Ljudevit Gaj (Krapina, 8 a viz Eost 1809 - Zagreb, 20 a viz Ebrel 1872) a voe ur politiker, yezhour ha skrivagner kroat. Un den a bouez e voe en Emsav illirian e-touez pobloù slav gevred Europa.

Delwen Ljudevit Gaj, e Zagreb

Mab e oa da alamanegerien eus Slovakia, met ganet ha desavet e voe e Kroatia.

E 1830 e embannas e Buda ul levrig e kroateg hag en alamaneg, anvet Kratka osnova horvatsko-slavenskoga pravopisaňa (Kurzer Entwurf einer kroatisch-slawischen Orthographie), hag a voe al levr kentañ a ginnige un doare-skrivañ unvan evit ar c'hroateg. Levezonet e oa bet Ljudevit Gaj gant labour Pavao Ritter Vitezović ha gant doare-skrivañ an tchekeg, ha klasket en doa implij pep hini eus lizherennoù al lizherenneg latin evit notenniñ sonioù ar c'hroateg, gant un nebeud sinoù diakritek ouzhpenn.

Berzh a reas al levr-se ha brudet e voe Gaj gantañ. E 1834 e voe roet aotre dezhañ, gant gouarnamant Vienna, da embann ur gazetenn bemdeziek e kroateg. D'ar 6 a viz Genver 1835 e teuas Novine Horvatske ("Keleier Kroatia") er-maez, gant ur stagadenn lennegel, Danicza horvatzka, slavonzka y dalmatinzka, adalek an 10 a viz Genver. E deroù 1836 e voe cheñchet anvioù ar c'hazetennoù-se hag a zeuas da vezañ anvet Ilirske narodne novine ("Keleier Pobl Illiria") ha Danica ilirska. En amzer-se e kave d'an dud e oa ar Groated diskennidi da bobl Illiria gozh.

Ljudevit Gaj, ouzhpenn bezañ ur yezhour, a oa ivez ur barzh. Brudet eo e varzhoneg "Još Hrvatska ni propala" ("Kroatia n'eo ket kouezhet en he foull c'hoazh"), embannet e 1833.

Abalamour d'e holl labourioù e seller ouzh Ljudevit Gaj evel unan eus adsaverien ar c'hroateg.


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Note 2