Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ

Nestor Ivanovitch Mac'hno, (Gouliaipole, 27 a viz Here 1889Pariz, 25 a viz Gouere 1934) (ukraineg Нестор Іванович Махно) a zo un diveliour eus Ukraina.

Nestor Mac'hno
den
Reizh pe jenerpaotr Kemmañ
Bro ar geodedouriezhRepublik Poblel Ukrania, Impalaeriezh Rusia Kemmañ
Anv e yezh-vamm an denНе́стор Іва́нович Махно́ Kemmañ
Anv-bihanНестор Kemmañ
Anv-familhMakhno Kemmañ
Patronym or matronymIvanovich Kemmañ
Lesanvбатька Махно Kemmañ
Moranvба́тько Махно́ Kemmañ
Deiziad ganedigezh7 Du 1888 Kemmañ
Lec'h ganedigezhHuliaipole Kemmañ
Deiziad ar marv25 Gou 1934 Kemmañ
Lec'h ar marvPariz Kemmañ
Doare mervelabeg naturel Kemmañ
Abeg ar marvtorzhellegezh Kemmañ
Lec'h douaridigezhCrématorium-columbarium du Père-Lachaise Kemmañ
Breur pe c'hoarSavely Makhno Kemmañ
PriedHalyna Kuzmenko Kemmañ
BugelOlena Makhno Kemmañ
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg Kemmañ
Kargataman, prezidant pe prezidantez Kemmañ
Lec'h labourC'harkiv, Kyiv, Huliaipole Kemmañ
Strollad politikeltalvoud ebet Kemmañ
Relijiondizoueegezh Kemmañ
Kleñvedtorzhellegezh Kemmañ
Grad milourelkombrig Kemmañ
Commander of (DEPRECATED)Mac'hnovchtchina, 1st Zadneprovsk Ukrainian Soviet Division Kemmañ
BrezelBrezel diabarzh Rusia, brezel soviedat-ukrainat Kemmañ
Skour luMac'hnovchtchina Kemmañ
Oberenn heverkMemories, The ABC of Revolutionary Anarchism Kemmañ
Ideologiezh politikelplatformism, anarcho-communism, libertarian socialism Kemmañ
Levezonet gantPeter Arshinov Kemmañ
Statud e wirioù aozerAr gwirioù aozer ne dalvezont ket ken Kemmañ

Yaouankiz

kemmañ

E dud oa bet serv, ha paour-razh e oant. E dad a zo marvet pa oa eñ 11 miz nemetken. Ranket en doa kuitaat ar skol da 10 vloaz, ha labourat evit sikour e familh. Gwezh kentañ dezhañ bezañ merket gant an amjustis a c’hoarvezas pa welas paotrig ur marchosi bezañ skoet gant e vistri. 13 vloaz e oa. Goulenn a reas sikour digant implijidi all, hag int da spontañ ar perc'henn. Skoet eo bet kalz gant ar c’hentañ taol-freuz-mañ. E 1906 ez eas en darempred gant labourerien-douar anarkour eus Gouliai-Polie. Stenn mat oa an Tsar d’ar c’houlz-se. Ouzhpenn embann ha skignañ traktoù a rae ar strollad labourerien-mañ : oberiant-tre oant, ha ne oant ket nec’het respont kenkent da feulster ar gouarnamant. E-touez o obererezh e c’heller menegiñ an diberc'hennañ. Dezvet o doa ar "spont du" a-enep d’an tsarouriezh. Harzet oa Nestor Mac'hno, gant 13 den all goude taol-spont c’hwitet ar strollad Gouliai-Polie a-enep da gouarnour ar proviñs, hag a-enep d’ar gevrenn lec’hel an Oc'hrana. Ne vo ket kondaonet d’ar marv a-drugarez d’e oad, met chom a raio en toull e-pad 9 bloaz, da lâret eo betek deroù an dispac’h. En toull-bac’h e tizoloas ar C’henskoazell gant Pêr Kropotkin. Ober a reas ivez anaoudegezh gant Piotr Archinof met ivez gant mevelerezh an dud desket. Adalek an deiz-mañ, ne gredas ket ken en onestiz dispac’hel ar ||politikerezh|bolitikourien]].

Dieubet, ez eas en-dro en darempred gant diveliourien Gouliai-Polie. Dizemglev a savas kenetrezo. Ouzhpenn bruderezh a felle da Nestor Mac'hno ober. Krouiñ a reas neuze un Unvan al Labourerien Douar (d’an 29 a viz Meurzh 1917). Ur soviet e teuio da vezañ, levezoniñ a raio un toullad mat a dud tro-war-dro. Ar vicherourien hag al labourerien a stagas en-dro gant an diberc’hennañ hag ar strollañ douaroù, stalioù ha tier-labour. D’ar memes koulz e voe savet kumunioù, diazezet war ar volontez-vat, ar c’hengred, hag emveradur stalioù zo. Dilennet e voe Nestor Mac'hno e penn ar c’homite komun. Divodet e voe ar Vodadeg Sevel Lezennoù d’ar 6 a viz Genver 1918. Ken luziet oa an traoù, ma profitas armeoù Aostria hag Alamagn evit klask aloubiñ Rusia ha lakaat en arvar ren ar volcheviked. D’an 3 a viz Meurzh 1918 e voe sinet emglev Brest-Litovsk gant Lenin. Disrannet e voe neuze impalaouriezh kozh Rusia. Dindan beli Alamagn e voe Ukraina neuze, ha distreiñ a reas ar berc’henned hag ar vistri er vro. Tud disuj a savas (en o zouez tud a youl vat o tont eus Gouliai-Polie) evit reiñ dorn da dud Alexandrovsk ha skarzhañ arme ac’hubiñ Alamagn. An Alamaned a gemeras tro evit ac’hubiñ Gouliai-Polie d’e dro.

Nestor Mac'hno a yeas da Voskov. Eno ez eas e darempred gant diveliourien a gavas kalz re c'houzañvus, hag ivez gant Lenin evit komz diwar-benn pezh a c’hoarveze en Ukraina. Distro en e vro, e klaskas sevel an dispac’h. Sevel a reas ar Mac'hhnovchtchina hollvrudet e miz Gwengolo 1918.

Dindan 3 miz e tieubas ar vac'hnovisted un tamm mat eus reter Ukraina. Ur wezh trec’het an enebourien, e rankas lu Mac'hno stourm a-enep un enebour nevez: arme ar jeneral Anton Denikin.

  NODES
Note 1