Kleder

kumun Penn-ar-Bed

Kleder ([ˈkleː.dɛr]) zo ur gumun e Bro-Leon hag eus departamant Penn-ar-Bed, e gwalarn Breizh.

Kleder
Ti-gard an Amied.
Ti-gard an Amied.
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Cléder
Bro istorel Bro-Leon Bro-Leon
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Montroulez
Kanton Ploueskad (betek 2015)
Kastell-Paol (abaoe 2015)
Kod kumun 29030
Kod post 29233
Maer
Amzer gefridi
Jean-Noël Edern
2020-2026
Etrekumuniezh Gorre-Leon Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Montroulez
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 635 ann. (2020)[1]
Stankter 97 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 39′ 51″ Norzh
4° 06′ 03″ Kornôg
/ 48.664167, -4.100833
Uhelderioù bihanañ 0 m — brasañ 79 m
Gorread 37,44 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kleder
  • Bernard Tanguy ː parrochia de Cleder, 1282, e-tro 1330[2].
  • Erwan Vallerie ː Cleder, 1282, 1516, 1709[3]
Gerdarzh

Hervez ur vojenn e teufe eus anv sant Ke, ur manac'h eus Iwerzhon deuet da Vreizh er Vvet kantved, savet gantañ ur manati e Kleder. Sant-paeron ar barrez eo bet.

Bernard Tanguy ː emañ gant parrez Kleder anv ur sant brezhon eus Kernev-Veur (ma tremen evit unan eus mibien ar roue Brychan eus Kembre), anv-diazez St. Clether (Seyncleder e 1429, ecclesia Sancti Clederi e 1261). Ne vez ket lidet ken e Kleder. Sant Pêr en eus kemeret e blas, ha gantañ Sant Ke-Colledoc..."

En gul e gastell e zaou dour hag e ziv siminal en aour, digoret ha goulaouet en gul, un aerouant en sabel difoupant diouzh an nor, heuliet ouzh kab gant teir artichaodenn en argant treustellet hag ouzh beg gant ur ginerminig en argant.

  • Disklêriet er prefeti d'an 28 Mezheven 1978.

Tud eus ar gumun a gemeras perzh en Emgann Kergidu d'ar 24 a viz Meurzh 1793 e-kichen Plougouloum ; un dell-gastiz a 13 450 lur a voe paeet gant ar gumun edan 24 euriad[4].

  • Mervel a reas 237 gwaz eus ar gumun, da lâret eo 4,55% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[5].
  • Hervez monumant ar re varv, 41 soudard eus ar gumun a varvas war an talbenn. 17 Klederiad a varvas evit abegoù all (bombezadegoù...).
  • Daou vugel, Jeanne hag Yves Béchu, 13 ha 9 vloaz, a voe lazhet d'an 30 a viz Du 1942 e Kreac'hwaleg gant ur soudard troet da sot[6].
Lazhadeg an 8 a viz Eost 1944[6]
kemmañ
  • E-kerzh an noz e voe dihunet annezidi ar bourk gant trouz ur golonenn kirri-tan. Un nebeud tud a yeas e-maez eus o zi, o soñjal e oa Amerikaned: soudarded alaman e oa e gwirionez, o tont eus Kastell-Paol ha Trelaouenan hag o vont da Bloueskad. Evit abegoù dianav e krogjont da dennañ war an tiez tro-dro. Un den a voe gloazet gant ur boled. Mont a rejont kuit war-dro 7e vintin.
  • Da 8e30 vintin en em stalias er bourk soudarded alaman all. Strolladoù soudarded all a blantas o reuz er maezioù tro-dro, en ur lakaat tan en atantoù hag en eostoù. Pemp gwaz a voe fuzuilhet ouzh ur c'hleuz e-kichen antre ar bourk, war hent Ploueskad. Unan all a voe lazhet e Penn al Lann Kerizur. Soudarded alaman a yeas goude da Skol ar Baotred evit tapout c'hwec'h den: unan a voe lazhet diouzhtu, ar pemp all a voe kaset betek Ploueskad el lec'h ma voent lezet da vont. E Kroazabandu e voe gwallet ur vaouez ha lazhet anezhi asambles gant he mab 15 vloaz. War-dro kreisteiz e voe tapet daou waz all a oa gloazet ha fuzuilhet anezho er bourk. Tennet e voe gant an Alamaned war atantoù Kreac'h-Avel: lazhet e voe gant ur boled ur gwaz a oa deuet da lazhañ an tan a oa krog en tiez. Ur gwaz all eus Ploueskad a voe lazhet e-kichen bourk Kleder, goude ma vije bet tennet warnañ pa glaske lammat a-us d'ur c'hleuz evit kuzhat.
  • 13 den a voe lazhet en deiz-se, 12 eus Kleder en o zouez. Chom a ra amsklaer abegoù al lazhadeg: hervez medisin ar gumun, an aotrou Le Méhauté, a ouie alamaneg, o dije lavaret ar soudarded alaman e vije bet tennet warno nepell diouzh Kleder. O vont war-zu Brest e oant, o kilañ dirak araokadennoù an arme amerikan. Dieubet e voe Kleder gant ar re-se un devezh goude, d'an 9 a viz Eost 1944, war-dro 3e goude kreisteiz.

