Neues Museum

mirdi Alamagn

An Neues Museum a zo unan eus mirdioù broadel Enezenn ar mirdioù e Berlin. Savet e voe etre 1843 ha 1855 en norzh d'an Altes Museum, diwar ur steuñv gant an arkitektour Friedrich August Stüler, bet deskard Karl Friedrich Schinkel. D'ar 16 a viz Here 2009 e voe digoret en-dro, padal e oa bet dilezet e-pad 70 vloaz. Ennañ e c'haller gwelout dastumadoù a denn da Egipt a oa en Ägyptisches Museum. Ar chanter nevesaat azo bet kaset gant an arkitektour breizhveuriat David Chipperfield.

An Neues Museum
An Neues Museum e miz Meurzh 2009

Istor ar savadur

kemmañ

Ur savadur mod nevezklasel eus an XIXvet kantved eo. Unan eus ar savadurioù nevezklasel nemeto a gaver en Alamagn eo, re all evel Pinakothek München a voe distrujet e-pad an Eil Brezel-Bed. Ur savadur dedennus a-fet istor ar savouriezh eo (frammoù dir a zo). Damzistrujet e voe e-pad an Eil Brezel-Bed. Ennañ e kaver an dastumad diwar-benn Egipt a oa en Ägyptisches Museum, hag ivez dastumad ar ragistor ha hini an henamzer. E-touez an oberennoù brudetañ a c'haller gwelout ennañ emañ hanterskeudenn ar rouanez Nefertiti.

Objedoù brudet (dastumad Egipt)

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Liammoù diavaez

kemmañ
  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.
  NODES
Note 1