Ludwig Iañ Bavaria

Ludwig Iañ Bavaria, ganet d'ar 25 a viz Eost 1786 e Strassburg, ha marvet d'an 29 a viz C'hwevrer 1868 e Nisa, a oa Roue Bavaria adalek 1825 betek Dispac'h 1848 e Alamagn .

Ludwig Iañ, roue Bavaria, poltredet gant Joseph Karl Stieler, e 1826

Priñs pennhêr

kemmañ

Mab e oa da Masimilian Iañ Jozeb, roue Bavaria, ha d'e wreg kentañ Auguste Wilhelmine von Hessen-Darmstadt. En amzer-se e oa e dad en arme c'hall e Strasburg. Filhor e oa d'ar roue gall Loeiz XVI. D'ar 1añ a viz Ebrel 1795 e voe anvet e dad da ren goude marv e eontr, Karl II August, Dug Zweibrücken, evel dug Zweibrücken, ha d'ar 16 a viz C'hwevrer 1799 e teuas da vout priñs-dilenner Bavaria ha Kont Palatin ar Roen, ha Dug Berg pan eas da hesk lignez Pfalz-Sulzbach , da varv an dilenner Karl Theodor, Dilenner Bavaria.

D'ar 1 a viz Genver 1806 e kemeras an titl a roue Bavaria.

En Here 1810 e timezas da Therese von Sachsen-Hildburghausen (1792–1854), merc'h da Friedrich Iañ von Sachsen-Hildburghausen ha d'e bried Charlotte Georgine Luise von Mecklenburg-Strelitz. En deiz-se e voe goueliet an Oktoberfest kentañ e kêr München.

Ludwig a oa enebet ruz ouzh an emglev graet etre e dad ha Napoleon Iañ. Koulskoude en desped d'e zoug enepgall e voe ret dezhañ kemer perzh e brezelioù an impalaer gall gant arme Bavaria en 1806. Evel komandant e oa e penn ar C'hentañ Rannarme Vavarian er VIIvet Korf-arme, dindan ar Marichal François Joseph Lefebvre en 1809[1] E penn e rannarme e oa en Emgann Abensberg d'an 20 a viz Ebrel.[2]. En 1817 e kemeras Ludwig perzh e diskar ar C'hentañ Ministr, ar C'hont Maximilian von Montgelas.

Kemer a reas ar gurunenn war-lerc'h e dad e 1825.

Harpañ a reas Bro-C'hres da vout dizalc'h hag e vab Otto eo a zeuas da vout kentañ roue Gres en 1832. Goude dispac'h gall 1830 e troas da roue garv. Ne oa ket karet abalamour d'e zarempred gant Lola Montez, ma voe ret dezhañ dilezel ar gurunenn e miz Meurzh 1848 d'h reiñ d'e vab Masimilian.

Beziet eo bet en abati Saint-Boniface e Munich.

Bugale

kemmañ

Dimezet e voe e 1810 da Therese von Sachsen-Hildburghausen (1792–1854), merc'h d'an Dug Friedrich Iañ von Sachsen-Hildburghausen ha d'e bried Charlotte Georgine Luise von Mecklenburg-Strelitz. Nav bugel o doe:

Notennoù

kemmañ
  1. Bowden, Scotty & Tarbox, Charlie. Armies on the Danube 1809. Arlington, Texas: Empire Games Press, 1980. 61.
  2. Petre, F. Loraine. Napoleon and the Archduke Charles. New York: Hippocrene Books, (1909) 1976. 134.
  NODES
Note 3