Krougañ
Krougañ zo un doare da lakaat an dud d'ar marv hag a vez implijet evel kastiz lezennel.
krougañ
Iskevrennad eus | emzalc'h denel |
---|---|
Implij | suicide by hanging, execution by hanging |
Anv | hanged by the neck until dead |
Efed | brain death, asphyxia, unconsciousness, internal decapitation |
Dezverket dre | suspended |
A implij | Post-kroug, loop, scaffold |
Broioù
kemmañBroioù zo a implij ar c'hrougañ evit seveniñ kastiz ar marv, evel Bro-Saoz betek ar bloavezhioù 1960 hag Egipt, India, Iran, Japan, Malaysia hiziv a-douez Stadoù arall.
E Bro-C'hall e oa bet dilezet evit kemer an dibennerez da vare an Dispac'h gall.
Istor
kemmañSetu ur roll eus un toullad tud krouget:
- E 1484, e Pariz, e krouglec'h Montfaucon, Olivier le Daim (1428-1484), kuzulier d'ar roue gall Loeiz XI.
- E 1640, e Bro-Saoz, John Atherton (1598-1640), eskob Waterford ha Lismore, a-gevret gant e servijer ha mignonig John Childe (16xx-1640), dre an abeg a sodomiezh, dindan ul lezenn a oa bet kensavet gantañ.
- E 1738, Joseph Süß Oppenheimer (1698-1738)
- E 1803, ar broadelour iwerzhonat Robert Emmet.
- E 1865 e voe krouget tud hag o devoa kemeret perzh en irienn da lazhañ ar prezidant stadunanat Abraham Lincoln.
- E 1873, Vasil Levski, haroz broadel bulgar, krouget gant ar galloud otoman e Sofia.
- E 1945, torfedourien nazi kondaonet e prosez Nürnberg.
- E 1962 e voe graet ar grougadenn diwezhañ e Kanada.
- E 1964 e voe graet ar grougadenn diwezhañ e Breizh-Veur.
- E 2006, Saddam Hussein, bet prezidant Irak.