Morgan (disheñvelout)

pajenn disheñvelout Wikimedia

Morgan zo un anv-badez kembraek, brezhonek ha kerneveurek implijet ivez e saozneg, roet d'ar baotred koulz ha d'ar merc'hed.

Er grennamzer e voe roet evel anv-badez e Bro-Gembre dreist-holl, ha goude e chomas ral betek an XXvet kantved. Er vro-hont e oa deuet, d'ar c'houlz-se, da vezañ un anv-tiegezh hag a gaver bremañ el lec'hanvadurezh ivez. Morggan zo ur stumm all.

Stummoù gwregel : Morgana ( e latin hag italianeg), Morgane (e gallek).

Orin ha skignadur

kemmañ

XIXvet kantved

kemmañ

Meneget eo an anv e Geriadur ar Gonideg, en embannadur 1850. Hervez an oberour e teu eus mor ha gan (troet gant "race"). Lakaet eo da gevatal gant Pélage. Un anv-paotr eo eta war a seblant, met n'anavezer ket skouerioù resis anezhañ evel anv-badez e Breizh en amzer-se.

An anv Mari-Morgan a gaver dindan pluenn Fañch an Uhel en he notennoù-beaj. Adkavet e vo goude e skridoù zo gant Paul Sébillot, ha Per-Jakez Heliaz. Mari Vorgan zo ur romant gant Roparz Hemon ivez.

Morgen zo un anv roet d'ur vorganez, hervez John Rhys, en e Studies in the Arthurian Legend, e 1891 (Clarendon Press, Oxford, p. 348).

XXvet kantved

kemmañ

Adalek ar bloavezhioù 1970 eo deuet en-dro da vezañ diouzh ar c'hiz, dre levezon mojenn ar Roue Arzhur hag ar sevenadur amerikan. E Frañs e teu war-wel an anv-badez gwregel Morgane, hag er broioù saoznek ha gallek zoken e teu Morgan da vezañ diouzh ar c'hiz en-dro.

Seblantout a ra an anv-badez gallek Morgane dont eus an doug d'ur meni sevenadur kelt ha krennamzerel, hag eus kelc'hiad romantoù ar Roue Arzhur gant Chrétien de Troyes, savet diwar anv ar Fata Morgana meneget en oberennoù Jafrez Menoe, hag a oa savet diwar mojennoù kembraek an amzer-hont. Un anv-plac'h eo neuze.

Deveradur

kemmañ

Diwar ar ger morgan eo bet savet ar ger morganez, a dalv kement ha morwreg.

  • Morgan, anv brezhonek Morgana, pe Fata Morgana, achantourez, e doareoù brezhonek "mojennoù an Daol Grenn"
  • Morgan, Morgane, pe Morgana, anv-badez
  • Kermorgant, anv-lec'h hag anv-tiegezh; marteze diwar morgant, deuet eus ar ger gallek morgue(Daveoù a vank).
  • Morgan, anv-micher ar c'haner Marco Castoldi.

Anv-tiegezh

kemmañ

Un anv-tiegezh eo bremañ dreist-holl, brudet er vro:

Lec'hanvadurezh

kemmañ

An anv Morgan eo a gaver :

Hag ivez

Traoù all

kemmañ

Pennad kar

kemmañ
  NODES
Note 2