Matilda Flandrez, ganet war-dro ar bloavezh 1031 hag aet d'an anaon d'an 2 a viz Du 1083 e Caen, a oa pried Gwilherm an Alouber, dre-se e oa deuet da vezañ dugez Normandi ha rouanez Bro-Saoz.

Matilda Flandrez
den
Reizh pe jenerplac'h Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRouantelezh Saoz Kemmañ
Anv-bihanMathilde Kemmañ
Titl noblañsdug, rouanez kenseurt Kemmañ
Deiziad ganedigezh1031 Kemmañ
Lec'h ganedigezhBrugge Kemmañ
Deiziad ar marv2 Du 1083, 1083 Kemmañ
Lec'h ar marvRouan Kemmañ
Lec'h douaridigezhAbbey of Sainte-Trinité Kemmañ
TadBaldwin V, Count of Flanders Kemmañ
MammAdela of France Kemmañ
Breur pe c'hoarBaldwin VI, Count of Flanders, Robert I, Count of Flanders Kemmañ
PriedGwilherm II Kemmañ
FamilhHouse of Flanders Kemmañ
MicherRejañs Kemmañ
KargDuged Normandi Kemmañ
RelijionKatoligiezh Kemmañ
Erlec'hiañ a raEaldgyth Kemmañ
Ar Rouanez Matilda e Pariz, e Liorzh al Luxembourg.

Dimeziñ ha bugale

kemmañ

Dimeziñ a reas e 1050 pe e 1051 e Rouen da Gwilherm Iañ . Eizh pe nav bugel o doa bet, pevar mab ha peder pe bemp merc'h[1] :

  1. Roparzh (1051/52-1134), anavet e galleg evel Robert Courteheuse (Berr-e-heuz), dug Normandi (1087-1106), dimezet da Sibylle de Conversano. Bac'het e voe adalek 1106 ;
  2. Adélise (pe Adelida) († a-raok 1113), ar verc'h henañ, aet da leanez da Saint-Léger de Préaux, marteze goude klasket dimeziñ meur a wech hag en aner,[2]  ;
  3. Cécile († 1126), aet da leanez da abati Itronezed Caen e 1066, graet ganti he gouestloù en 1075, aet da abadez en 1113 ;
  4. Richarzh Normandi (v. 1058-69/1074), aet da veleg e Caen en 1066. Lazhet er chase ;
  5. Gwilherm (war-dro 1060-1100), roue Bro-Saoz war-lerc'h e dad, adal 1087 betek 1100 ;
  6. Constance († 13 a viz Eost 1090), dimezet da Alan IV, dug Breizh ha kont Roazhon, en 1086 ;
  7. Adela Bro-Saoz, pe Adèle Bleaz (war-dro 1067 – 1137), dimezet war-dro 1080/1085 da Étienne-Henri; mamm Steven Bro-Saoz
  8. Herri (war-dro 1068/69-1135), roue Bro-Saoz war lerc'h e vreur Gwilherm (1100-1135), ha dug Normandi (1106-1135), dimezet meur a wech ;
  9. Matilda († war-dro 1113), meneget en Domesday Book, met n'eo ket meneget gant Orderic Vital na gant Guillaume de Malmesbury. Meneget evel merc'h an Alouber e mortuaj Saint-Niçaise Meulan[3] ;

Diskred zo war[4] :

Hervez oberourien zo, e vefe Agathe ha Mathilde ur verc'h hepken, ha n'eo ket div.

Liammoù diabarzh

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  1. Elisabeth van Houts, « Matilda (d. 1083) », Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, sept. 2004.
  2. Elisabeth van Houts, « Adelida (d; before 1113) », Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, 2004.
  3. Medieval Lands [1]
  4. Elisabeth van Houts, « Matilda (d. 1083) », Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, sept 2004;
  5. Elisabeth van Houts, « Matilda (d. 1083) », Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, sept 2004;
  6. Medieval Lands.
  NODES
Note 1
os 2