Lizherenneg etrebroadel AFNA

Lizherenneg etrebroadel AFNA (Aozadur ar Feur-emglev Norzh-Atlantel) a reer eus al lizherenneg etrebroadel a zo bet termenet gant Aozadur Etrebroadel an Nijerezh Foran (AENF ; International Civil Aviation Organization/ICAO e saozneg) dindan an anv (International) Radiotelephony Spelling Alphabet (IRSA), "Lizherenneg-Digejañ Etrebroadel ar Skinbellgomzerezh (LDES)" e 1955, hag a voe degemeret gant an International Telecommunication Union (ITU) e 1959.

Lizherenneg AFNA (AENF, 1955)
Lizherenneg AFNA gant al lizherenneg Morse hag an distagadur (US Navy, 1996)
Al lizherennegoù AFNA ha Morse hag an distagadur (FAA, 2020)

Savet eo bet al lizherenneg etrebroadel-se diwar an hini a veze implijet gant arme ar Stadoù-Unanet ; nebeut-ha-nebeut en deus kemeret lec'h lizherennegoù ar broioù all, betek bezañ degemeret gant AFNA, alese e anv.

Implijet e vez gant an AENF hag an AFNA evel-just, koulz ha gant kement aozadur hag a ra gant ar skinbellgomzerezh : arme Frañs, ar Groaz-Ruz etrebroadel, Kevread broadel ar gwarez foran, Poellgor sikourerien c'hall ar groaz wenn, ar bomperien, ar polis, ar surentez keodedel, ar radioamatourien hag all.

Al lizherenneg

kemmañ
  • An distagadur etrebroadel hag erbedet eo an hini a zo en daolenn ; n'eo ket distagadur ar ger e yezh pe yezh.
Distagadur lizherenneg AFNA
Anv LFE
A alfa [ˈalfa]
B bravo [ˈbravo]
C charlie [ˈtʃali] / [ˈʃali]
D delta [ˈdɛlta]
E echo [ˈɛko]
F foxtrot [ˈfɔkstrɔt]
G golf [ˈɡɔlf]
H hotel [hoˈtɛl]
I india [ˈɪndia]
J juliett [ˈdʒuliˈɛt]
K kilo [ˈkilo]
L lima [ˈlima]
M mike [ˈmaɪk]
Anv LFE
N november [noˈvɛmba]
O oscar [ˈɔska]
P papa [paˈpa]
Q quebec [keˈbɛk]
R romeo [ˈromio]
S sierra [siˈɛra]
T tango [ˈtaŋgo]
U uniform [ˈjunifɔm], [ˈunifɔm]
V victor [ˈvɪkta]
W whiskey [ˈwɪski]
X xray [ˈɛksreɪ]
Y yankee [ˈjaŋki]
Z zulu [ˈzulu]
Anv LFE
1 one [ˈwan]
2 two [ˈtu]
3 three (tree) [ˈtri:]
4 four (fow-er) [ˈfo.ə]
5 five (fife) [ˈfaif]
6 six [ˈsiks]
7 seven [ˈsɛv.n]
8 eight [ˈeit]
9 nine (niner) [ˈnainə]
0 zero [ˈzi:ro]
00 hundred [ˈhœ̃drɛd]
000 thousand [ˈtauˈzɑ̃d]
. / , decimal [ˈdɛˈsiˈmal]
  • El lizherenneg ofisiel ez eus daou c'her hag a vez skrivet en un doare disheñvel diouzh an doare saoznek reizh : Alfa e-lec'h Alpha, peogwir ez eus yezherien ha ne ouzont ket e talvez ph kement hag f er yezhoù europat ; Juliett e-lec'h Juliet evit ma ne c'hellfe ket ar c'hallegerien e zistagañ hep an t pe evel juillet.
  • Daou zoare da zistagañ C-charlie zo, peogwir ez eus yezherien hag a ziforc'h etre ch ("tcharlie") ha sh ("charlie").
  • Daou zoare da zistagañ U-uniform zo : "youniform" evit ar yezhoù kar d'ar saozneg, hag "ouniform" evit ar yezhoù kar d'al latin.
  • Ar sifr 3 three ([θri:]) a vez distaget tree ([tri:], "gwezenn'") abalamour ma ne c'hall ket an holl yezherien distagañ ar ruzenn dent divouezh saoznek th.
  • Ar sifr 4 four (['fɔ:ʳ]) a vez distaget fow-er evit mirout a zroukveskañ gant an araogenn saoznek for "evit" ha gant ar stagell for hag a verk an abeg.
  • Ar sifr 5 five [ˈfaɪv] a vez distaget fife evit mirout a zroukveskañ gant ar ger saoznek fire, "tan".
  • Ar sifr 9, nine, a vez distaget niner evit mirout a zroukveskañ gant ar ger alamanek nein, a vez distaget evel an 9 saoznek.
  • An niver (1)000, thousand [ˈtaʊˈzænd], a vez distaget tousand en abeg d'an th saoznek.

A-raok ar Brezel-bed kentañ (1914-1918) e voe aozet lizherennegoù-digejañ evit gwellaat ar pellgehentiñ dre bellgomz ha skingomz a-bell. An doare A-Amsterdam, B-Baltimore, diwar ar gerioù evit A ha B, a voe degemeret gant an International Commission for Air Navigation (ICAN, a droas da AENF e 1945).

