Kev Chauvet
Kev pe mougev Chauvet (grotte Chauvet-Pont-d'Arc pe grotte de la Combe d'Arc e galleg) zo ur vougev en Ardèche, e Lengadok (Okitania), hag enni livadurioù ragistorel. E-kichen kumun Valon emañ, e kaniennoù ar stêr Ardèche. Dizolet e voe e 1994 ha war roll ar glad bedel eo bet lakaet gant an Unesco e 2014.
Ur mil bennak a engravadurioù ha livadurioù en deus ar c'hev, en o zouez 447 loen taolennet eus 14 spesad disheñvel. E-touez ar re goshañ er bed emaint. Graet e voent e-pad Sevenadur Aurignac etre 37 000 ha 33 500 bloaz araok JK.