Mark Kerrain

kelenner, troer, embanner
Mark Kerrain
Mark Kerrain
Mark Kerrain, e miz Gouere 2009, e staj KEAV e Kastellin.
Anv ofisiel Marc Kerrain
Anv pluenn Mark Kerrain
Sacha Bounta
Joran ar Grug
Obererezh Kelenner
Troer
Yezhadurour
Ganedigezh e 1952
e Runan, Breizh
Yezh skrivañ Brezhoneg ha galleg
Enorioù Gant troidigezhioù :
Oberennoù pennañ
Ni a gomz brezhoneg
Teurel blaz war ar yezh
Harry Potter ha maen ar furien (Troidigezh)

Mark Kerrain, zo bet ganet e Runan (Bro-Dreger) d'an 19 a viz Du 1952. Kelenn a ra brezhoneg er skol-noz e Roazhon adalek 1969 : da gentañ e voe gant Skol an Emsav e-pad un 20 vloaz bennak, ha goude gant Sav-Heol, adalek 1991 betek 2011. Unan eus paotred skipailh Yod-Kerc'h eo bet, evel un toullad studierien er bloavezhioù 1970. Bet eo e-touez saverien Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg e 1980 gant Tudual Kalvez ha Jean-Claude Morvan ha Beatris Jouin. Kelenner brezhoneg eo e Skol-veur Breizh-Uhel goude bezañ bet pell amzer o vont a lise da lise. Skrivet en deus meur a bennad e-barzh Al Liamm ha Bremañ, troet danevelloù ha romantoù, savet un nebeud kontadennoù hag un toulladig kanaouennoù, darn anezho evit ar vugale, hag aozet danvez-kelenn.

Labourioù treiñ

kemmañ

Troet en deus diwar ar galleg, ar saozneg, ar spagnoleg pe ar galizeg dreist-holl, ha Priz Langleiz en deus bet evit e labour-treiñ.

Levrioù evit ar vugale

kemmañ

Romantoù

kemmañ

Un nebeud romantoù troet gantañ zo bet embannet :

Troidigezhioù gallek

kemmañ

Danevelloù

kemmañ

Barzhonegoù

kemmañ

Barzhonegoù gant Charles Baudelaire, Jules Laforgue, Manuel María, embannet er gelaouenn Al Liamm.

Kanaouennoù

kemmañ

Azasaet en deus kanaouennoù diwar yezhoù all: Turn turn turn, Besame mucho, Javanaise ... Lod zo bet dastumet e levrioù

Danvez kelenn

kemmañ
  • War-du ur bed unan hag unvan, TES, Du 2007, troidigezh a-ziwar ar Galleg

Skridoù all

kemmañ

Embannet en deus

  • un nebeud danevelloù dindan e anv pe anvioù-pluennoù (Sacha Bounta, Joran ar Grug) e-barzh Al Liamm ha div zanevell en dastumad Kaoteriad, kenembannet gant Alan Botrel
  • un nebeud kanaouennoù, evel Son ar studier el levr Kan an Drask, Ma c'hi ha ma c'hazh, kanet gant Roudot.
  • levrioù bugale:
    • Ar Mell Irvinenn, 2012
    • Mammig zo droug enni, 2013
    • Macha hag an arzh, 2015

Danvez-kelenn

kemmañ
  • Ni a gomz brezhoneg, TES 1997. Goude al levr e 1997 e oa bet embannet ur CD ROM e 2005.
  • Tri levrig danevelloù aes evit deskarded.
    • Erwan Lagadeg, embannet gant TES.
    • Ur voutailh war an traezh, Sav-Heol. Div gontadenn el levrig zo bet savet gant Romuald Texier.
    • Naoned Senegal. Sav-Heol.
  • Le Guide du Bretonnant, An Amzer.
  • Le breton en 5 minutes par jour, First Editions, 2016, ISBN 978-2-7540-7425-4
  • La forme d'habitude. Sav-Heol, 2017.
  • Pok din, Jozefin. Sav-Heol, 2018. Dastumad 1200 verb, penaos implij ar verb er frazenn eeun, taolennoù an displegadurioù.
  • Trizek kant lavarenn. Levr yezhadur ha poelladennoù. Sav-Heol 2018. Bet anvet kent Unnek kant lavarenn, ha Daouzek kant lavarenn.
  • Kemmadur ha Plijadur, yezhadur ha poelladennoù. Sav-Heol 2019.
  • An anaforenniñ - Sav-Heol 2022.

Geriaouegoù

kemmañ
  • Teurel Blaz war ar Yezh, geriaoueg divyezhek an troioù-lavar brezhonek, Sav-Heol 2005; mouladur kentañ: 2012.
  • Liv an amzer, geriaoueg an amzer, Sav-Heol

Pennadoù

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.
  NODES
mac 1
Note 1
os 1