Loeiz III (Bro-C'hall)
Loeiz III (war-dro 863-† 882), mab Loeiz Vesteod hag Ansgard Burgondia, a oa roue Bro-C'hall eus 879 da 882.
Rouaned dic'halloud
kemmañE miz Meurzh 880, en Amiens, ez eo rannet rouantelezh e dad : Loeiz a resev Frankia ar c'hornôg ha Neustria, ha ren ha ra war un dro gant e vreur Karloman. Hemañ a resev Burgondia ar C'hornôg, Akwitania, ha Septimania (Cévennes, Corbières, Norzh ar Pireneoù gant Narbonne, Carcassonne, Béziers ha Nîmes).
Evit chom e peoc'h ha talañ ouzh tagadennoù an Normaned e rank an daou vreur en em glevet gant o c'henderv Loeiz Yaouank a c'houlenn Lotaringia ar c'hornôg o doa gounezet goude skrid-emglev Mersen sinet d'an 9 a viz Eost 870. E deroù 880 e oant rediet da reiñ ar vro-se dezhañ gant skrid-emglev Ribemont (Aisne). Ret eo dezhe ivez en em gannañ evit Burgondia p'emañ o goureontr Boson V o klask lakaat e grabanoù warni.
Ar stourm a-enep an alouberien
kemmañD'an 30 a viz Du 879 e c'hounezas an daou vreur un trec'h bras war ar Vikinged, degouezhet betek ar Vienne. (http://expositions.bnf.fr/fouquet/arret/26/i.htm)
E miz Eost 881, Loeiz III en-dro an alouberien viking en emgann Saucourt-en-Vimeu e lec'h ma vije bet lazhet tost da 8 000 Viking. Skoet e voe spered ar gempredidi gant an trec'h-se ha kement ma voe brudet evit pell gant Son Loeiz (ar Ludwigslied pe Rythmus Teutonicus)
Ur ren berr-kenañ
kemmañTerriñ a reas e benn ouzh he skeiñ ouzh gourin un nor re izel pa o redek war-varc'h war-lerc'h merc'h ur Germund bennak. Beziet e voe d'ar 5 a viz Eost 882 en Sant Denez. Lezel a reas holl rouantelezh Frankia ar C'hornôg gant e vreur Karloman, evit nebeut amzer avat.
En e raok: Loeiz II |
Rouaned ar Franked 879 – 882 |
War e lerc'h: Karloman II |