MENG Zi, sinaeg 孟子, pinyin Mèng Zĭ, "Mestr Meng" (372 – 289 KJK)[1] a oa ur prederour sinaat eus Marevezh ar Stadoù Brezelour a zo lakaet d'ar C'honfusian pennañ goude Konfusius e-unan.
Gant ar Jezuidi e voe latinaet e lesanv e Mensius en 19vet kantved.
Brudet eo Meng Zi en abeg d'e zamkan 良知 liáng zhī, "gouiziegezh enganet", a embann ez eo mab-den madelezhus dre natur rak dre natur e oar penaos em zerc'hel evel un den gwirion. Bez' e c'hall ar vadelezh-se bezañ anavezet ha diorroet dre ar gelennadurezh hag an emzalc'h reizh, pe bezañ gwastet dre lez-ober ha levezon fall, hogen gwezh ebet ne vez kollet da vat.

 
MENG Zi

Gwall skort eo an andonioù a-zivout buhez Meng Zi. E zeiziadoù ha darvoudoù a gaver er skrid a zoug e anv, ar Mengzi. E Kounskrid an Istorour ( 史记, Shĭ Jì ) an istorour meur SIMA Qian (~145 - ~86) e kaver munudoù all diwar-benn e vuhez.

Er Stad Zou, renet gant ur gwaz d'ar Stad Lu ma teuas Konfusius er bed, e voe ganet MENG Ke (孟軻) er bloavezh 372 d'un diskennad eus an tiegezh Mengsun, unan eus an tri ziegezh a rene war Lu[2].

Ne ouzer hogos netra a-zivout e yaouankiz. Un nebeud sorbiennoù amwir diwar-benn Meng Ke hag e vamm eo an ditouroù nemeto a zo deuet betek ennomp.
Evel Konfusius e kollas e dad pa oa yaouank-yaouank c'hoazh, war a greder, ha gant e vamm (仉, zhăng, a zeuas da vezañ un lesanv da Veng Zi) chomet intañvez hag er baourentez e voe desavet.

Ur skouer eus ar vamm zirebech eo hini Meng Zi e Sina. Hervez ar vojenn e tilojas teir gwezh kent kavout ul lec'h dereat dezhi da zesevel he bugel.
Da gentañ e voe e-kichen ur vered, ha Zhang a gavas he mab o treveziñ ar merc'hed a veze gopret evit leñvañ en obidoù. Dilojañ a zivizas Zhan ober.
E-kichen ur marc'had e kavas un ti all, hag eno e welas he mab o huchal evel ar varc'hadourien, a veze disprizet d'ar mare-se. Dilojet e voe c'hoazh.
Tost d'ur skol e voe an trede ti. Dre levezon ar ouizieien hag ar studierien e krogas Ke da studiañ. Chom eno a zivizas Zhan ober, hag ur gouizieg e voe he mab.
An emzalc'h-se a gounaer e Sina dre al lavarenn 孟母三遷 mèng mŭ sān qiān, "mamm Meng, teir dilec'hiadenn" pa venner lavaret ez eo pouezus an en-dro ma tesaver ar vugale.
Ur sorbienn all a ziskouez pegen pouezus e oa deskadurezh he mab evit mamm Meng Zi : ur wezh ma tistroas Ke abred d'ar gêr goude bezañ graet skol al louarn e kavas e vamm o peuzechuiñ gwiañ ur pezh danvez dispar. Pa welas he mab dirazi e troc'has Zhang he labour gant sizailhoù, ha pa c'houlennas Ke ar perag eus distruj ul labour ker brav ha peuzechuet e respontas e vamm : "Dres ar pezh emaout oc'h ober, mab !".

Goude ker splann ur gentel e tistroas Meng Ke da studiañ a-zevri er skol gonfusian, ma voe stummet evel kelenner ha gouizieg war ar skridoù kozh evel 書經, Shū Jīng, "Klaselour an Teulioù" ha 詩經, Shī Jīng, "Klaselour ar Barzhonegoù", a zo lakaet e Sina e-touez ar Pevar Levr ha Pemp Klaselour.
E dibenn e amzer-studi er skol e c'hounezas e lesanv: Meng Zi, Mestr Meng, hag e tibabas ar vicher a 游說 yóu shuì, "kendrec'her kantreer". E-pad 40 bloavezh e veajas a Stad da Stad da ginnig e guzulioù d'ar renerien.

