Liorzhour
Labour al liorzhour eo ober war dro al liorzhoù, met gellout a ra bezañ un dudi ivez.
- Ur pennad Al Liorzhour zo ivez.
Ur vicher gozh eo, a zo bev c’hoazh en XXIvet kantved.
Abaoe an XXvet kantved ez eus skolioù da stummañ ar re yaouank (pe get): anvet int skolioù liorzhouriezh, hag un toullad zo e Breizh.
Gwechall e veze komzet e galleg eus "liorzhourien 5 skourr" (jardiniers cinq branches), dre ma ouezent ober war-dro al legumaj, ar splusegoù, ar gwez, ar bleunioù hag al liorzhoù.
E fin an XXvet kantved o doa kroget ar skolioù da rannañ ar stummadur e pemp strollad, hervez ar pemp rummad kozh-se.
Meur a vicher zo : Al liorzhour a zo an oberour.
Al livour maezadoù a zo un arzour, krouiñ a ra maezioù.
Ar savour maezadoù a zo un den gouest da sevel raktresoù, un diplom en deus (master pe bachelour).
Ar micherioù tro-dro da-se a zo strollet en UNEP
Liorzhourien brudet
kemmañEn XVIIIvet kantved :
- André Le Nôtre : liorzhour ar roue Loeiz XIV, e labour a oa kavout aozadur al liorzh, krouiñ anezhañ ar bravañ ar gwellañ,
- Lancelot "Capability" Brown, liorzhour ha gweledvaour saoz en un doare "naturelour".
En XIXvet kantved :
- Auguste François Marie Glaziou (1828-1906), liorzhawour breizhat