An Nikonov AN-94 pe Nikonov AN-94 "Abakan" a zo ur fuzuilh-arsailh krouet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1990 e Rusia gant Gennady Nikonov, a laboure en embregerezh Ijmach (ИЖМАШ e rusianeg).

AN-94 Akaban
Skeudenn ar pennad AN-94 Akaban

Fuzuilh-arsailh AN-94 Akaban
Kinnig
Bro Rusia
Doare Fuzuilh-arsailh damaotomatek (tennadeg daou denn)/aotomatek
Mont en-dro Tennata dre amprest-gazoù, piston
Munision 5,45 × 39 mm M74
Bloaz krouidigezh 1994
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 3,850 kg
Hirder 943 mm (lamm dibleget), 728 mm (lamm pleget)
Hirder ar c'hanol 405 mm
Perzhioù all
Hed-tenn pleustrek 400 m
Tizh mont e-maez ar boledoù 900 m/s
Lusk-tennañ 600 tenn/mn (mod aotomatek)
1.800 tenn/mn (mod daou denn damaotomatek)
Endalc'h Karger fiñv 30 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall A

Deskrivadur

kemmañ

An AN-94 a implij kartouchennoù 5,45 × 39 mm M74 hag ur c'harger fiñv 30 tenn (pe lod brasaet er memes doare ha gant an AK-74 hag an AEK-971). Savet eo tro-dro d'ur sistem tennata dre amprest-gazoù evel ar fuzuilhoù-arsailh rusian kent. Gallout a reer ouzhpennañ ur banner-greunadennoù dezhi.

An dra nevez degaset gant an AN-94 a oa he mod daou denn. Ijinet e oa bet evit tennañ daou voled deus renk gant ul lusk uhel-kenañ (1800 tenn/mn). Evel-se ne veze ket santet c'hoazh efed argil an tenn kentañ pa veze tennet an eil bannadell. Kement-mañ a oa graet evit kaout muioc'h a chañsoù da dizhout ur sibl. Lakaat a rae gwikefre an arm da vezañ luzietoc'h ha keroc'h da broduiñ[1].

Implij

kemmañ

Evel an AEK-971 e oa bet krouet an Nikonov AN-94 "Abakan" evit kemer plas an AK-74,[2] met ur wech c'hoazh he c'houst uhel hag he sevel luziet a lakaas ar fuzuilh-arsailh da vezañ roet da vegennoù al lu rusian nemetken. Implijet eo bet dreist-holl gant ar strollad stourm Spetsnaz e-kerzh brezel Tchetchenia.

Liammoù diavaez

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. (en) FERGUSON Jonathan, Russian AN-94 self-loading rifle, ARES, 12/04/2017 (lennet d'ar 17/10/2024)
  2. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 180-181
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan  
  NODES
Note 1