Mata Hari (anv gwir : Margaretha Geertruida (Grietje) Zelle) a oa un dañsourez hag ur serc'h bet ganet d'ar 7 a viz Eost 1876 e Leeuwarden e Friz ha marv d'ar 15 a viz Here 1917 e Vincennes. Fuzuilhet eo bet e Frañs e-pad ar Brezel-bed kentañ peogwir e soñje d'an arme c'hall e oa ur spierez.

Mata Hari gwisket e mod dañsourezed Java
Mata Hari

He buhez

kemmañ

Margaret Zelle a voe ganet e Leeuwarden (Friz). Merc'h e oa da Adam Zelle, ur gwerzher kasketennoù eus an Izelvroioù ha d'e wreg Antje van der Meulen. Pa oa 6 vloaz e tilojas he familh da Leiden. He mamm a varvas e 1891 hag er memes bloavezh reas freuz-stal he zad. Klask a reas Margaret dont da vezañ skolaerez. Da 18 vloaz e timezas gant Rudolf MacLeod, hag eñ ofiser e morlu an Izelvroioù. Mont a rejont d'en em staliañ en Indez neerlandat, hag e 1899 e voe ampoezonet unan eus o daou vugel gant ur vevelez hag a oa e karantez gant Rudolf Macleod. Pa zistroas da Europa e tremenas un nebeud mizioù e den Haag, eno e tispartias diouzh he gwaz hag a oa ul lonker feuls. E miz Du 1901 en em gavas e Pariz. Implijout a reas anv he gwaz, hag anvet e voe Lady MacLeod. Degemeret e vo en ur sirk evel marc'hegerez. E-pad nevezamzer 1905 e teuas da vezañ brudet a-drugarez d'he ferzh evel dañsourez erotek hag a-vaez-bro dindan an anv Mata Hari, hag a dalvez "heol" e maleg.

Mata Hari, dañsourez a-vaez-bro

kemmañ

En Europa a-bezh e roas abadennoù neuze, hag ur seurt mojenn a ziwanas : ganet e vije bet e Java, ha war an enezenn-se he dije desket dañsal ha pediñ Chiva.

Mata Hari, ar spierez

kemmañ

D'an 2 a viz Gwengolo 1916, e-keit ma oa o klask kaout un tremen-hent a-benn mont da Vittel, e kejas dre zegouezh gant ar c'habiten Ladoux, hag eñ e penn servijoù enep-spierezh gall. Kinnig a reas dezhi implijout he darempredoù hag hec'h aezamantoù da veajiñ a-benn labourat evit Frañs. Asantiñ a reas, ha prometet e voe dezhi ur million a lurioù. Biskoazh ne resevas ar sammad-se. A-benn chom e diavaez an emgannoù ez eas d'an Izelvroioù dre ar Rouantelezh-Unanet ha Spagn. Meur a ofiser a voe hoalet ganti, ha goulennataet e voe gant izili MI5. Anzav a reas e laboure evit Frañs. Ne ouezer ket hag-eñ e livas gevier pe hag-eñ e laboure evit ar servijoù gall e gwirionez. E miz Genver 1917 e kasas kargad alaman e Madrid, major Kell e anv, ur gemennadenn skingomz da Verlin. Enni e taolenne labour ur spier anvet H-21. Klasket he doa Mata Hari hoalañ anezhañ. Tapet e voe ar gemennadenn gant ar servijoù gall, ha dre implij an titouroù a oa ganto e soñjjont e oa H-21 Mata Hari. An Alamaned o doa implijet ur c'hod aes da derriñ, ha soñjal a reer o doa graet a-ratozh a-benn kelaouiñ ar servijoù gall. D'an 13 a viz C'hwevrer 1917 e voe furchet he c'hambr er Champs-Élysées gant ar servijoù gall. Ne voe kavet prouenn splann ebet, nemet produioù louzaouiñ en he sac'h-dorn. En ur veskañ anezho e vefe bet tu da fardañ liv diwelus. Ar servijoù gall a dapas ivez pellskridoù enno prouennoù he doa resevet 20 000 lur a-berzh konsul Alamagn en Izelvroioù. Hi a lavaras he doa bet an argant-se goude ur pennad plijadur gantañ, padal ec'h embannas ar varnerien e oa un digoll goude bezañ roet « titouroù », met ne lavarjont ket peseurt titouroù e oa. Ne zegasas Mata Hari tamm titour ebet a vefe talvoudus, pe vefe evit an Alamaned, pe evit ar C'hallaoued, war-bouez unan diwar-benn ur spier doubl, hag a oa deuet a-benn d'en em silañ er rouedad alaman e-keit ma laboure evit ar C'hallaoued. Gallout a reer soñjal ivez e labouras dreist-holl evit an Emglev : azalek dibenn 1916 e voe karedig ur c'habiten rusian a laboure evit Frañs hag a oa anvet Vadim Maslov. Fellout a rae dezhi en em veñjiñ ivez rak ur wech e oa bet furchet c'hoariva Berlin gant an Alamaned ha kemeret o doa holl he dilhad feur-loened, hag a dalveze 80 000 lur gall en holl.

