Lezenn vrezel
Al Lezenn vrezel a vez graet eus erlec'hiadur ur gouarnamant trevour gant lezennoù milourel hag astaladur al lezennoù trevour kement hag an aozadurioù demokratel e-pad ur mare. Al lezenn vrezel a c'hell padout ur mare dibad pe ur mare resis hervez bonreizh ar vro. Ar frankizoù trevour a vez ehanet alies keit ha ma pad al lezenn vrezel. Peurliesañ e vez disklêriet ar stad-se dre ma vez ur brezel pe ur gwallzarvoud evel un emsavadeg er vro pe c'hoazh pa vez gwallreuzioù naturel. Gellout a ra al lezenn vrezel bezañ lakaet da dalvezout ivez pa vez un taol-stad milourel.
Kenarroud
kemmañDaoust m'eo bet disklêriet alies e-kerzh an istor, al lezenn vrezel a chom un ober gwelet fall. Ar wech kentañ ma voe graet gant an droienn "lezenn vrezel" a oa e 1628 e Rouantelezh Bro-Saoz, pa oa bet an Aotrou Matthew Hale o tiskrivañ al lezenn vrezel evel "lezenn ebet, met un dra gouzañvet muioc'h evit aotreet hervez lezenn." Kozh eo an arroudenn-se met chom a ra un dra gwirion en un toullad broioù dre ar bed hiziv-an-deiz. Evit darn eus an implijoù a vez graet eus al lezenn-se ez eo un ezhomm e-tal darvoudoù drastus muioc'h evit un implij gwirel, ha ma vez broioù o kaout aotreoù resis da implij al lezenn vrezel, evit un darn n'eus ket eus ur framm resis a aotre an implij pe get. Evit ar broioù na aotreont ket en un doare eeun disklêriadur al lezenn vrezel, met lec'h ma vez lakaet da dalvezout memestra, an doare gwirel diazez e vo "ar redi" d'en ober, pe un digarez a seurt-se embannet gant penn ar Stad pe an aotrouniezh nevez erruet er galloud.
Ukraina
kemmañFramm implij al lezenn vrezel en Ukraina a oa bet savet e 2015, gant an anv "War ren gwirel al Lezenn Vrezel". Prezidant Ukraina eo a choaz embann al lezenn vrezel met ret eo e vije degemeret gant ar Verkhovna Rada.
Sukorea
kemmañE miz Here 1946, Gouarnamant milourel ar Stadoù-Unanet e Korea a embannas al lezenn vrezel evel diskoulm da Emsavadeg Daegu. D'ar 17 a viz Du 1948, gouarnamant ar prezidant Syngman Rhee a embanne al lezenn vrezel evit talañ ouzh Emsavadeg Jeju. D'an 19 a viz Ebrel 1960, ar Gouarnamant Rhee a embanne adarre al lezenn vrezel evit mougañ Dispac'h Ebrel.
D'an 3 a viz Kerzu 2024, ar prezidant Yoon Suk Yeol a embanne ur stad a reuziad gant al lezenn vrezel evit "gwareziñ frankiz Sukorea a-enep an nerzhioù komunour norzhkorean hag evit freuzañ an hiniennoù enep-stad". D'ar 4 a viz Kerzu 2024 da 01:01 AM KST, 190 lezennour a oa er Vodadenn Vroadel o doa votet evit tennañ al lezenn vrezel raktal.