Orangoutan

Pongo pygmaeus
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Primates
Kerentiad : Hominidae
Genad : Pongo
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

An orangoutan (pe orang-outan) (diwar ar malayeg den ar c'hoadeier) zo ur marmouz ruz e vlevenn, rummataet e-touez ar marmouzien meur.

Rummatadur

kemmañ

E kerentiad an hominideed emañ an orangoutaned, da lavaret eo asambles gant ar marmouzien-meur all (chimpanzeed ha gorilhed) ha gant an den.

Tro 15 milion a vloavezhioù zo e tispartias hendadoù an orangoutaned diouzh re an hominideed all.

Spesadoù hag ispesadoù

kemmañ
  • Pongo pygmaeus, a vev e Borneo
Pongo pygmaeus pygmaeus er gwalarn
Pongo pygmaeus morio er reter
Pongo pygmaeus wurmbii er mervent
  • Pongo abelii, a vev e Sumatra, er gwalarn da Lenn Toba
  • Pongo tapanuliensis, e Sumatra ivez, er su da Lenn Toba

Kariotip

kemmañ

Evel ar chimpanzeed hag ar gorilhed o deus an orangoutaned 48 kromozom. Disheñvel eo o c'hariotip eta diouzh hini an dud (46 kromozom).

Disheñvel eo an orangoutaned diouzh o reizh.

  • Ar par : 1.40 m eo e vent hag etre 60 ha 90 kg e bouez. A bep tu d'o dremm ez eus tammoù kroc'hen a ro stumm ul loar d'o fas. Ouzhpenn da se ez eus ur sac'henn en o c'horzailhenn a reont ganti evit kreñvaat o huchadennoù.
  • Ar barez : Kalz bihanoc'h eget ar bared eo ar parezed : Tro 1.10 m o ment hag etre 40 hag 50 kg o fouez.

Dibar eo an orangoutaned diouzh ar marmouzien meur all dre liv ruz o blevenn ha dre ment o divrec'h hag a zo hir-mat (betek 2.50 m eus un dorn d'egile).

 
  • ██ Tiriad an orangoutaned
  • Gwechall e veze orangoutaned e takadoù bras en Azia. Karrekaennoù anezho zo bet kavet e Sina hag e Thailand.

    Bremañ emaint o vevañ e koadegoù Borneo (isspesad Pongo pygmaeus abelii) ha Sumatra (isspesad Pongo pygmaeus pygmaeus).

    Er gwez emañ an orangoutaned o chom ha ral eo dezho kerzhet war an douar. Barrek-kenañ int da vont a vrank da vrank.


     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.

      NODES
    Note 1
    os 3