War a hañval e voe Meng Zi ur c'helenner brudet er Stad Chu, pell er Mervent da Lu, hogen ne ouzer netra eus e oberennoù kent ma erruas war-dro ar bloavezh 335 er Stad Qi en Norzh da Lu, a oa unan eus ar Stadoù galloudusañ da vare ar Stadoù Brezelour. Den ne oar ha kargad e voe e Qi, na pegeit e chomas eno. War-dro ar bloavezh 324 e kuitaas Qi da veajiñ er Su, ma tapas yalc'hadoù digant ar renerien a-benn kendelc'her gant e veajoù kent distreiñ da Zou, e vro c'henidik.
Eno e voe pedet da guzuliañ an dug Wen, ur gwaz da Zou a rene war Teng. Gwall fromet e voe an dug gant gouiziegezh Meng Zi a-hed kendivizoù diwar-benn an doare konfusian da ren ur Stad, kement ha ken bihan ma voe nec'het kuzulier kent an dug gant levezon brasoc'h-brasañ an estren. Gwell e kavas Meng Zi kuitaat Zou war-du Wei, ur Stad er C'hornôg da Song ha Qi.
E Liang, kêrbenn Wei, e voe kendivizoù frouezhus etre Meng Zi hag ar rener kozh ; trenkaat a reas ar c'hoari gant ar rener nevez, er bloavezh 319, ha distreiñ da Qi a reas Meng Zi.
Ur rener nevez a voe ivez e Qi en hevelep bloavezh, ha fellout a rae dezhañ e vije Qi o ren war holl Stadoù ar vro. Un akademiezh a voe savet e Linzi, kêrbenn Qi, ma voe pedet gouizieien eus Sina a-bezh da studiañ ha da eskemm mennozhioù. Den ne oar ha Meng Zi a gemeras perzh er c'hendalc'hoù, hogen hep mar ez anaveze an darn vuiañ eus ar ouizieien a oa en akademiezh Linzi.
Dezhañ e voe roet ur garg a enor e gouarnamant Qi, hep na vije anat e talc'hje ur perzh e politikerezh ar vro peogwir e kave gwelloc'h chom war tachenn ar mennozhioù eget ober war-dro labour pleustrek. Ur wezh da nebeutañ e lavaras rener Qi e c'hoant da ober evel ar bennaotrounez o devoa trec'het o amezeien. En un doare rust a-walc'h e respontas Meng Zi n'en devoa-eñ netra da lavaret diwar-benn an dodenn-se peogwir ne oa bet biskoazh skol ar Gonfusianed a-du gant ar bennaotrouniezh, kent reiñ un hir a gentel a-zivout perzhioù ur rener gwirion en ur venegiñ skouerioù eus an amzer hen.

Pa varvas e vamm e kuitaas Meng Zi ar Stad Qi da zistreiñ d'ar gêr ma aozas obidoù konfusian-rik ha ma chomas e-pad tri bloavezh da gañvaat evel ma oa rekis hervez ar gelennadurezh.

Er bloavezh 315, pa oa Meng Zi 63 bloaz, e voe goulennet e ali gant rener Qi kent kas un armead da dagañ ar Stad Yan er Biz. Peogwir ne felle ket dezhañ kemer perzh e brezel pe vrezel e roas Meng Zi ur respont amresis a voe treuzveizet gant ar rener. Taget e voe Yan, a zeuas a-benn e 312 da skarzhañ an alouberien. Ken heuget gant emzalc'h Qi e voe Meng Zi ma tivizas distreiñ d'ar gêr.

E Zou e chomas betek dibenn e vuhez. Eno e teuas un nebeud diskibled dezhañ, ha kendalc'het e voe da studiañ ar skridoù kozh. Ez-hengounel e varvas er bloavezh 289, d'an oad a 82 vloaz, hogen lod gouizieien a embann e varvas ken abred ha 305, d'an oad a 67 vloaz.

Prederouriezh

kemmañ

Peogwir e oa ur C'honfusian anezhañ e oa Meng Zi intret gant termenadur Konfusius, ha gant hêrezh ur gelennadurezh a ouezas kas pelloc'h en e zoare dezhañ.

Pa selle Konfusius ouzh buhez reizh mab-den evel unander ar vuhez-diabarzh (仁 rén, "denelezh" ha "madelezh") hag ar vuhez foran (禮, , "emzalc'h hervez al lidoù") ha pa boueze war an diforc'h etre 君子, jūnzǐ, "den a enor", ha 謏人 xiăo rén, "den bihan", e oa Meng Zi techet da ensellet tu diabarzh emzalc'h mab-den dre ar meizad 心 xīn, a dalvez kement ha "kalon" ha "spered" war an dro. E xīn, hervezañ, emañ natur wirion mab-den, deroù ha dibenn pep reizhiad politikel, deroù ha dibenn an hent war-du ar beurvadelezh.
Daoust dezho bezañ dasparzhet etre seizh pennad ar Mengzi, a zo unan eus ar Pevar Levr ha Pemp Klaselour, e tiskouez prederioù Meng Zi bezañ kempoell-kenañ, ar pezh a zo ral e skridoù kozh ar brederouriezh sinaat.
E relijionoù kozh Sina emañ gwele prederouriezh Meng Zi, evel ma c'haller lavaret eus kement prederouriezh sinaat.

