerzhel e ganedigezh, tuadur ha diorroadur ar c'hazetennoù.
En XXvet kantved ez eas da get trec'hded ar c'hazetennerezh skrivet a-c'houde diorroadur ar sinema, ar skingomz hag ar skinwel.

Hiziv an deiz e tro ar c'hazetennerezh skivet war-du an Internet, diwar diaesterioù arc'hantel peurgetket.

Politikerezh ha kazetennerezh

kemmañ

Adalek ganedigezh ar vicher e voe diforc'hioù etre ar c'hazetennerezh europat hag an hini amerikan.
En Europa e voe krouet ar c'hazetennoù kentañ evit levezoniñ soñjoù politikel al lennerion : gant strolladoù politikel pe rannoù anezho e voent krouet peurliesañ ; "kazetennerezh politikel" a reer eus kement-se.
Disheñvel e voe an traoù e Stadoù-Unanet Amerika, ma voe "kazetennerezh ar c'helaouiñ" o ren adalek ar penn kentañ, a-hed ar Brezel diabarzh da skouer. E dibenn an XIXvet kantved, kent donedigezh ar c'hazetennoù poblek anvet tabloïds, e oa ar c'hazetennerezh ur c'henwerzh evit perc'henned an titloù, koulz hag un arm galloudus etre daouarn ar gouarnamantoù ha re ar gronnoù armerzhel.

En SUA e voe termenet reolennoù diazez ar c'hazetennerezh evel ar Five W and one H, a vije "ar C'hwec'h P" e brezhoneg, a framm pep keloù kent e skignañ :
Who? What? Where? When? Why? How? — Piv ? Petra ? Pelec'h ? Pegoulz ? Perak ? Penaos ? En SUA ivez e voe staliet rannoù ar c'hazetennerezh : ar c'heleier, an teulioù, ar menoioù, an etreweloù, ar c'hronikoù, hag arall.

Da vare an Eil brezel-bed e krogas an daou zoare kazetennerezh da gendeuziñ, pa voe degemeret an doareoù amerikan gant kazetennerion Europa tra ma yae ar c'hazetennoù rannbolitikel da get a-feur ma koshae ar c'hantved. Gant diorroadur ar media nevez e voe kelaouerion kentoc'h eget abostolidi eus ar gazetennerion europat.
Hiziv an deiz avat, dre an Internet, e c'haller gwelet an abostolidi o tistreiñ, koulz war an dachenn relijiel hag an hini bolitikel.

Ar c'hazetennerezh arbennik

kemmañ

Abaoe dibenn an Eil brezel-bed ez eo arbenikaet ar c'hazetennerezh, pa 'z eus bremañ kazetennoù diwar-benn kement tachenn a c'haller termeniñ e buhez ur gevredigezh : an armerzh, ar politikerezh, ar sevenadur, ar skiantoù, ar sportoù, an dudi, hag arall. Neuze ez eus ivez kazetennerion arbennik war an tachennoù-se, a gemer perzh ivez en abadennoù-kelaouiñ er skingomz hag er skinwel, a zo troc'het bremañ e rannoù dodennel.
Gant diorroadur ar c'halvezoniezh e kaver kazetennoù arbennik-tre diwar-benn benveg pe venveg, meziant pe veziant zoken. Kenwerzhel hepken eo ar pal alies, pa venn an embannerion tizhout ar muiañ eus an dud a zo dedennet gant un dachenn strizh-tre ; ouzhpenn-se e c'haller bepred distreiñ diouzh ar paper koustus ha kavout war an Internet an ditouroù a glasker a-douez milionoù a zitouroù arall war kement tachenn a zo.

Hep mont ken pell ganti avat e c'haller termeniñ un nebeud tachennoù ma'z eus ur c'hazetennerezh arbennik en doare ma 'z eus anezhañ ur stumm nevez eus ar c'hazetennerezh hengounel.

