Mirdi Mayer van den Bergh

mirdi Belgia

Mirdi Mayer van den Bergh a zo ur mirdi en Antwerpen, Belgia. Al livadurioù a zo ennañ a voe perc'hennet gant an dastumer Fritz Mayer van den Bergh (1858-1901). Al lodenn vrasañ eus an oberennoù a zo ennañ a voe livet en Izelvroioù hag e Belgia da vare an arz gotek hag an Azginivelezh, gant arzourien evel Breviarium Mayer van den Bergh, Pieter Brueghel gozh, Mestr Heinrich von Konstanz, Pieter Huys, Jan Mabuse pe Quentin Matsys.

Dulle Griet gant Pieter Brueghel gozh, a zo unan eus ar pennoberennoù a zo er mirdi

Fritz Mayer van den Bergh a zastumas oberennoù arzel a-hed e vuhez. Etre 1897 ha 1901 eo e tastumas oberennoù pouezusañ ha talvoudusañ e zastumad. Gant e vamm e voe lakaets evel ur savadur mod nevezc'hotek en Antwerpen etre 1901 ha 1904. Er savadur-se eo e voe lakaet ar mil oberenn bennak bet dastumet gant he mab[1].


Notennoù

kemmañ
  1. Art: HIDDEN MASTERPIECES: Brueghel's Proverbs https://web.archive.org/web/20120302231714/http://www.time.com/time/magazine/article/0,9171,864060,00.html Time, 12 a viz Here 1959


Liamm diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

  NODES
Note 2