Kumun Pariz a zo ur gumun ganet diwar un emsavadeg poblek e Pariz ganet diwar brezel 1870-1871 etre Bro-C'hall ha Prusia. Padout a reas ar gumun eus an 18 a viz Meurzh 1871 d'an 28 a viz Mae 1871, pa nac'has annezidi 'zo eus Pariz anavezout ar Vodadeg Vroadel dilennet diwar mouezhioù ar sitoaianed c'hall a veve e lec'hioù nann-aloubet gant Prusia.

Kumun Pariz
seziz, social experiment, emsavadeg, aozadur, group action, melestradurezh tiriadel
Rann eusQ109018877 Kemmañ
Deiziad krouiñ18 Meu 1871 Kemmañ
Anv er yezh a orinCommune de Paris Kemmañ
Yezh ofisielgalleg Kemmañ
StadFrañs Kemmañ
Kêr-bennPariz Kemmañ
Located in the present-day administrative territorial entityFrañs Kemmañ
Lec'hPariz Kemmañ
Daveennoù douaroniel48°51′25″N 2°21′5″E Kemmañ
Renad politikelparliamentary republic Kemmañ
MoneizFrench franc Kemmañ
Deiziad28 Mae 1814 Kemmañ
Deiziad kregiñ18 Meu 1871 Kemmañ
Deiziad echuiñ28 Mae 1871 Kemmañ
Deiziad divodañ28 Mae 1871 Kemmañ
HashtagCommuneDeParis, Commune1871 Kemmañ
Banniel (deskrivadur)red flag Kemmañ
Map

Enebet e oa perzhidi ar gumun ouzh aloubadeg Bro-C'hall gant ar Brusianed eus un tu, hag ouzh gouarnamant mirour Adolphe Thiers dilec'hiet e Versailhez eus an tu all. An emsavoù micherourien o deus bet ul levezon vras Gumun Pariz, a oa ar banniel ruz hec'h arouez. Hervez an istimadurioù e varvas etre 5.000 ha 15.000 perzhiad eus ar gumun da vare ar Sizhunvezh Wadek (21-28 a viz Mae 1871) pa voent lazhet en emgannoù a-enep d'an arme pe fuzuilhet ganti.

Kronologiezh

kemmañ

Eus ar brezel d'ar Gumun

kemmañ
 
Bardell war ar boulouard Voltaire, Pariz

1870

  • 19 a viz Gouere : Bro-C’hall a zisklêr ar brezel da Brusia.
  • 2 a viz Gwengolo : trec’het eo Napoleon III e Sedan.
  • 4 a viz Gwengolo: disklêriadur an Trede Republik e Lyon hag e Pariz.
  • 27 a viz Here : Bazaine, e-penn an arme republikan, a godian e Metz.
  • 28/30 a viz Here : klask a ra an arme terriñ gronn ar Brusianed, o vont d’ar Bourget. Ur c’hwitadenn eo.
  • 31 a viz Here : emsavadeg e Pariz. Flourens ha tud Belleville a dap an Ti-Kêr, diouzh an noz eo tapet gant an arme en-dro.
  • 3 a viz Du : votadeg evit ur gouarnamant a Zifenn Broadel.
  • 5/7 a viz Du : dilennadegoù ar maered er c’harterioù.
  • 3 a viz Kerzu : c’hwitet eo un taol eus an arme evit terriñ kelc’hiadur ar Brusianed.
  • 21/22 a viz Kerzu : c’hwitet eo adare un taol eus an arme evit terriñ kelc’hiadur ar Brusianed er Bourget.

1871

  • 19 a viz Genver : c’hwitet eo un arsailh all evit klask terriñ ar c’helc’hiadur.
  • 22 a viz Genver : manifestadeg vras a enep ar galloud dirak an Ti-Kêr.
  • 28 a viz Genver : sinet eo an arsav-brezel etre Prus ha Frañs.
  • 8 a viz C’hwevrer : dilennet eo ur Vodadeg Vroadel.
  • 15 a viz C’hwevrer : en em gevrediñ a ra ar Gward Broadel.
  • 17 a viz C’hwevrer : Adolphe Thiers lakaet e-penn ar galloud seveniñ.
  • 26 a viz C’hwevrer : sinet eo ar peoc’h e Versailhez, mouezhiet eo gant ar Vodadeg Vroadel d’ar 1añ a viz Meurzh.
  • 1/3 a viz Meurzh : ar brusianed en em stal war ar Champs-Elysées e-pad tri devezh.
  • 10 a viz Meurzh : dilojañ a ra ar Vodadeg Vroadel da Versailhez.

Eus ar Gumun d’an Trede Republik

kemmañ

1872

  • 14 a viz Meurzh : Freuzadur ar Gward Broadel. Lezenn Dufaure a harz diouzh an dud da vont en Etrebroadel.
  • 14 a viz Meurzh : an harluidi kentañ a zo kaset d’ar galeoù da Galedonia-Nevez.

1875

  • 14 a viz C’hwevrer : mennad Wallon, votet gant ur vouezh diforc’h etre ar muiañ-niver hag ar bihan-niver.

1876

  • Miz C’hwevrer / miz Meurzh: an trec’h az a gant ar republikaned en dilennadegoù.

1879

  • 3 a viz Meurzh : distaoladeg lodeg.

1880

  • 23 a viz Mae : kentañ lid-koun dirak moger ar re gevredet e bered Père Lachaise.
  • 11 a viz Gouere : distaoladeg hollek.

Tudennoù pouezus

kemmañ
  NODES
Note 1
os 2