Kazetennerezh lennegel

kemmañ

Kazetennerezh e korf un oberenn lennegel eo ar gazetennerezh-se, bet ganet er bloavezhioù 1960[9], pa ra ar skrivagnerion ul labour kelaouiñ hep delc'her da stumm boas ar c'hazetennerezh. N'eo ket romantaat ar beziadoù a reont, hogen o deskrivañ pizh dre vevañ ha kemer pezh enno.
Ar skrivagner kolombian Gabriel García Márquez (1927-2014) zo unan eus ar gazetennerion lennegel vrudetañ, dre e romant Noticia de un secruestro "Keloù diwar-benn ur skrapadenn" bet embannet e 1996 diwar-benn darvoudoù a c'hoarvezas er bloavezhioù 1990 e Kolombia e metoù an drafikerion drammoù.[10] E 1997 ez embannas ar skrivagner japanat Murakami Haruki[11](1949–) e enklask アンダーグラウンド Andāguraundo "danzouar", bet troet er bed a-bezh dindan an talbenn saoznek Underground, a zo ul labour kazetennerezh lennegel a-zivout heuliadoù bredoniel ar gwalldaol a voe graet gant aezhenn sarin e metro Tōkyō d'an 2 a viz Meurzh 1995.[12]

Kazetennerezh dizarbenn

kemmañ

Pal an doare kazetennerezh-se eo dielfennañ an enkadennoù hag ar brezelioù a c'hoarvez er bed en ur glask termeniñ o orin, o abegoù, o argerzh hag o heuliadoù. Alies e kinnig diskoulm pe ziskoulm evit gwanaat skog an enkadennoù ha brezelioù-se war buhez ar peurrest eus ar bed.

Kazetennerezh enklask

kemmañ
 
Marie-Monique Robin (2009)

En doare kazetennerezh-se e furch ar gazetennerion a-benn kavout ditouroù diwar-benn un dodenn resis hag a bouez bras, evel torfedoù euzhus, ar goubrenerezh politikel pe dizonestiz un embregerezh.
Mizvezhoù pe vloavezhoù e c'hall an enklask padout kent ma vefe bet dastumet hag etrekennasket trawalc'h a ditouroù sirius na c'haller ket nac'h. Andonioù diazez eo ar gazetennerion enklask eta, rak dianav da nep den arall eo frouezh o labour abalamour ma c'hoarvez diwar kendastum ditouroù strewet hep liamm anat etrezo d'ar c'hentañ gwel.

Ar Gall Albert Londres (1884-1932) a voe unan eus diazezerion ar c'hazetennerezh enklask, gant e labour Au bagne "Er galeoù" (1923)[13]. En e goun e voe krouet ar Priz Albert Londres e 1932 evit enoriñ gwellañ kazetennerion Bro-C'hall.
Nevesoc'h zo, e 1993, e voe an teulfilm Voleur d'yeux "Laeron daoulagad" gant ar gazetennerez enklaskerez Marie-Monique Robin (1960-) ul labour skouerius a-fed kazetennerezh enklask diwar-benn trafikerezh organoù er bed a-bezh ; ar priz Albert Londres a yeas ganti e 1995, goude ma voe bet klasket diskar he labour[14]. Un teulfilm arall gant Marie-Monique Robin eo Le monde selon Monsanto – De la dioxine aux OGM, une multinatinale qui vout veut du bien (2008) diwar-benn doareoù an embregerezh etrebroadel Monsanto[15].

Kiberkazetennerezh

kemmañ

Kazetennerezh "elektronek", "liesvedia", "niverel" a reer c'hoazh eus an doare-se da arverañ an Internet evit dastum, gwiriañ, dibab, stummañ ha skignañ keleier. Resisoc'h eo "kiberkazetennerezh" avat, pa c'hall an anvioù-gwan ober dave da vedia klev-gwel arall n'int ket kazetennerezh gwirion, evel an daranverezh.

Ouzhpenn bout ur benveg kehentiñ ez eo an Internet ur patrom eus an darempredoù a vez etre an dud, a c'hall kas kemennadennoù a-hed an amzer hag eus forzh pe lec'h er bed a-bezh. Diouzhtu e c'hall ar c'heleier tizhout un niver bras a dud, dre bostel panaveken.
Er bed a-bezh emañ an Internet, hogen kalz tud ne c'hallont ket kevreañ c'hoazh – ar pezh na vir ket ouzh ar Genrouedad a vout ur benveg a-bouez evit ar c'hazetennerezh, rak war wanaat ez a ar wask, da get pe dost ez ar c'hazetennerezh er chadennoù skinwel, fellout a ra d'an dud kaout keleier gwirion diouzhtu p'o deus ezhomm anezho, ha n'eus ket skeudennoù er skingomz. Ouzhpenn-se e ro an Internet an tu da wiriañ pep keloù buan, dre groaziañ ar c'heleier hag an andonioù.

