Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2018
Kevezadeg bed ar Formulenn 1 2018 | |||
Kampion ar vlenierien: Lewis Hamilton Kampion ar saverien: Mercedes | |||
A-raok: | 2017 | War-lerc'h: | 2019 |
Kevezadeg bed Formulenn 1 2018 zo 69vet abadenn kevezadeg bed blenierien ar Formulenn 1. Ur redadeg warn-ugent a oa bet redet er bloaz-se ha mont a reas ar maout gant Lewis Hamilton e-touez ar vlenierien ha gant Mercedes e-touez ar saverien. Er bloaz-se e voe degaset e Formulenn 1 an halo evit gwareziñ penn ar vlenierien. Koulzad diwezhañ Fernando Alonso, kampion 2005 ha 2006 e voe.
Blenierien ha kirri
kemmañSetu roll an holl vlenierien, skipailhoù hag oberourien kefluskerioù o doa redet e 2018.
Prizioù Bras 2018
kemmañCheñchamantoù
kemmañSkipailhoù
kemmañCheñchamantoù skipailh
kemmañ- E-kerzh ar bloaz e oa bet prenet Force India gant Lawrence Stroll. Koll a ra ar skipailh e boentoù a-bezh en ur cheñch anv (da "Racing Point Force India").
Cheñchamantoù keflusker
kemmañ- Goude tri bloaz start gant Honda e choaz McLaren da redek gant Renault evit an tri bloaz da heul.
- Ar scuderia Toro Rosso a choaz mont gant Honda goude bezañ bet gant Renault.
Cheñchamantoù sponsor
kemmañ- Aston Martin az a da sponsor Red Bull Racing.
- Alfa Romeo az a da sponsor Sauber.
Blenierien
kemmañMont a reont kuit
kemmañ- Goude bezañ klasket chom a-sav e 2016 ez a kuit Felipe Massa eus ar Formulenn 1 e fin 2017.
- Jolyon Palmer ne voe ket miret gant Renault.
Deraouidi
kemmañ- Charles Leclerc gant Sauber.
- Sergey Sirotkin gant Williams.
Renkadur 2018
kemmañBlenierien
kemmañ
|
Saverien
kemmañ
|
Notennoù
kemmañ- ↑ Nullet e voe poentoù Force India ha skarzhet ar skipailh a-raok Priz Bras Belgia. Danvez ar skipailh a voe gwerzhet hag ez eas da redek adarre dindan ar memes anv a "Force India-Mercedes" met ur skipailh nevez a oa. Lakaet e voe da skipailh nevez dispartiet eus Force India kozh e kevezadeg ar saverien[2].
Daveoù
kemmañPorched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |