Kentañ emgann Bull Run

Kentañ emgann Bull Run, anvet ivez emgann Manassas gant nerzhioù ar Su, hag implijet c'hoazh hiziv-an-deiz e su SUA, a oa bet ar c'hentañ emgann bras e-pad Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika etre an Unaniezh en Norzh ha Stadoù Kengevreet Amerika er Su.

D'an 21 a viz Gouhere 1861 e c'hoarvezas an emgann e-kichen kêriadennig Manassas, e Virginia, 60 km er mervent da Washington. Nerzhioù an Norzh, dindan urzhioù ar brigadier jeneral Irvin McDowell, a oa sur da vezañ trec'h prim daoust dezho bezañ hep-skiant prenet eus ar brezel.

Kartenn an emgann

Urzhioù e oa bet da dremen ar stêr Bull Run evit mont dres e-tal al lu kengevreet hag a oa mailh war an danvez brezel dindan urzhioù ar jeneraled Joseph E. Johnston ha Pierre Gustave Toutant de Beauregard.

E penn-kentañ an emgann e seblantas an trec'h mont gant an Norzh, met a-feur ma pade ar stourm e voa kaset lu an Norzh da vezañ riñset ha rediet e voe da derc'hout buan etrezek Washington.

Bull Run hiziv-an-deiz

kemmañ
 
Delwenn Stonewall Jackson e Manassas

Daou zevezh goude an emgann e voe brokerien o prenañ ul lod eus an douaroù a-benn implij ar vrud nevez evit gounit arc'hant.

Hiziv-an-deiz ez eo an dachenn emgann ar Manassas National Battlefield Park, ul lec'h istorel gwarezet gant an National Park Service.

Adkemer er sevenadur

kemmañ

Filmoù

kemmañ

Bandennoù-treset

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ
  NODES