Kleze
Ur c'hleze (pe : klezeñv [1]) zo un arm-stok implijet da droc'hiñ, hennezh a zo hiroc'h evit ur gontell pe ur gougleze, ul lavnenn hir dezhañ, staget ouzh un dornell. Gallout a ra bout eeun pe krommet ha dornaet da droc'hiñ pe gwanañ.
kleze
Iskevrennad eus | piercing-cutting weapon, edged and bladed weapon |
---|---|
Implijet gant | klezeour |
Kod MCN | 9307.00.00 |
A-zivout e orin, e voe krouet ar c'hlezeier kentañ e keit oadvezh an arem en ur emdreiñ diwar ar gougleze, war dro 1600 k.J.K.. Chom a reas berr a-walc'h e lavnenn hag hep kroaz ouzh ar wardenn betek ar grennamzer uhel.
A-hed an amzer e teuas da vout muioc'h mui begek al lavnenn da c'hallout bout dornaet aesoc'h ha gwanañ donoc'h an enebour.
Donet a ra ar ger Klezeñv eus ar c'hentgelteg kladiwos, kenaozet gant kladyeti a dalva "skeiñ", hag ar lostger wos.
Meur a seurt a glezeñv a zo, en o zouesk:
- Gladius (kleze an romaned)
- Claidheamh-mòr (kleze hir ar skosiz)
- Zweihänder (kleze hir al Landsknecht)
- Katzbalger (kleze berr al Landsknecht)
- Rapier (kleze begek implijet gant ar spagnoliz)
Klezeier brudet
kemmañ- Kaledvoulc'h, pe Excalibur, kleze Arzhur
- Durandal hini ar brezelour frank Roland, paotr Orreaga
- Chandrahas, hini an haroz Ravana
- Joyeuse, kleze Karl Veur