Mira Katherine Sorvino, ganet d'an 28 a viz Gwengolo 1967 zo un aktourez stadunanat. Deuet eo war-wel pa voe gounezet ganti un Academy Award hag ur Golden Globe evit he roll gast er film Mighty Aphrodite (1995) gant Woody Allen. An tu a zo bet da welet anezhi er filmoù Romy and Michele's High School Reunion (1997), Mimic (1997), Lulu on the Bridge (1998), The Replacement Killers (1998), Summer of Sam (1999), ha Like Dandelion Dust (2009). Enoret eo bet gant ul lakaat e anv evit ur Golden Globe hag un Emmy award evit he roll en Norma Jean & Marilyn (1996), hag ur wech c'hoazh evit ur Golden Globe evit he roll er film Human Trafficking (2005).

Mira Sorvino e 2013.

Yaouankiz

kemmañ

Sorvino a voe ganet en New York ar vamm a zo Lorraine Ruth Davis, ur pareer dre ar c'hoariva evit an dud klañv gant an Alzheimer hag un aktourez anezhi. An tad a zo Paul Sorvino, un aktour ha sevener filmoù. Ur c'hoar hag ur vreur he deus, Michael hag Amanda. Sorvino a zo a orin itilian dre an tad.

Sorvino a voe desavet e Tenafly (Jerzenez-Nevez), eno e skrivas ha c'hoarias e parkoù bugale gant e gamaladez Hope Davis. goude-se e c'hoari e pezhioù-c'hoari ar Dwight-Englewood School. Sorvino he devoa disklêriet e oa bet awenet kalz gant he mamm a-fed ar stourmoù sokial; ar vamm he devoa kemeret perzh er vanifestadeg March on Washington evit gwirioù an Afro-amerikaned. Sorvino a oa mailh war ar studioù el lise hag a voe degemeret e skol-veur Harvard. Studiet he devoa dre eskemm skol e-pad ur bloavezh e Beijing, Sina, eno e teskas ar mandarineg. E 1989, a oa diplomet eus Harvard gant meneg evit studioù war Azia. Sikouret he deus da sevel an Harvard-Radcliffe Veritones, unan eus strolladoù Harvard's a cappella e 1985.

  NODES
Note 1