Kensonenn kevig dre serriñ divouezh

LFE – niverenn 103
LFEunicode t
LFE – skeudenn {{{imagesize}}}
X-SAMPA t
Selaou

Unan eus ar c'hensonennoù e taolennoù ofisiel al lizherenneg fonetikel etrebroadel ganti un arouezenn ispisial eo ar gensonenn kevig dre serriñ divouezh treuzskrivet [t] hervez reolennoù al LFE, ganti an niverenn dave 103.

Kavet e vez stank-tre ar fonenn [t] e yezhoù ar bed ha gant an darn vrasañ anezhe e vez implijet un doare [t] d'an nebeutañ evel fonem ha lies gwezh e kaver yezhoù, da skouer an holl yezhoù indez-aryek komzet en India en o zouez an hindeg, ma vez implijet gante meur a doare [t] disheñvel enebiet an eil re ouzh ar re all war al live fonologel, da skouer un [t] plaen enebiet ouzh un [t] c'hwezhet.

N'anavezer nemet div yezh hep [t] ebet: an hawaieg hag ar samoaeg, hep [n] ebet ivez.

E yezhadur ar brezhoneg emañ liammet ar fonem-mañ ouzh ar e fonem mouezhiet par [d] dre ar c'hemmadurioù dre vlotaat hag ouzh ar fonem ruz [z] (diorroet ez-istorel diwar [θ]) dre ar c'hemmadur c'hwezhañ (sellit ivez ouzh ar pennad: "Dereziadur kensonennel"):

[t] > [d]
"tenn" > "da dad"
[t] > [z]
"tad" > "ma zad"

Hervez reolennoù fonotaktikel ar brezhoneg e vez divouezhiet atav, evel an holl kensonennoù dres serriñ hag ivez ar c'hwibanennoù, e dibenn ur ger pe c'hoazh dirak ur gensonenn divouezh all (sellit ouzh ar pennad: "Liveadur").

Ral a wezh e kaver kensonennoù dent rik e yezhoù, rak daoust ha ma vez deskrivet fonennoù 'zo evel kensonennoù dent, da skouer <n>, <t> ha <d> er yezhoù romanek hag ivez e brezhoneg peurliesañ e stok lodenn vrasañ ouzh ar c'hevig kentoc'h evit ouzh an dent daoust met renket e vezont alies evel kensonennoù dent kentoc'h evit kensonennoù kevig abalamour m'az eo kensonennoù lavnenn an teod re ar yzhoù romanek keit ha m'az eo kensonennoù beg an teod an c'hensonennoù kevig damheñvel oute kavet e saozneg da skouer ha deskrivet int-i evel kensonennoù kevig.

Doareoù resis

kemmañ
LFE Deskrivadur
t tenuis
c'hwezhet
staonkaet
gweuzet
gourlañchennekaet
didarzh
dre strakal

Skouerioù

kemmañ

Gwelit ivez:

kemmañ


  Kensonennoù Gwelit ivez: Lizherenneg fonetik etrebroadel, Vogalenn  
Skeventel Diweuz Gweuz-dent Dent Logigoù Drek-logigoù Kilbleg Rak-staon Staon Gouel Hugenn Gargadenn Ankoue Tarzh Nann-skeventel hag arouezennoù all
Dre fri m ɱ n ɳ ɲ ŋ ɴ Klikoù  ʘ ǀ ǃ ǂ ǁ
Dre serriñ p b t d ʈ ɖ c ɟ k ɡ q ɢ ʡ ʔ Entarzh.  ɓ ɗ ʄ ɠ ʛ
Dre daravat  ɸ β f v θ ð s z ʃ ʒ ʂ ʐ ɕ ʑ ç ʝ x ɣ χ ʁ ħ ʕ ʜ ʢ h ɦ Dre strakal 
Dre dostaat  β̞ ʋ ð̞ ɹ ɻ j ɰ A-gostez all  ɺ ɫ
Dre froumal ʙ r ʀ Kendistaget dre dostaat ʍ w ɥ
Dre stlakat ⱱ̟ ɾ ɽ Kendistaget dre daravat ɧ
A-gostez dre daravat ɬ ɮ Dre fic'hal  ʦ ʣ ʧ ʤ
A-gostez dre dostaat l ɭ ʎ ʟ Kendistaget dre serr.  k͡p ɡ͡b ŋ͡m
An arouezennoù a-zehoù e pep par mar bez a ra dave d'ur gensonenn mouezhiet. E gris emañ ar sonioù ma kreder dibosubl o c'havout.
  NODES
Note 1
os 7