Kemmoù zo bet degaset er c'hazetennerezh gant kement-se holl, en abeg da dizh ar c'helaouiñ dreist-holl, hag abalamour ma n'eo mui trawalc'h skignañ keleier : respont a ra an dud d'ar pezh a resevont, degas kemmoù ha resisadennoù a reont, ha fellout a ra dezho kemer perzh er c'helaouiñ dre addisplegañ ar c'heleier.
A-benn azasaat ouzh an doare nevez-se e ra ar c'hiberkazetennerezh gant ereoù gourskrid, e ver an etrewezhierezh, ar binvioù liesvedia hag an diellaouiñ. Kemmoù zo bet en doare da aozañ skridoù ar c'heleier ivez, pa ranker ober gant frazennoù berr hag aes da gompren en ur zisplegañ keleier klok ha sklaer.

Kazetennerezh perzhiadek

kemmañ

Un den pe ur strollad tud a gemer perzh en dastum, dibab, dielfennañ, stummañ ha skignañ keleier. An Internet c'hoazh eo benveg ar c'hazetennerezh perzhiadek, a zo bet anvet "kazetennerezh 2.0" ivez a-wechoù[16].
Dre lec'hiennoù bet savet a-ratozh e labour ar c'hazetennerezh perzhiadek, a-drugarez da dud a-youl-vat peurliesañ. Ar pal eo didoueziañ red ar cheleier evit klask ar wirionez ha degas kemmoù er gevredigezh hep gortoz na vije graet gant ar pennadurezhioù, ha hep an arbennigourion emanvet a lenner, a glever hag a weler er media kefridiel pe amgefridiel.
Petra bennak ma vez etrewezhierezh a-wechoù etre ar c'hazetennerezh perzhiadek hag an hini hengounel ez eus kazetennerion a-vicher a glask diskar an doare nevez-se en abeg ma vez digoust pe dost ar c'henlabour keodedour pa rank ar c'hazetennerezh micherel mont en-dro evel un embregerezh greantel ha goprañ ar gazetennerion evit an hevelep labour.
Buhezek eo bet ar c'hazetennerezh perzhiadezh e-kerzh ar bloavezhioù 2000, pa hañval mont war wanaat hiziv an deiz[17].

Perzh er gevredigezh

kemmañ

Evel "pevare galloud" ar demokratelezhioù kornôgel e vez lakaet ar c'hazetennerezh alies, e-kichen an tri galloud klasel : ar galloud erounit, ar galloud lezenniñ hag ar galloud barn. En abeg d'ar sell-se e vez risklus bout kazetenner(ez) e lod broioù, pa c'haller bout muntret en abeg d'ar vicher-se end-eeun.
Daou zoare pennañ zo da dermeniñ perzh ar c'hazetennerezh er gevredigezh.

  • Hanterourion etre ar pennadurezhioù hag an dud voutin eo ar gazetennerion. Pa gomz an uhelidi e vezont selaouet hag enrollet gant ar gazetennerion, a labour war ar pezh a zo bet disklêriet a-benn e dreiñ en doare ma vefe komprenet gant ar braz eus an dud.
Goulakaat n'eo ket gouest an dud da veizañ kudennoù kemplesoc'h-kempleshañ ar c'heveredigezhioù a-vremañ eo termeniñ perzh ar c'hazetennerezh en doare-se, marteze, hogen gwir eo n'o devez ket an dud, sorbet ma vezont gant kudennoù niverus o buhez pemdez, amzer da brederiañ a-zevri war krefen a seblant bout pell diouto ; ouzhpenn-se, gwall luziet hag arbennik e vez c'hoarioù ha yezh ar pennadurezhioù alies, setu ez eo ar c'hazetennerezh ur benveg dispar evit eeunaat ha displegañ ar pezh a zo o c'hoarvezout.
Ne labour ket ar c'hazetennerezh eus ar pennadurezhioù betek ar werin hepken, diouzh an tu arall e labour ivez, pa seven ur c'hefridi a gannad ar bobl davet ar vegenn a vez o ren a-c'houde mouezhiadegoù.
  • Dre ma vez desketoc'h-desketañ an dud er bed a-bezh e vez mui-ouzh-mui a vreudoù kenetrezo, hag aliesoc'h-aiesañ e vez kemeret disentezioù gant ar bobl kent rediañ an uhelidi da azasaat outo : ar c'hazetennerezh eo an hanterour adarre en argerzh-se.
En doare-se e wana an urzhaz etre ar pennadurezhioù hag an dud voutin. Kreñvoc'h eo goueziadur kenlodennet kalz tud eget hini un nebeud uhelidi, neuze ez eo gouest an dud da gavout an diskoulm gwellañ – evit ur mare – da gement kudenn a sell outo. Dreist an displegañ keleier eo perzh ar c'hazetennerezh en degouezh-se, pa rank displegañ kement heuliad a vefe da bolitikerezh an uhelidi keñveriet gant hini ar werin.