Prosez ha marv

kemmañ
 
Lazhadenn Mata Hari

Un devezh e padas he frosez, hag hec'h alvokad a voe aotreet da arvestiñ an atersadenn gentañ hag an hini ziwezhañ nemetken. Dilezet e voe gant he c'haredig ivez, Vadim Maslov e anv, hag a embannas e oa-hi ur « rederez-vro ». Kastizet e voe d'ar marv, ha fuzuilhet d'ar 15 a viz Here 1917, d'an oad a 41 bloaz, e fozioù kastell Vincennes. Hervez ar vojenn he dije nac'het ar mouch a oa da lakaat war he daoulagad, hag e dije taolet ur bouch diwezhañ da soudarded ar strolladig fuzuilhañ. A-raok mervel he dije huchet : "Pegen izkis boazioù ar C'hallaoued : lazhañ an dud da vare tarzh-an-deiz!" He familh ne c'houlennas ket kaout he c'horf, ha kaset e voe da gevrenn medisinerezh Pariz. Lodennet e voe gant ar studierien, ha devet da-heul. En ur poull boutin e voe taolet al ludu.

Goude he marv

kemmañ

Azalek fin ar brezel e voe kinniget evel gouzañverez digablus gant an Alamaned, hag e voe embannet n'he doa biskoazh labouret evit o servijoù spiañ. E 1931 e teuas er-maez ul levr anvet "L'Espionnage pendant la guerre mondiale". Er raktres e kemeras perzh istorourien, ofiserien ha spierien ivez. Hag ennañ e c'haller lenn : « Traoù a-bouez a reas Mata Hari evit Alamagn, kas a reas lizheroù evit titourerien a oa o chom en estrenvro pe e broioù hag a oa enebourien deomp... Mata hari a anaveze mat danvez an arme, dre ma oa bet summet e-barzh unan eus hor skolioù kelaouiñ gwellañ... Ur spierez a-feson e oa anezhi. » E 1937 e lakaas Fräulein Schragmüller (lesanvet « dimezell mezegez »)embann hec'h eñvorennoù buhez. Bet e oa bet o labourat e burev IIIC dindan and anv kuzh H21 en Anvers. En he levr e skrivas diwar-benn Mata Hari : « Hini ebet eus ar c'heloù a gasas a c'halljomp implijout, ha ne oa ket dedennus ar pezh a gasas deomp, pe a-fet arme, pe a-fet politikerezh. » Ouzhpennañ a reas memes tra : : « Reizh e oa e vefe kondaonet, kemend-se a glot gant spered kod an arme. »

Levrlennadur

kemmañ
  • Anne Bragance, Mata-Hari, la poudre aux yeux, embannadurioù Belfond, 1995
  • Lionel Dumarcet, L'affaire Mata-Hari, embannadurioù Vecchi, 1999
  • Russel Warren Howe, Mata-Hari innocente !, embannadurioù l'Archipel, 2007
  • Fred Kupferman, Mata Hari : songes et mensonges, Bruxelles, embannadurioù Complexe, dastumad « Historiques » niv. 138, 2005
  • Michel Leblanc, L'ennemi de Mata-Hari, France-Empire, 1974
  • Jean-Marc Loubier, Mata Hari la sacrifiée, embannadurioù Acrople, 2000
  • Commandant Ladoux, Les chasseurs d'espions (comment j'ai fait arrêter Mata-Hari), embannadurioù Le Masque, 1932

Gwelout ivez

kemmañ

E 1931 e voe aozet ur film anvet Mata Hari gant George Fitzmaurice. Greta Garbo eo an aktourez a c'hoari perzh Mata Hari er film-se.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Note 1