Relijion

kemmañ

War-dro ar 16vet kantved KJK hag e-pad ren ar meuriad Shang (1570-1045)[3] e krede an dud e oa ar bed dindan ren un doue hollc'halloudus a anvent 上梊 shàng dì, "impalaer al laez". Pa voe ar Stad Zhou ar galloud pennañ (1045-221) e lavaras tud Zhou e oa o doue 天 tiān, "an Neñv", o kemer lec'h Shang Di abalamour ma oa bet ur c'hemm e 天命, tiān mìng, "kefridi an Neñv" – gwellat digarez evit aloubiñ ha sujediñ o amezeien.
Da vare Meng Zi e talveze an Neñv, ouzhpenn "doue", kement ha "planedenn" ha "natur". Pa selle Konfusius ouzh tiān evel ouzh ur galloud a roe nerzh dezhañ en amzer gaer hag e zileze er gorventenn e chom Meng Zi divrall en e feiz en Neñv : tiān eo andon pep galloud politikel reizh, evel m'en displeg fraezh[4]. Pelloc'h (5/1/4) e laka perzhioù ur roue konfusian keñver-ha-keñver gant perzhioù an Neñv, hag e dibenn ar Meng Zi (7/2/24) e laka ar vadelezh, ar reizhded, ar furnez hag an doujañs d'al lidoù da berzhioù a dremen eus tiān d'ar rouaned konfusian.
Evel Konfusius e lavar Meng Zi ez eo an Neñv an hollc'halloud madelezhus n'eo ket denel ; hogen dre an dud hepken e c'hall ober diouzh e c'hoant, ha den ne c'hall raklavar a-zivout an darempredoù etre an Neñv hag e obererien denel.
Diwar ar soñjoù-se e teu mennozhioù politikel Meng Zi, koulz hag e soñjoù diwar-benn natur mab-den hag ar gelennadurezh.

Politikerezh

kemmañ
 
MENG Zi

Peogwir eo ar renerien kefridiourien an Neñv en e c'hoant da esteurel e vadelezh, eme Veng Zi, ez eo dre hevoud ar bobl e c'haller gouzout ha dellezek eo ar rener eus e garg (7/2/14). Mar n'eo ket e rank e vaodierned e skarzhañ (5/2/9).
Er pennad 1/2/8 eus ar Mengzi e wenna ar prederour ur gwaz en deus muntret ur roue na oa ket ur junzi :

1. Goulenn a reas ar roue Qi Xuan : "Ha gwir eo e voe Jie bannet gant Tang, ha Jau lazhet gant ar roue Wu ?". Meng zi a respontas : "Evel-se emañ er skridoù".
2. Ar roue a lavaras : "Ha neuze e c'hall ur maodiern lazhañ e benntiern ?"
3. Meng Zi a lavaras : "Laer a reer eus neb a zismeg ar vadelezh a zo e natur ; lañfre a reer eus neb a zismeg ar reizhded. Torfedourien a reer eus al laeron hag al lañfreed. Klevet em eus a-zivout kastiz an torfedour Jau, hogen ne'm eus ket klevet a-zivout lazhañ ur penntiern, en degouezh-se."

"Reizhet en anvioù" (正名, zhēng míng) gant Meng Zi eta, evel ma oa bet erbedet gant Konfusius ober (Kendivizoù, XIII.3)[5].

Daoust dezhañ difenn "gwir an dispac'h" ne c'haller ket lavaret e oa ur gwerinelour eus Meng Zi : fured eo ar rouaned disi, hervezañ, pa renont dre gefridi an Neñv ha dre gefridi ar bobl (Mengzi 5/1/5) – ar pezh a zo diskouezet hiziv an deiz c'hoazh gant ar c'healarouez sinaek 王, wáng, "roue", m'emañ kroaz ar roue etre tres an oabl ha tres an douar.