Bezet pe vezet e rank ar c'hazetennerezh bout feal d'an dud kent d'an uhelidi ; ret eo d'ar gazetennerion dispakañ ar wirionez, ha chom neptuek pa zisplegont obererezhioù an dud voutin hag an uhelidi e diabarzh ur gevredigezh ; pourchas keleier solius ha gwiriekaet d'an dud eo kefridi pennañ ar c'hazetennerezh[18].

Ar c'hazetennerezh er bed

kemmañ

Liesdoare eo emzalc'h Stadoù ar bed da-geñver ar c'hazetennerezh : lod anezho o deus lakaet frankiz ar wask da lezenn, lod arall a reoilh pizh labour ar gazetennerion dre vestroniañ ar pezh a c'hallont enklask, skrivañ hag embann.

Kalz Stadoù a ro brientoù d'ar gazetennerion, evel ar gwir da arvestiñ bodadegoù foran a zo berzet d'an dud voutin, da enrollañ arvest un torfed pe c'hoazh da atersiñ uhelidi ha tud vrudet.

En e vell 19 e stailh Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den reolioù a-fed frankiz eztaoliñ ha frankiz ar wask[19].

Alies e vez taget, minellet, bac'het pe lazhet kazetennerion pa vez brezel pe zispac'h e Stad pe Stad.

  • 1 054 c'hazetenner a voe lazhet abaoe 1992.[20]
  • Abaoe 1992 ivez, 617 kazetenner a voe lazhet hep na vije bet kondaonet an dorfedourion.[20]
  • 211 kazetenner zo bac'het abaoe 2013.[20]

E kentañ trimiziad 2014 ez eus bet lazhet 16 kazetenner dre vicher ha 9 c'hazetenner keodedour ; 168 kazetenner dre vicher ha 164 c'hazetenner keodedour zo bet bac'het[21].

Notennoù

kemmañ
  1. Syndicat national des journalistes (fr)
  2. Tony Harcup (2009), Journalism – Principles and Practice, Sage Publications, ISBN 978-1-84787-250-0 (en)
  3. Alternative Media Global Project (en)
  4. Geriadur Gaffiot (la) (fr)
  5. Timeline of the NewspaperIndustry (en)
  6. Timothy Brook (1999), The Confusions of Pleasure: Commerce and Culture in Ming China, University of California Press, ISBN 978-0-520-22154-3 (en)
  7. Kent mare Johannes Gutenberg, a voe ar mouller europat kentañ oc'h ober gant arouezennoù lem-laka. Gwelit :
    • Michael Twyman (2007), L'imprimerie, histoire et techniques, ENS Éditions, ISBN 978-2-84788-103-5 (fr)
    • Yves Perrousseaux (2006), Histoire de l'écriture typographique - De Gutenberg au XVIIe siècle, Atelier Perrousseaux, ISBN 978-2-911220-13-5 (fr)
  8. [https://web.archive.org/web/20140923084245/https://sites.google.com/site/ukfmediafr/home/histoire-de-la-presse/les-premieres-formes-de-la-presse Univerzita Konštantína Filozofa v Nitre (fr)
  9. Ronald Weber (1985), The Literature of Fact: Literary Nonfiction in American Writing, 978-0-8214-0823-0
  10. Gabriel García Márquez (1996), Noticia de un secuestro, Debolsillo, 1999, ISBN 978-8-4975-9262-8 (es)
    Journal d'un enlèvement, Le Livre de Poche, 1999, ISBN 978-2-253-14625-4 (fr)
  11. Anv ar familh eo Murakami, a vez lakaet da gentañ e japaneg hag en darn vrasañ eus yezhioù Azia
  12. Murakami Haruki (1997), Underground – The Tokyo Gas Attack and the Japanese Psyche, Vintage, ISBN 978-0-375-72580-7 (en)
    Underground, Belfond, 2013, ISBN 978-2-7144-5416-4 (fr)
  13. Albert Londres (1923), Au bagne, Arléa, 2008, ISBN 978-2-8695-9816-4 (fr)
  14. Marie-Monique Robin (1996), Voleurs d'organes – Enquête sur un trafic, Bayard, ISBN 978-2-2273-0412-3 (fr)
  15. Marie-Monique Robin (2009), Le monde selon Monsanto, La Découverte, ISBN 978-2-7071-5703-4 (fr)
  16. Luc Vinogradoff (2014), 3 leçons sur le journalisme 2.0, Le Monde (fr)
  17. [Pelin Kaya & Clément Tendil (2013), Où en est le journalisme participatif ?, Accosiation Sorbonne Communication (fr)
  18. Bill Kovach & Tom Rosenstiel (2013), The Elements of Journalism: What Newspeople Should Know and the Public Should Expect, Three Rivers Press, ISBN 978-0-8041-3678-5 (en)
  19. Disklêriadur Hollvedel Gwirioù Mab-den (br) (en) (fr)
  20. 20,0 20,1 ha20,2 Committee to Protect Journalists (en)
  21. Reporters sans frontières (fr)

