Mourroù
Ar mourroù eo ar blev a gresk war ar vuzell uhelañ, dindan fri un den, hag a c'hall diskenn a bep tu d'ar genoù. Darn a zoug mourroù berr a-walc'h, krennet bep an amzer, tud all a ra war o zro e-pad bloavezhioù ken e vezont hir-mat, hag e vezont gouest da reiñ a bep seurt stummoù dezho.
Ar re hirañ a vez kribet, plezhet zoken a-wechoù.
Paotred zo o devez barv ouzhpenn ur vourrenn.
Merc'hed
kemmañMerc'hed zo o devez mourroù ivez, ha peurvuiañ e klaskont lemel anezho. Brudet e oa mourroù al livourez Frida Kahlo a ziskoueze anezho didro en hec'h emboltredoù.
Istor
kemmañ- Princesse Moustache (1741-1837), lesanv ur briñsez rus
Lennegezh
kemmañ- La Moustache, un danevell gant Guy de Maupassant
Goap
kemmañPlijout a ra d'ar vugale distresañ poltredoù ha lakaat mourroù d'ar skeudennoù. Tud vras a ra kemend-all gant poltredoù politikourie , ha dreist-holl pa vez dilennadegoù. Mourroù Hitler a vez lakaet a-wechoù, ha ne blij da zen.
E 1919, al livour gall Marcel Duchamp a roas mourroù hag ur bouchig gavr da Vona Lisa Leonardo da Vinci, gant an titl L.H.O.O.Q. ("tomm eo d'he revr")[1].
Ossip Mandelstam, en deus skrivet diwar-benn Stalin : « Pa c'hoarzh e vourroù, e kreder gwelout c'hwiled-du ».
Poltredoù ha mourrennoù
kemmañKent ar XVIvet kantved
kemmañ-
Ar priñs Siddhartha Gautama (ar Bouda) gant e vourrenn. VIvet kantved kent JK.
-
Ar mevel bras Keti, en amzer VIvet tierniezh Henegipt. Mirdi al Louvre.
-
Marc'heger Pazyryk (Siberia), war-dro 300 a. C.
XVIvet kantved
kemmañ-
Tycho Brahe, alkimiour danat (1546-1601)
XIXvet kantved
kemmañ-
Al livour Ilya Repin (Emboltred, 1878)
-
Jorj Iañ, roue Gres.
XXvet kantved
kemmañ-
Sir Claude Maxwell MacDonald, diplomat breizhveurat.
-
Daou zen mourrennek: Maksim Gorkiy gant Jozef Stalin e 1931
-
Zinovy Borisovich Katsnelson (1892-1938)
-
Mourroù Adolf Hitler
-
Lech Wałęsa e 1980
-
Saddam Hussein (Iraq)
XXIañ kantved
kemmañ-
Bachar al-Asad (Siria)
-
Edwy Plenel e 2011
Levrlennadur
kemmañ- Danièle Kriegel, La Moustache de Staline, Seuil, 2015.