Malbork zo ur gêr e hanternoz Polonia (anvet Marienburg en alamaneg). Savet e voe kêr en-dro da gastell Marienburg, savet e 1274 war ribl ar stêr Nogat gant ar Urzh ar Varc'heien Alaman. Unan eus kreñvlec'hioù ar Varc'heien-se e voe ar c'hastell hag unan eus ar re vrasañ en Europa.

Malbork
Ardamezioù Marlbork e Polonia
Ardamezioù Lec'hiadur Malbork e Polonia
Malbork gwelet eus lein Kastell Malbork

En ur stad vat emañ ar c'hastell bepred. Lakaet eo bet war roll savadurioù Glad ar Bed gant an UNESCO.

E 2014 e oa 38.970 a dud o chom e Malbork.

Liammoù diavaez

kemmañ
  NODES
Note 1