An NKVD – en ruseg: НКВД, berradur Народный комиссариат внутренних дел, pe Naródniy komissariat vnútrennikh del,  Komiseriezh ar bobl evit an aferioù diabarzh , a oa ur rann eus gouarnamant an URSS lamm-ouzh-lamm d'ur ministrerezh, hini ar polis politikel hag a rae war-dro an aferioù diabarzh.

NKVD
interior ministry, People's Commissariat
Deiziad krouiñ10 Gou 1934 Kemmañ
Anv berrНКВД СССР Kemmañ
Perzhiad eLazhadeg Katyn Kemmañ
PrezidantGenrikh Yagoda, Nikolai Iejov, Lavrenti Beria Kemmañ
StadUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel Kemmañ
AotrouniezhCouncil of People's Commissars of the Soviet Union Kemmañ
Aozadur mammCouncil of People's Commissars Kemmañ
IsaozadurGoulag Kemmañ
Sez sokialLubyanka Building, Moskov, Lubyanka Square, savadur Kemmañ
Raklec'hiet gantJoint State Political Directorate Kemmañ
Heuliet gantMinistry of Internal Affairs of the Soviet Union, Ministry for State Security (Soviet Union), Ministry of Internal Affairs of the Russian Federation Kemmañ
Bet erlec'hiet gantMinistry of Internal Affairs of the Soviet Union, Ministry for State Security (Soviet Union), KGB Kemmañ
Erlec'hiañ a raJoint State Political Directorate, People's Commisariat on Internal Affairs of the Russian Socialist Federative Soviet Republic Kemmañ
Darvoud-alc'hwezLazhadeg Katyn Kemmañ
Deiziad divodañ26 Eos 1946 Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://www.valka.cz/Lidovy-komisariat-vnitra-SSSR-NKVD-1934-1946-t73582 Kemmañ

Krouet eo bet d'ar 15 a viz Du 1923 diwar ar Gepeou ; e 1934 e voe lonket an OGPU gantañ, ha kannad kreizh ar ministrerezh Stad d'an URSS e voe neuze de facto betek an 19 a viz Meurzh 1946.

Talañ ouzh an torfedoù ha diwall ouzh an urzh boutin e oa kefridioù pennañ an NKVD. Anavezet ez eo dreist-holl dre e obererezhioù mougañ e-pad mare ren Jozeb Stalin.

En NKVD e oa strollet nerzhioù reoliek polis foran an URSS, gant polis an hentoù, ar bomperien, gwarded an harzoù hag an dielloù. Anavezet mat ez eo evit e oberererezh tro-dro d'ar goulag hag evit bezañ bet e-karg bodad-ren diazez ar surentez-stad (GUGB), hendad ar KGB.

An NKVD zo kablus da vezañ pennkaoz da lazhadegoù ramzel e-maez pep justis, da vezañ graet war-dro sistem labour-ret ar c'hampoù-bac'h (goulag), hag ivez da vezañ pennkaoz forbannerezh pobladoù a-bezh ha hini ar Goulaked war-du tiriadoù goullo ar vro.

Karget e oa an NKVD ivez gant diwall an harzoù soviedel ha gant ar spiañ, betek lazhadegoù politikel en estrenvro, levezoniñ ar gouarnamantoù estren ha reiñ harp da selloù Stalin e-touez ar strolladoù komunour er broioù er-maez eus an URSS.

An Eil Brezel-bed

kemmañ

Kommissarbefehl

kemmañ
 
Ul lod eus an urzh Kommissarbefehl kinniget evel diell e-pad prosez Nürnberg

An oberiadur-brezel Barbarossa, tagadenn an URSS gant Alamagn an Trede Reich, a yeas muioc'h-mui war-zu ur brezel distruj tud e-serr ur brezel etre daou stad. Plas ar gomiserien politikel ha tud an NKVD a voe lakaet sklaer en degouezh-se dre un urzh anvet Kommissarbefehl hag a gondaone anezho d'ar marv trumm ur wech prizoniet gant an Alamanted. Unan eus rebechoù Prosez Nürnberg e voe.

 
Adsevel eus ur c'hamion Mercedes Kamion erer du (chornyi voron) a veze implijet evit dezougen prizonidi an NKVD

Pennadoù kar

kemmañ
  NODES
Intern 4
Note 1
os 6