Ludwig Iañ von Baden

Ludwig Iañ von Baden (1763–1830) a oa dug-meur Baden adalek 1818. Mab e oa da Karl Friedrich von Baden ha d'e bried Karoline Luise von Hessen-Darmstadt.

Ludwig I von Baden (1763-1830)

E vuhez

kemmañ

Ren a reas war-lerc'h e niz Karl Ludwig Friedrich von Baden, anvet Karl II neuze. Brud en doa da vout rouler ha gastaouer, ha marteze e voe serc'heg d'e lezvamm Louise Geyer von Geyersberg, kontez Hochberg, ha kontet e veze e oa « tad d'e vreudeur ».

Mervel a reas e vreur henañ en ur gwallzarvoud e 1801, hag e dad, ar markgrav Karl Friedrich von Baden, 73 bloaz dezhañ, a laoske anezhañ da ren an dugelezh en e lec'h.

Ludwig, a en em gleve marteze gant ar gontez Hochberg, a felle dezhañ mirout ar galloud, ha klask a reas levezoniñ e niz, ar priñs Karl Ludwig Friedrich von Baden, 15 vloaz dezhañ hag e gas a reas d'ar vuhez diroll ma varvas buan ar priñs.

En 1806, e teuas ar varkgraviezh da vout un dugelezh-veur hag ezelañ a reas e Kengevredad ar Roen dindan askell an impalaer gall Napoleon Iañ, mestr war Alamagn, a zimezas Karl II d'e verc'h adverc'het Stéphanie de Beauharnais, ha lakaet e voe Ludwig a gostez.

Darn a soñj gante e voe kemeret perzh gant Ludwig hag ar gontez Hochberg e koll ar priñs pennhêr bihan, mab Karl II, a deuas en-dro er gouloù e 1828 e Nürnberg, dindan an anv Kaspar Hauser goude un hir a vac'hadigezh kuzh.

En 1818 e voe anvet Ludwig da zug-veur goude marv e niz Karl.

En 1825 e savas Skol-veur Karlsruhe. Ne zimezas ket, goude ma wele a-walc'h e oa an tiegezh o vont da get. Krediñ a c'haller e talc'he ar gontez Hochberg evit ma ne raje ket, dezhi da lakaat he mab Leopold von Baden da gemer war-lerc'h Ludwig, ha souezhus eo e vije ken bras he levezon.


Mervel a reas Ludwig en 1830. Ne seblantas ket naturel e varv d'e gempredidi. Gantañ e echuas lignez skourr pennañ Baden-Durlach. War e lerc'h e voe anvet e hantervreur, Leopold, mab henañ ar gontez Hochberg, da zug-veur.


Pennad kar

kemmañ
  NODES
Note 1