Graet e vez niver peurvat eus an niveroù anterin a zo kevatal da sammad o rannerioù, estregeto o-unan eveljust.

Da skouer eo peurvat 6 rak 6 = 2 × 3, setu eo 1, 2, 3 ha 6 rannerioù 6. Sammad rannerioù 6 (estreget 6) eo neuze :

1 + 2 + 3 = 6

Gant Euklides, en IIIe kantved kt JK, e oa bet dizoloet ha prouet kement-mañ:
Ma 'z eus un niver kentael eus neuze eo peurvat .

Gant Leonhard Euler, en XVIIIvet kantved, e oa bet prouet emañ an holl niveroù peurvat par er stumm kinniget gant Euklides. Setu eo liammet klask niveroù peurvat par gant klask niveroù kentael Mersenne (niveroù kentael e stumm 2p-1).

N'eus ket bet kavet niver peurvat ampar ebet met n'eur ket deuet a-benn da brouiñ n'eus ket anezho kennebeut. Prouet ez eus bet avat e rank an niveroù peurvat ampar kaout 11 faktor kentael da nebeutañ, unan anezho da nebeutañ brasoc'h eget 300 000. Prouet ez eus bet ivez n'eus hini ebet bihanoc'h eget .


An niveroù peurvat kentañ

kemmañ

N'eus nemet pevar niver peurvat bihanoc'h eget 100 000, hag anavezet int abaoe an Henamzer. Setu int amañ :

  • 6 = 1 + 2 + 3
  • 28 = 1 + 2 + 4 + 7 + 14
  • 496 = 1 + 2 + 4 + 8 + 16 + 31 + 62 + 124 + 248
  • 8128 = 1 + 2 + 4 + 8 + 16 + 32 + 64 + 127 + 254 + 508 + 1016 + 2032 + 4064


Un dra iskis

kemmañ

Pa vez rannet pep hini eus ar c'hevatalderioù amañ a-us dre an niver peurvat a glot ganto e tizoloer ur perzh eus kevrennoù egiptat 'zo :

  • 1 = 1/6 + 1/3 + 1/2
  • 1 = 1/28 + 1/14 + 1/7 + 1/4 + 1/2
  • ha memes tra gant ar re all


Gwelet ivez :

kemmañ

Niver puilh - Niver karantezus - Niver diouerus - Niver kentael - Niver kazi peurvat

  NODES
Note 1