Ar c'helenn divyezhek e Breizh a vez graet en holl skolioù ma reer gant ar brezhoneg hag ar galleg, er skolioù Diwan, hag e skolioù zo eus an deskadurezh-Stad hag an deskadurezh katolik.

An div gartenn diskouezet amañ, tost 10 vloaz etrezo, a ziskouez en deus kendalc'het ar c'helenn divyezhek da c'hounit tachenn etre 2010 ha 2019. En em ledet eo er vro. Niverusoc'h eo ar c'humunioù ma c'hall ar vugale bezañ skoliataet e brezhoneg bremañ. Diskouez a reont ivez e kresk an dregantad a vugale skoliataet en div yezh el lec'hioù enno kinnigoù kelenn brezhoneg.

Liammoù diavaez

kemmañ
  NODES
Note 1
os 1