Pa ne selle Konfusius nemet ouzh ar reizhelouriezh e poueze Meng Zi war an armerzh ivez : ne c'hall ket an den bevañ en un doare reizh pa vez goullo e gof[6].
Un nebeud disentezioù armerzhel a ginnigas Meng Zi neuze d'ar renerien a gejas outo e-kerzh e veajoù : reiñ douaroù muzuliet d'ar familhoù d'o labourat ha da vagañ loened a-benn kaout o boued ha fardañ o dilhad ; staliañ ar reizhiad 境 jìng : eizh park prevez o c'hronnañ ur park foran, pep tiegezh o labourat e bark hag o kemer perzh e labour ar park foran, gounidoù hennezh o vont d'ar rener ; gwareziñ ar c'hoadeier hag ar stêrioù, reoliañ ar pesketa hag an hemolc'hiñ, ar pezh a vije anvet "merañ ar peadra" hag "an diorren padus" hiziv an deiz.
Reizhpoellek e oa kinnigoù Meng Zi da-geñver ar Gonfusianegezh, pa oa o fal degas buhezegezh d'ar bobl, d'ar Stad ha d'he rener en ur lezel pep hini en e lec'h. Skañvoc'h a-galz eo pouez armerzhel – gounid ha koust – an oberennoù-se en diwezh : reizhded an oberennoù eo ar pezh a gont.
Dre ar c'hinnigoù-se e tiskouezas Meng Zi an erez a vage ouzh heulierien ar prederour Mo Zi (~479-~381 KJK) a ziazeze e Gonfusianegezh war ar gounid (利, ) : Perak e rank Ho Meurdez lavaret "gounid" ? Ne'm eus nemet an denelezh (仁 rén) hag ar reizh (彝 "yi" "natur mab-den" ha "reolenn"). (Mengzi 1/1/1)

Mac'homerien vadelezhus eo ar renerien disi hervez Meng Zi neuze, pa laka ar vuhezegezh dreist an talvoudegezhioù danvezel a-benn tizhout hevoud ar bobl koulz ha hini ar Stad dindan kefridi an Neñv.
Mard eo roueed an amzer hen skouerioù da heuliañ, eme ar prederour, ez eo didalvez avat ober rik evelto a-benn gouarn en un doare efedus (4/1/1). Ret eo koulskoude d'ar renerien doujañ d'an denelezh (rén) ha da reolenn natur mab-den (yi) en ur staliañ lezennoù mat, ur melestradur fur ha lidoù reizh. Evel Konfusius, Meng Zi en devoa fiziañs bras en dud vihan o respont da renerien disi a-benn lakaat urzh mat ha peoc'h er bed.

Natur mab-den

kemmañ

Penoas avat e c'halle ar prederour liammañ ar fiziañs-se ouzh 人性 rén xìng, natur mab-den ? Dre 良知 liáng zhī, ar ouiziegezh enganet.

Er Mengzi (2/1/6.1) e lavar ar prederour : "An holl dud o deus ur spered na c'hall ket gouzañv gwelet tud all er boan". Ur skouer eus 心 xīn, ar galon-spered a zo e pep den, hag a zo troet war-du an dud all, a ro en hevelep pennad dre c'hervel skiant-prenet e selaouerien (2/1/6.3) :

[...] Mar c'hoarvez gant tud gwelet ur bugel o kouezhañ en ur puñs e vint-holl fromet hag en argoll. Ar from-se ne zeu nag en abeg d'ar mad a zeuje dezho digant kerent ar bugel, nag en abeg d'ar meuleudioù a vije kanet dezho gant o amezeien hag o mignoned, nag en abeg d'ar gasoni a vije maget evito mar bijent chomet difrom en hevelep degouezh.

Ne lavar netra avat a-zivout ober un dra bennak, ar from an hini a zo pouezus. Goude bezañ deskrivet an darvoudenn en ur c'hervel ar skiant-prenet e c'halv ar poell (2/1/6.4) :

Diwar kement-se e c'heller meizañ ez eo ar gendruez intret en dud, ez eo ar vezh hag an heug intret en dud, ez eo an elevez hag ar servijusted intret en dud, ez eo ar veulidigezh hag an diveulidigezh intret en dud.

Goude-se koulskoude e chom Meng Zi a-du gant ar brederourien sinaat kent, a ouie dija ez eo mab-den gouest da vezañ arallgar hag emgar war an dro. Ne zispleg ket avat, betek-henn, perak e vez bepred an dud o klask ober droug pa vez ar mad o natur wirion ; pelloc'h en hevelep pennad emañ an displegadenn.