Levrlennadur

kemmañ
  • (en) Shannon E. Martin & David A. Copeland (2003), The Function of Newspapers in Society – A Global Perspective, Greenwood Press, ISBN 978-0-27597-398-8
  • (en) Brian Winston (2005), Messages – Free Expression, Media and the West from Gutenberg to Google, Routeldge, ISBN 978-0-415-23222-7
  • (fr) Florence Aubenas & Miguel Benasayag (2007), La Fabrication de l'information. Les journalistes et l'idéologie de la communication, La Découverte, ISBN 978-2-7071-5372-2
  • (fr) Aurélie Aubert & Michael Beaussenat Palmer (2008), L'information mondialisée, L'Harmattan, ISBN 978-2-296-06230-6
  • (fr) Pierre Bourdieu (1996), Sur la télévision, Raisons d'agir, ISBN 978-2-912107-00-8
  • (fr) Jean-Marie Charon (1993), Cartes de presse - Enquête sur les journalistes, Stock, ISBN 978-2-234-02597-4
  • (fr) Serge Halimi (2005), Les Nouveaux chiens de garde, Raisons d'agir, ISBN 978-2-912107-26-8
  • (fr) Jacques Le Bohec (2000), Les Rapports presse-politique, L'Harmattan, ISBN 978-2-7384-5489-8
  • (fr) Jacques Le Bohec (2000), Les Mythes professionnels des journalistes, L'Harmattan, ISBN 978-2-7384-8950-0
  • (fr) Jacques Le Bohec (2007), Élections et télévision, Presses universitaires de Grenoble, ISBN 978-2-7061-1383-3
  • (fr) Jacques Le Bohec (2010), Dictionnaire du journalisme et des médias, Presses universitaires de Rennes, ISBN 978-2-7535-1147-7
  • (fr) Hélène de Maleissye (2006), Le Filtre médiatique – Paroles de journalistes, Indiciel, ISBN 978-2-9526599-0-1
  • (fr) Jean-Luc Martin-Lagardette (2009), Le Guide de l'écriture journalistique, La Découverte, ISBN 978-2-7071-5667-9
  • (fr) Jean-Luc Martin-Lagardette (2006), L'Information responsable – Un défi démocratique, Charles Léopold Mayer (ECLM), ISBN 978-2-84377-124-8
  • (fr) Erik Neveu, Sociologie du journalisme (2013), La Découverte, ISBN 978-2-84377-124-8
  • (fr) Denis Ruellan (2007), Le Journalisme ou le professionnalisme du flou, Presses universitaires de Grenoble, ISBN 978-2-7061-1401-4
  • (fr) Denis Ruellan (1997), Les "pro" du journalisme – De l'état au statut, la construction d'un espace professionnel, Presses Universitaires de Rennes, ISBN 978-2-86847-234-2
  • (fr) François Ruffin (2003), Les Petits soldats du journalisme, Les Arènes, ISBN 978-2-912485-49-6
  • (fr) Olivier Weber (1997), Lucien Bodard, un aventurier dans le siècle, Plon, ISBN 978-2-259-18315-4
  • (fr) Olivier Weber (2010), Kessel, le nomade éternel, J'ai Lu, ISBN 978-2-290-02273-3

Pennadoù kar

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Done 4
News 4
orte 1
Story 1