Ondina zo anv ur voudig a vev er feunteunioù, ar stêrioù hag al lennoù ; a wechoù e vez taolennet evel ur vorganez er mor pe ur c'hrouadur ijinet gant ur barzh. Niksenn a vez graet anezhi ivez er mojennoù pobl alamanek hag e re Lec'hlenn.

Ondine, gant John William Waterhouse (1872)
Die Nymphe des Rheins, L. M. von Schwanthaler (1855)

Lorelei ar stêr Roen eo an hini vrudetañ.

Un doare nimfenn pe naiadenn zo anezhi. N'eo ket en dourioù sall e vev, en dourioù dous eo. N'eo ket ul lost-pesk he deus, met blev melen ha kriboù aour pe olifant. En hañv e plij dezhi bezañ en he c'hoazez war bardell ar feunteunioù ha kribañ he blev hir. Kouronkañ el lammoù-dour, er stankoù, er stêrioù a blij dezhi pa vez tomm. Hag ar re a vez o blev a-liv gant an aour o devez teñzorioù bras a viront en o c'hastelloù dindan an dour.

Dont a ra dour ar feunteunioù eus daeroù an ondinaed, ha mont a reont da hesk pa vez broc'het unan anezhe. Se zo kaoz e vez lezet profoù a bep seurt e-tal ar feunteunioù, evel garlantezioù a vleunioù, spilhoù pe tammoù gwer torret a zo gwir deñzorioù a lintr hag a sked en dour.

Yezhoù arall

kemmañ
  • Undine eo en alamaneg hag e saozneg.
  • Ondine eo e galleg ; ur stumm gourel ondin zo ivez.

Lennegezh

kemmañ

E meur a oberenn lennegel ez eus ondined.

Sonerezh

kemmañ

Pennadoù kar

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. "Ar Vorganezig Vihan" ; Plac'hig vihan ar Mor hervez troidigezh Roparz Hemon e 1928.
  2. (fr) Wikisource
  NODES
Note 3