Ur strollad tud gant ur gerentiezh kenetrezo eo ar meuriad. Brasoc'h eo eget ar c'hlann, met bihanoc'h eget ar genel. Meur a glann a c'hall ober ur meuriad eta. Tennañ a ra ar meizad d'an dudoniezh. Implijet e vez diwar-benn kevredigezhioù kozh pe an engenidien a-vremañ. En deiz hiziv ez eus anavezet meuriadoù gant stadoù zo evel ar Stadoù-Unanet, Kanada, India hag Aostralia.

meuriad
Iskevrennad eusethnic group, human social group, polity Kemmañ

En denoniezh ez eus meizadoù niverus all evit komz eus ar strolladoù tud : familh, penniezh, klann, kasta, kenel, pobl, broad, sevenadurezh...

En istor

kemmañ

En holl sevenadurezhioù e oa kevredigezhioù meuriadel. Meuriadoù brudet : daouzek meuriad Israel, ar meuriadoù amerindian e-pad aloubadeg ar C'hornôg gant ar Stadoù-Unanet...

Bremañ

kemmañ
 
Kartenn ar pobloù hag a chom en o unan, hep darempred gant ar bed diavaez, e deroù an XXIvet kantved.

Meuriadoù zo c'hoazh e sevenadurioù zo, evel henvroidi Amerika an Norzh, Amazonia, Papoua... Kollet eo bet gant an darn vuiañ anezho ar barnerezh pe an difennerezh. Lod anezho o deus kollet o identelezh sevenadurel, lod all o deus gouezet kordañ gant an amzer nevez. Meuriadoù zo c'hoazh n'o deus darempred ebet gant ar bed.

Gwelet ivez

kemmañ
  NODES
Note 1
os 1