Ul lavar pe yezh programmiñ, pe areg gouleviñ, a zo ur yezh artifisiel savet evit reiñ urzhioù hag a c'hell bezañ sevenet gant ur mekanik, un urzhiataer peurvuiañ . Al lavarioù programmiñ a c'hell bezañ implijet evit krouiñ programmoù (pe poelladoù) a gontroll emzalc'h ur mekanik, evit seveniñ un algoritm resis, pe evit eskemm gant un den.

yezh programmiñ
computer science term
Iskevrennad euscomputer language Kemmañ
Rann eusurzhiataer Kemmañ
Implijcomputer programming Kemmañ
Dezverket drecase sensitivity (two options), type of programming language Kemmañ
Istorhistory of programming languages, timeline of programming languages Kemmañ
Manifestation ofprogramming paradigm Kemmañ
EntitySchema for this classEntity schema not supported yet (E55) Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://stackoverflow.com/tags/programming-languages Kemmañ
Roll elfennoùlist of programming languages by type, list of programming languages Kemmañ

Al lodenn vrasañ eus al lavarioù programmiñ zo enno doareoù skrivañ dibar en o ereadurezh. Lod lavarioù a zo termenet en un teul a-ratozh. Da skouer, ar C (yezh programmiñ) a zo termenet gant an ISO. Lavarioù all, evel Perl, zo enno ur c'hefloueradur (emplementadur) implijet evit dave.

Pep lavar programmiñ zo ennañ ur steradur (ster ar gerioù) hag ur c'hevreadur ivez (kevreañ ar gerioù a ya d'ober ar "frazennoù").

Meur a seurt lavar programmiñ e vez kavet, hag e c'heller renkañ anezhe hervez o live. Graet e vez lavarioù a live izel, eus al lavarioù tost da lavar binarel ar mekanik, evel an [[asambler], ha lavarioù a live uhel d’ar re tost d’an doare ma soñj un den, evel C++.

Hogen e c'heller renkañ anezho ivez hervez an doare ma vez peurgaset ar programmoù skrivet gante gant an urzhiataer a-raok bezañ erounezet gantañ : al lavarioù kompilet hag al lavarioù jubennet.

Al lavarioù kompilet a vez savet gant ur c’hompiler da gompilañ ar programmoù d'ober ur restr tarzh a c'hello neuze bezañ erounezet war un dro gant an ijinenn. Al lavar C, da skouer, a zo ul lavar kompilet.

Al lavarioù jubennet o deus ezhomm eus ur jubenner evit lakaat programmoù da labourat. PHP a zo ul lavar jubennet.

  NODES
languages 5
Note 1
os 5