Diwar skouer ar puñs ez embann Meng Zi (2/1/6.5) ez eo ar gendruez pennaenn ar vadelezhusted (仁 rén), ar vezh hag an heug hini ar reizhded (彝 "yi"), an elevez hag ar servijusted hini an dereadegezh (禮, ), ar veuleudigezh hag an diveulidigezh hini ar furnez (智 zhì).
E 2/1/6.6 e lavar ar prederour en deus pep den ar peder fennaenn-se ennañ, evel ma'z eus pevar ezel da bep den. Ret eo da bep den diorren ar pennaennoù-se, anez e vezont laeron dezho o-unan – ha mar kred dezho ne c'hall ket o rener o diorren e laeront o rener.
Er rannbennad diwezhañ e c'houlenn groñs ma vo lezet pep den da ziorren ar pennaennoù a-benn ma vije kengarantez ha peoc'h er bed. Mar n'eo ket an den lezet da ober ne vo ket gouest da servijout e gerent zoken.

Bredoniezh ha madelouriezh

kemmañ

Hollret eo neuze d'an den diorren 心 xīn, ar galon-spered, a-benn bevañ evel ur junzi, un den a enor hervez Konfusius. Penaos ober ? Ha dreist-holl, penaos na c'hwitañ war ar pal ?
Er Mengzi (2/1/2) emañ respont ar prederour, hag er pennad-se e hañval ar C'honfusian treiñ da gevrinad daoat, ar pezh a zo pell diouzh kentelioù ar Mestr kozh er C'hendivizoù.

Dre nerzh youl an den harpet gant gremm an natur (氣, ) e teu ar galon-spered a-benn da ziorren. Evit Meng Zi ez eo a vag hag a reol argerzh ar fromoù hag ar poell – ar xīn – en den.
Mirit ur youl greñv da ziorren ho kalon-spered dre emzelc'her reizh bepred, ha magit ho kalon-spered gant dre e dapout er-maez, diouzh noz hag abred da veure : setu amañ rekipe Meng Zi.

Atav e vez xīn ha o vagañ an eil egile, eme ar prederour pa glask displegañ petra eo evitañ (2/1/2.13-15) :

Setu  : bras-kenañ eo, ha kreñv-kenañ. Mard eo maget gant reizhded ha lezet en e unan e leugn pep tra etre douar ha neñv.
Setu  : keneil hag eiler ar reizhded hag ar poell eo. En olboued e vez an den heptañ.
Dre verniañ oberennoù reizh e vez kenderc'het ; ne c'haller ket e genderc'hiñ dre vezañ reizh ur wezh ar mare. Mar n'eo ket ar galon-spered gwalc'het gant reizhded e vez an natur en olboued.

Neuze : gant an natur e vez maget ar galon-spered, a zo arallgar dre natur ; dre ar youl hag an oberennoù reizh e vez diorroet ar galon-spered a vag an den d'he zro ; seul greñvoc'h an den, seul greñvoc'h e galon-spered, seul reishoc'h e emzalc'h, seul vuanoc'h e vez tizhet ar stad a junzi – hag an neñv, evel ma lavar Meng Zi er pennad 7/1/1.1 : Neb en deus peurziorroet e galon-spered a oar diouzh e natur. Peogwir e oar diouzh e natur e oar diouzh an Neñv.
Gant ur galon-spered arallgar e vez ganet an den, met dav eo dezhañ, ambrouget gant ar fured hag ar skridoù kozh, ober reizh ha magañ , alese diorren ar pennaennoù ennañ, hag en diwezh dont da vezañ un den gwirion hervez c'hoant Tiān, an Neñv.
Natur wirion an den eo deroù ha penn an hent, met ar magadur zo hollbouezus ivez ; daoubennek eo bredoniezh ar vadelouriezh hervez Meng Zi : dizoleiñ natur vat an dud ha diorren an natur-se.

Den ne oar resis ha pouezus e oa prederouriezh Meng Zi en e amzer, hogen harpet e voe gant Konfusianed veur evel ZHU Xi (1130-1200) ha WANG Yangming (1472-1529). Hiziv an deiz e chom Meng Zi hag al levr a zoug e anv un danvez dedennus-bras evit ar re a studi bredoniezh an emdroadur, bredoniezh ar vadelouriezh, ha bevoniezh ar gevredadouriezh.

Notennoù

kemmañ
  1. zh:孟子
  2. SIMA Qian, 2002
  3. CHIN Annping, 2010
  4. Meng Zi, levrenn 5, rann 1, pennad 5, Penaos e voe Shun roue dre gefridi an Neñv (http://nothingistic.org/library/mencius/ – d'an embannadur-se e vo graet dave er bajenn-mañ)
  5. Entretiens, 1987
  6. Étiemble, 1998

Andonioù

kemmañ
  中文世界門戶 Porched ar bed sinaat — 找到關於中國的頁面 Adkavit ar pennadoù a denn d'ar bed sinaat.
  NODES
HOME 3
Intern 1
mac 1
Note 3
os 7