E 1927 e voe savet gant ar CCIR (Comité Consultatif International pour la Radio, a droas d'an ITU e 1934) ar c'hentañ lizherenneg etrebroadel nann-milourel. Peogwir e oa savet kudennoù gant lod yezhoù e voe degaset kemmadennoù e 1932, ha degemeret e voe al lizherenneg gant an ICAN ; betek 1965 e voe implijet an doare kemmet-se gant an International Maritime Organization (IMO), ur skourr eus Aozadur ar Broadoù Unanet hag a ra war-dro reoliañ ar merdeiñ.

A-hed an Eil Brezel-bed (1939-1945), meur a vro a implijas he lizherenneg dezhi evit digejañ gerioù. E 1941 en SUA e voe lakaet e pleustr ul lizherenneg a vefe boutin d'an armeoù stadunanat : an Able Baker ; unan damheñvel a voe implijet diouzhtu gant ar Royal Air Force, ha lod skourroù all eus an arme vreizhveuriat a zegemeras hini ar Royal Navy (hiziv c'hoazh, tud nannsoudard er Rouantelezh-Unanet a ra c'hoazh gant Freddie evit F ha Sugar evit S).

E 1943, sturvodoù an armeoù stadunanat, breizveuriat hag aostralian a gemmas lizherenneg SUA evit gwellat ar c'henlabour.

Goude echuet ar brezel, pa veze kalz tud eus ar Gevredidi o kenlabourat dre ar bed e voe lakaet an Able Baker da ofisiel en nijerezh, e 1946. Peogwir e oa meur a zistagadur e doare saozneg Breiz-Veur e voe degemeret ul lizherenneg-digejañ Ana Brazil en Amerika Latin. Ne badas ket pell avat : e 1947, an International Air Transport Association (IATA) a ginnigas da AENF ul lizherenneg hag a c'hellfe bezañ distaget ha komprenet e galleg, e portugaleg, e saozneg hag e spagnoleg. Da heul ar c'hinnig-se, AENF a genlabouras gant ar yezhoniour gall-ha-kanadian Jean-Paul Vinay (1910-1999) eus Skol-veur Montréal evit termeniñ ul lizherenneg-digejañ nevez[1],[2] hervez an dezverkoù-mañ :

  1. gerioù implijet e galleg, saozneg ha spagnoleg ;
  2. gerioù aes da anavezout ha da zistagañ e metoù al levierien nijerezioù en holl vroioù ;
  3. gerioù aes da dreuzkas ha da lenn dre skinbellgomzerezh ;
  4. gerioù hag a vez skrivet damheñvel e galleg, saozneg ha spagnoleg, ar bennlizherenn heñvel en teir yezh ;
  5. gerioù na c'heller ket enebiñ outo evit abeg pe abeg[3].

Goude meur a gemmadenn, kenasantet gant AENF ha J.-P. Vinay, e voe echuet al lizherenneg-digejañ d'ar 1 a viz Du 1951 ha lakaet e pleustr adalek ar 1 a viz Ebrel 1952 en nijerezh foran — arme ebet neblec'h ne reas ganti avat.

Dizale e voe kavet kudennoù all el lizherenneg, evel droukveskañ Nectar ha Victor pa vez fall ar skinbellgomzerezh, ken e tistroas lod levierien d'an Able Baker. E 1952 bepred, AENF a labouras en-dro war al lizherenneg en ur studiañ an implij anezhi e metoù levierien eus 31 vro ; ar si pennañ a voe kavet eo ne veze ket degaset fazioù gant ar skinbellgomzerezh, na rae nemet gwashaat ar fazioù a oa dija en dibab gerioù[3]. Ul lizherenneg-digejañ nevez a voe embannet gant AENF d'ar 1 a viz Genver 1956 ; degemeret e voe gant milourien AFNA d'ar 1 a viz Meurzh goude bezañ kemmet reizhskrivadur un nebeud gerioù (C, M, N, U hag X) diwar c'houlenn an US Air Force. E 1959 e voe degemeret gant an ITU ivez ; peogwir e ver an ITU ar skinbellgomzerezh etrebroadel en e bezh e voe lakaet al lizherenneg e pleustr gant hogozik an holl implijerien, ha pa vent soudarded, nannsoudarded pe amatourien. E 1965 e voe degemeret gant an IMO ivez.

Kemmadennoù a voe er sifroù : 1947, an ITU a zegemeras un doare nevez da envel ar sifroù e-lec'h hini an Ana Brazil : ur meskaj etre ar sifroù a orin latin hag ar re saoznek.

  • 0 = Nadazero diwar (es)/(pt) nada + (en) zero
  • 1 = Unaone diwar (la) ūna + (en) one
  • 2 = Bissotwo diwar (la) bis + (en) two
  • 3 = Terrathree diwar (it) terzo + (en) three (distaget evel tree)
  • 4 = Kartefour diwar (fr) quart + (en) four (distaget fow-er)
  • 5 = Pantafive diwar (fr) penta- + (en) five (istaget fife)
  • 6 = Soixsix diwar (fr) soix- + (en) six
  • 7 = Setteseven diwar (it) sette + (en) seven
  • 8 = Oktoeight diwar (la) octō + (en) eight
  • 9 = Novenine diwar (it) nove + (en) nine (distaget niner)

Kemmadennoù lec'hel

kemmañ
  • E metoù an nijerezh e vez erlec'hiet data, dixie pe david ouzh D-delta e lod aerborzhioù, evit mirout a zroukveskañ gant anv ar gompagnunezh Delta Airlines.
  • A-wechoù e vez erlerc'hiet unit ouzh 1-one.

Liammoù diavaez

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  NODES
Association 1
INTERN 7
Note 3