Goude an Eil Brezel-bed

kemmañ

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
 
Un draezhenn anvet an Amied
  • Traezhenn an Amied, hini hirañ ar gumun.
  • Traezhenn Tevenn Meur.
  • Traezhenn Kerfichen.
  • Tumulus Oadvezh an Arem en Hellen (2000 - 1500 k.J.K.)[7].
  • Bezioù Oadvezh an Arem e Lezomi-Uhelañ[8].
  • Maen-bonn Kerider, Oadvezh an Houarn.
  • Maner Troñjoli, XVvet kantved, rummet Monumant Istorel[9].
  • Maner Kervengi, XIIIvet kantved, enskrivet evel Monumant Istorel[10].
  • Kastell Kergornadeac'h (1620), enskrivet evel Monumant Istorel[11].
  • Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù[12],[13].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Tud bet ganet eno

kemmañ

Tud stag o anv ouzh ar c'humun

kemmañ
  • Ar c'hont Émile de Kermenguy (Kastell-Paol 1810 - Pariz 1893), perc'henn war maner Kervengi, kannad unpennelour Penn-ar-Bed eus 1871 betek 1893, bet maer Kastell-Paol adalek 1848, anavezet evit bezañ dilezet e garg kuzulier-meur d'an 2 a viz Kerzu 1851 evit sevel a-enep taol-Stad Napoléon III.

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
 
Auffroy
Aotrounez ar Roz ha Kornangazel
Talbennanek etre argant ha sabel.
 
Auffroy
Aotrounez ar Roz ha Kornangazel
Neuz all ː Talbennanek etre argant ha sabel, e dreustell en gul karget gant ur ruilhenn en argant.
 
Baptiste
Aotrounez Kermabian
En aour e zri zour toet ha kranellek en glazur.

Brezhoneg

kemmañ
Ar Brezoneg er Skol
Deskadurezh
  • Klasoù divyezhek prevez abaoe 1991 (Skol Sant-Jozef).
  • Klasoù divyezhek publik (Skol publik Per-Jakez Helias).
  • En distro-skol 2023 e oa skoliataet 86 bugel en hentennoù divyezhek (24 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm

Gevelliñ

kemmañ

Mell-droad

kemmañ
  • Union Sportive Clédéroise[15]

Levrlennadur

kemmañ
  • (br) Visant SEITE, Ar marh reiz, E Bro-Leon gwechall, Ar Skol Dre Lizer, 1985, 342 p.
  • (fr) René CARDALIAGUET, Cléder : prêtres et paysans sous la Révolution, Du Courrier,‎ 1939, 137 p.
  • (fr) Annick FLEITOUR, Le petit train Rosporden-Plouescat , Editions Ressac,‎ 2001
  • (fr) François MOAL, Cléder une terre en Léon, Plomée,‎ 1999, 381 p.
  • (fr) René MONFORT, Cléder, gens de mer et de terre, 2001
  • Michel Froger & Michel Pressensé : Armorial des communes du Finistère. 2001
  • Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù

kemmañ
  NODES
eth 1
see 2