Oberiadur brezel Cedar Falls

Oberiadur brezel Cedar Falls a zo bet un oberiadur brezel e-pad brezel Vietnam kaset da benn evit an darn gant lu Amerika harpet gant lu Republik Su Vietnam (ARVN).

Kartenn tachennoù emgann an oberiadur brezel Cedar Falls

Pal an oberiadur brezel a oa un oberiadur Search and Destroy ramzel evit naetaat groñs an "Tric'horn Houarn" ul lec'h nepell diouzh Saigon kêr-benn Republik Su Vietnam ha distrujañ hentoù riboul Củ Chi. Al lec'h-se a oa deuet da vezañ lec'h diaz Talbenn broadel dieubidigezh evit Su Vietnam (Viet Cong).

An oberiadur a badas d'an 8 etrezek an 28 a viz genver bloavezh 1967. Bet eo bet an oberiadur brezel brashañ war zouar a-berzh al lu Amerikan e-pad brezel Vietnam. Oberiadur brezel Cedar Falls a welas 30 000 soudarded amerikan ha su vietnamiz o kemer perzh: daou lu, daou brigadenn (unan troadegiezh, unan harzlammerien), ur rejimant kirri hobregonet.

Ar Viet cong e-tal da gement a nerzh marvus a choazas klask terc'hout etrezek harzoù Kambodia pe dre kuzhañ en hentoù riboul Củ Chi reoù don ha ledan. An Amerikaned a teuio a-benn da zistrujañ ul lod d'eus an hentoù riboul gant dafar brezel ar Viet Cong enno. Evit don a-benn da vont gant un distruj aozet sklaer e voe implijet razhed an hentoù riboul pe "tunnel rats", soudarded a ment bihan gourdonet aratoz kaer da vont etrezek an hentoù dindan zouar.

Kirri hobregonet ar strollad stourm Herringbone o c'hortoz da dalañ ouzh an enebourien o terc'hout pennfollet e-pad an oberiadur brezel Cedar falls
Ar serjant Ronald A. Payne ur razh a hent riboul pe Tunnel Rat o furchal evit kavout ar Viet Cong

Evit trec'hiñ dindan un doare padus ha naetaat an Tric'horn Houarn e vo harluet an holl siviled o vevañ war an dachenn da vont etrezek kêriadennigoù buhez nevez pe "New Life Villages", distrujet e vo an holl kêriadennigoù ur wech goulonderet anezho hag evit echuiñ e vezo stlapet produiñ kimiek war ar janglenn hag ar parkeier evel ar c'hontammer Orañjez.

Darn ar pennoù bras ofiserien a uhel renk anezho karget gant aozadur an oberiadur brezel Cedar Falls hag e lakaat da dalvezout a soñjo dezho e vezo un trec'h anat. Darn ar gazetennerien hag an istorourien brezel a soñj dindan un doare disheñvel. Evito an oberiadur brezel Cedar Falls n'eo ket deuet a-benn da naetaat an Tric'horn Houarn rak distreiñ a reio buan ar Viet Cong. Ouzhpenn da se an harlu bras ha rediet d'ar siviled vietnamiz o vevañ war an dachenn ha distruj o kêriadennoù a save ur gudenn skiant ar mat hag a laka bresk strivoù an Amerikaned da c'hounit "Kalonoù ha speredoù" ar Vietnamiz. Un darn anezho a lammo war zu ar Viet Cong goude oberiadur brezel Cedar Falls.

  NODES
Note 1